Messerschmitt Bf 109

Ar Messerschmitt Bf 109, berraet alies e Me 109, a oa un nijerez vrezel ungefluskerek hag unplas savet evit al Luftwaffe, an aerlu alaman.

Messerschmitt Bf 109
familh kirri-nij
Iskevrennad eusfighter monoplane with 1 engine, land-based fighter monoplane, nijerez-emgann-ha-bombeziñ Kemmañ
Deiziad krouiñ1937 Kemmañ
Implijair superiority fighter Kemmañ
Anv er yezh a orinMesserschmitt Bf 109 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel Spagn Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
Deiziad kregiñ1937 Kemmañ
ManufacturerMesserschmitt Kemmañ
First flightMae 1935 Kemmañ
ArmamentMG 17, MG FF, Rheinmetall-Borsig MK 108, Mauser MG 151, Rheinmetall-Borsig MG 131 Kemmañ
Powered byJumo 210, Daimler-Benz DB 601, Daimler-Benz DB 605 Kemmañ
DiorroerMesserschmitt Kemmañ
Treset gantWalter Rethel, Willy Messerschmitt Kemmañ
Lakaet er servij1937 Kemmañ
Service retirement27 Kzu 1965 Kemmañ
Disklêriadur dre ar munud eMesserschmitt Bf 109 operational history Kemmañ
Ur Me 109 G-6 hag a oa barrek da nijal c'hoazh e 2005.
Bf109 Galland Gerippe
Ur Bf109 Messerschmitt Bf 109 o nijal

An nijerez tagañ pennañ eus an Alamaned e-kerzh an Eil Brezel-bed e oa, ha graet e oa bet en tu-hont da 33 000 skouerenn anezhi. Ma oa ar wellañ nijerez e penn kentañ ar brezel (ne oa koulz lavaret nemet ar Spitfire saoz a oa barrek da geveziñ outi), e teuas da vezañ dic'hizet un tamm e dibenn ar brezel daoust ma chomas un ardivink a-zoare pa veze kaset gant levierien a-feson ha gwall zañjerus e-se evit nijerezed ar Re Gevredet.

Ar Bf 109 ha brezel Spagn

kemmañ

Taol-esae ar c'harr-nij chase Messerschmitt Bf 109 a voe brezel Spagn er strollad Lejion Condor. Goude an taol-esae-se e voe cheñchet ar c'heflusker gant unan Daimler-Benz evit gwellaat c'hoazh pleustr strategiezhoù ar c'hirri-nij chase bet skiant-prenet. Gant ur c'heflusker nevez ha strategiezhoù bet gwellaet en ur vrezel wirion e chomas e-pad lodenn gentañ an Eil Brezel-bed ar c'harr-nij chase efedusañ o kaout ar strategiezhoù-nij gwellañ hag a-bell.

Brezel bro Spagn en doa roet lañs bras d'an aerlu alaman Luftwaffe a-benn bezañ prest hag efedus evit an Eil brezel-bed. En eskemm ha dre enep komunouriezh don Francisco Franco, blenierien kirri-nij spagnolat zo, broadelourien a youl-vat anezho, a yelas da nijal gant o c'henvreudeur alaman er strolladoù nij war talbenn ar reter war-vourzh Bf 109.

Ar Bf 109 hag ar brezel e Frañs

kemmañ

E-kerzh emgann Bro C'hall e voe gwelloc'h evit he holl enebourien eeun : ar Bloch 152, an Dewoitine D.520 (siouloc'h met aesoc'h da vleniañ) ha betek an Hurricane Saoz. Memes-tra gant ar c'hirri-nij Morane-Saulnier MS.406 hag ar re Curtiss H75 (prenet digant ar Stadoù-Unanet), pa oa un nebeud skouerennoù anezho en aerlu Frañs.

Mistri an oabl e voe an Alamanted gant ar Messerschmitt Bf 109. N'eus karr-nij ebet a c'hellas talañ outañ.

Bf 109 hag emgann Bro-Saoz

kemmañ

Ret e voe gortoz Emgann Bro-Saoz evit gwelet un enebour hag a c'helle talañ d'ar Bf 109 : ar Supermarine Spitfire.

A-feur ma padas ar brezel e voe ret degas dizehan kemmoù d'ar Messerschmitt Bf 109 a-benn talañ ouzh lañs ar Gevredidi. Gant ar brezel o treiñ da fall evit an Trede Reich, ar Bf 109 a voe dic'hizet, nemet etre daouarn bleinerien varrek.

Ar BF 109 a zo chomet karr-nij chase karetañ ar vlenerien kirri-nij chase alaman, memes gant maouted pe As evel Adolf Galland pe c'hoazh Hans-Joachim Marseille. Kement-mañ a badas memes pa voe degaset ar c'harr-nij Focke-Wulf Fw 190, modernoc'h war meur a dachenn.

Goude an Eil brezel-bed

kemmañ

Gant fin an Eil brezel-bed e voe paouezet produerezh ar Messerschmitt Bf 109. Ar re a oa mat da implijout c'hoazh a vo adimplijet betek ar bloavezhioù 1950 ha betek 1960 evit broioù zo, dindan ar stumm Bf 109 "Gustav".

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
HOME 1
Note 1
os 1