Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall

Savet eo bet Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall e 1958. D'ar c'houlz-se ne oa anv ebet eus yezh ebet e-barzh.

E 1992, pa oa kemmet ar Vonreizh evit gallout hec'h azasaat ouzh Emglev Maastricht, e voe kemmet ivez he mellad 2 o lakaat ouzhpenn ur frazenn a ra eus ar galleg yezh ofisiel ar republik.

Er skridoù ofisiel ne vez anv nemet eus Bonreizh 1958, hep meneg eus ar c'hemmoù deuet war-lerc'h, evel pa vije bet digemm abaoe 1958. Evel-se ivez emañ kont el lec'hienn ofisiel-mañ: https://web.archive.org/web/20110604145028/http://www.legifrance.gouv.fr/html/constitution/constitution2.htm#titre1

Ar Mellad 2 abaoe kemm 1992

kemmañ

Setu amañ Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall :

  • Ar sturienn anezhi eo: gouarnamant ar bobl, graet gant ar bobl evit ar bobl.


Implij ar mellad 2 abaoe 1992

kemmañ

Abaoe 1992 ne vez ket implijet ar mellad 2 evit stourm a-enep ar saozneg, petra bennak ma oa bet roet evel an abeg anezhañ.

Met implijet e vez seul wech evit nac'h ar gwir d'ober gant ar yezhoù bihanniver evel ar brezhoneg:

  • gant an ti-post pa glasker skrivañ ar chomlec'hioù
  • gant al lezioù-barn pa glasker komz brezhoneg dirazo
  • gant ar prefetioù pa glasker diskleriañ ur gevredigezh (hervez lezenn 1905): an holl gevredigezhioù a ra war-dro ar brezhoneg zo bet diskleriet e galleg.

A-raok 1992

kemmañ

Betek 1992 e veze implijet embann roueel Villers-Cotterets, diskleriet e 1539, a-enep ar brezhoneg gant ar velestradurezh republikan.

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1