Mercia
Mercia a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz er vro a reer ar Midlands anezhi hiziv. Krouet e voe er VIvet kantved gant Angled war a seblant hag ar rouantelezh pouezusañ e voe er vro betek Emgann Ellendun. Gouest e voe da virout he frankiz betek an aloubadeg viking er IXvet kantved. Gant Danelaw ez eas neuze reter he zachenn har ar peurrest a yeas goustadig gant ur gwaz eus Wessex. Ouzh ar vro-se e voe staget goude marv he rouanez diwezhañ Ethelfleda e 918.
Orin
kemmañN'eo ket sklaer penaos e voe krouet rouantelezh Mercia. Enklaskoù hendraourien a ziskouez e oa annezet poblañsoù angl-ha-saoz en hanternoz d'an Tavoez e-pad ar VIvet kantved. An anv Mercia a zeu eus ur ger hensaozneg a dalvez harz, hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred e voe krouet ar rouantelezh gant tud a veve war an harzoù etre ar Vrezhoned hag an alouberien angl-ha-saoz. Hervez Peter Hunter Blair avat, e c'hellfe an anv-se talvezout ivez e vevent war an harzoù etre Northumbria ha tud traonienn an Trent.
Kentañ roue Maercia a zo anavezet e vuhez a oa Creoda e anv. Gourvab Icel e vije bet. Kroget e vije de ren e 585 ha savet en dije ur c'hreñvlec'h e Tamworth. Deuet e vefe da vezañ kêr-benn ar rouantelezh nevez-c'hanet. E c'houde e renas Pybba ha Cearl. Dister a-walc'h e chomas ar rouantelezh betek ren Penda Mercia, unan eus mibien Pybba.
Ren Penda
kemmañDa roue Mercia ez eas Penda e 626 pe 633 hervez ar mammennoù. E 628 e trec'has Wessex e Cirencester ha digantañ e kemeras douaroù e traonienn an Hafren ma vefe savet rouantelezh ar Hwicce. E deroù ar bloavezhioù 630 e kevreas gant Cadwallon ap Cadfan, roue Gwynedd a oa o vrezeliñ ouzh Edwin , roue Northumbria ha bretwalda rouantelezhioù ar su. Asambles e trec'hjont Northumbria en Emgann Hatfield Chase e 633. Lazhet e voe Edwin ha kouezhañ a reas e rouantelezh en he foull e-pad berr amzer. Daoust ma voe barrek Oswiald Northumbria da drec'hiñ Cadwallon ha da adsevel e vro e chomas rouantelezh Penda ur Stad pouezus, gouest da ampech Northumbria da vrasaat war-du ar su. E 641 e faezhas Penda Oswiald Northumbria en Emgann Maserfield asambles gant Kembreiz moarvat.
Goude emgann Maserfield e teuas Penda da vezañ ar roue galloudusañ e Preden. Roue Wessex - Cenwalh Wessex - a euredas gant c'hoar Penda ha pa argasas-eñv anezhi e aloubas Penda e vro hag e rediañ a reas da dec'het kuit da East-Anglia. E 654 e lazhas Penda roue Anna East-Anglia en Emgann ha marteze e stalias Aethelhere East-Anglia en e blas.
E 655, avat, e aloubas Penda Northumbria gant un arme vras asambles gant tud Gwynedd hag East-Anglia met faezhet e voe gant Oswiu Northumbria en Emgann Winwaed. Lazhet e voe Penda ha tremen a reas norzh e rouantelezh dindan damani Oswiu tra ma chome frank ar su dindan Peada Mercia.
Ren Wulfhere ha deroù an VIIIvet kantved
kemmañE 658 e voe lazhet Peada ha staget e voe e Stad ouzh Northumbria. Adsavet e voe ar rouantelezh war he zachenn gozh gant Wullfhere Mercia goude un emsavadeg a-enep an aotrouniezh Northumbriat e 658 avat. Dindan e ren e voe gounezet tud Mercia d'ar feiz gristen. Gouest e voe da adsevel galloud Mercia ha da veveniñ levezon Oswiu e rouantelezhioù ar su. E fin e ren e voe faezhet gant mab Oswiu, Ecgfrith Northumbria en doa argaset. Daoust ma chomas Wulfhere bev e voe gwanaet hag e kollas e aotrouniezh war Wessex.
Anavezet eo ar rouaned a zeuas da c'houde gant o obererezh relijius dreist-holl, daoust ma voent barrek da virout o frankiz ha da aloubiñ bro Wroxeter, lesanvet "Baradoz ar Powys", a oa dindan ar Vrezhoned betek-hen. Da vare ren Æthelbald Mercia hepken e teuas Mercia da vezañ ur galloud bras adarre. Da gentañ e voe ret dezhi stourm ouzh Wihtred Kent hag Ine Wessex. Reiñ e zilez a reas Ine e 726 ha mervel a reas Wihtred, ar pezh a lezas Æthelbald frank da astenn e aotrouniezh war hent ar su eus Bro-Saoz. Gant Beda e oa bet anvet Bretwalda ha trec'het e oa gant Cuthred Wessex e 752.
Ren Offa ha kresk Wessex
kemmañGoude muntr Æthelbald gant unan eus e warded e 757 e tarzhas ur brezel-diabarzh. Gant Offa e voe gounezet. Ret e voe dezhañ adsevel aotrouniezh Mercia war rouantelezhioù ar Su met an dra-se a reas gant muioc'h a verzh eget tout ar rouaned arall eus Mercia e c'houde. Er c'hontrol eus e ziagentourien a rene an tachennoù er-maez Mercia wir dre hanterouriezh rouaned lec'hel, e stagas rouantelezhioù Kent, East-Anglia ha Sussex ouzh e stad o kas kuit o rouaned pe o rediañ anezho da zilezel o zitl. Dindan e ren e voe kognet ar pezhioù aour kentañ e Preden abaoe fin ar marevezh roman ha sevel a reas ur voger - Moger Offa pe Offa's Dyke e saozneg - war ar vevenn etre Mercia ha Powys.
Esaeañ a reas Offa lakaat e vab Ecgfrith Mercia war an tron met ne chomas ket hemañ bev nemet un nebeud mizioù goude marv e dad e 796 ha tremen a reas ar rouantelezh da Goenwulf Mercia. Kemeret e oa e lec'h, e 821, gant e vreur Ceolwulf Mercia a zistrujas kreñvlec'h Deganwy e Powys. War greskiñ ez ae galloud Wessex avat hag e 825 e voe faezhet Beornwulf Mercia gant Egbert Wessex en Emgann Ellendun.
Goude Ellendun e kollas Mercia kalz eus he galloud ; Beornwulf hag e warlec'hiad Ludeca a voe lazhet oc'h esaeañ talañ ouzh un emsavadeg en East-Anglia. Ne renas ar roue da heul - Wiglaf Mercia nemet daou vloavezh kent bezañ kaset kuit eus e vro gant Egbert. E 830 e c'hounezas Wiglaf frankiz e vro adarre met d'ar mare-se e oa sklaer e oa aet an tu kreñv gant Northumbria a oa ar galloud pennañ e Bro-Saoz. Heuliet e oa Wiglaf war an tron gant Beorhtwulf.
Aloudabeg viking e fin ar rouantelezh
kemmañE 852 e pignas Burgred Mercia war an tron. Dleout a rae bezañ roue dizalc'h diwezhañ Mercia. Kevreañ a reas gant Wessex en ur brezel hag aloubiñ norzh Kembre met e 868 vikinged eus Danmark o doa aloubet Northumbria a argadas e rouantelezh. Kollet e voe Nottingham hag e 874 e voe rediet Burgred da dec'hout kuit e Wessex.
An Daned a lakaas ur roue sujet, Ceolwulf II Mercia, war an tron hag e 877 e kemerjont reter ar rouantelezh hag e teuas da vezañ ul loden eus Danelaw. Lazhet e vije bet Ceowulf en un emgann a-enep Anarawd ap Rhodri war-dro 881. Aethelred Mercia a gemeras penn Kornôk Mercia. Dizalc'h a-walc'h e oa Aethelred met kollet e oa bet gantañ e ditl a roue, ne oa ken Earl, ha sujet e oa da Alfred Meur, Roue Wessex. Pa varvas e 911 ez eas e wreg Æthelflæd Mercia da Lady of the Mercians. Ren a reas ganti hec'h unan betek e 918. Staget e voe neuze Mercia ouzh Wessex gant e vreur Edward Hen.
Levrlennadur
kemmañ- Ian W. Walker. Mercia and the Making of England (2000) ISBN 0-7509-2131-5 (also published as Mercia and the Origins of England (2000) ISBN 0-7509-2131-5)
- Sarah Zaluckyj & Marge Feryok. Mercia: The Anglo-Saxon Kingdom of Central England (2001) ISBN 1-873827-62-8
- Michelle Brown & Carol Farr (eds). Mercia: An Anglo-Saxon Kingdom in Europe (2005) ISBN 0-8264-7765-8
- Margaret Gelling. 'The Early History of Western Mercia'. (p. 184-201; In: The Origins of the Anglo-Saxon Kingdoms. S. Bassett. 1989) (Western Mercia and the upper Trent being the probable cradle of early Mercia).
- Simon Schama. A History of Britain: At the Edge of the World? - 3000 BC-AD 1603 Vol 1 BBC Books 2003
- Elmes, Simon (2005). Talking for Britain: A Journey Through the Nation’s Dialects. Penguin. ISBN 0-14-051562-3.
- McWhirter, Norris (1976). The Guinness Book of Answers. Enfield : Guinness Superlatives Ltd. ISBN 0-900424-35-4.
- Bateman, John (1971). The Great Landowners of Great Britain and Ireland. Leicester University Press. SBN 391 00157 4.
- Cottle, Basil; Sherborne J.W. (1951). The Life of a University. University of Bristol.
- Dow, George (1973). Railway Heraldry.