Ur meurgan a zo ur varzhoneg hir-tre e gwerzennoù a zanevell da gustum kurioù hag avanturioù istorel pe mitologel sevenet gant un haroz pe gant meur a hini, hag he deus ur pouez bras evit ur sevenadurezh pe ur vroad. Implijet e vez ivez ar gerioù meurzanevell ha danevellgan evit meurgan. Albert Lord ha Milman Parry o deus diskouezet e oa ar meurganoù klasel ur stumm barzhoniezh dre gomz da gentañ. Koulskoude eo bet skrivet ar meurganoù zo chomet betek ennomp, evel oberennoù Virgilius, Dante Alighieri, ha John Milton. Kalz anezhe a vije bet kollet ma ne vijent ket bet skrivet.

Meurgan
Rumm lennegel
Iskevrennad eusepic literature, verse poetry, narrative poetry Kemmañ
Model itemIlias Kemmañ

Ar meurgan koshañ a c'heller lenn hiziv an deiz eo meurzanevell an haroz Gilgamech a oa savet en akkadeg er XVIIIvet ha XVIIvet kantved kent Jezuz-Krist. Kavet e oa bet e 1870 en ur furchata e-barzh dismantroù levraoueg Ninive. Etre -850 ha -750 ez eus bet savet div veurzanevell vrudetoc'h hag anavezet a-gozh e henc'hresianeg, an Ilias hag an Odysseia. Savet e oant o div gant ar barzh dall Homeros a-hervez. Kemeret eo bet an daou skrid-se, evel patromoù ar meurzanevelloù gant skrivagnerien ha studierien al lennegezh klasel.

Un nebeud meurzanevelloù anavezet-mat

kemmañ
 
Enlivadur eus Persia.

Levrlennadur

kemmañ
  • Marcello Sorce Keller “L’epica, fra tradizione orale e tradizione scritta”, Cenobio, LXVII(2008), no. 4, pp. 39-48. Adembannet er Bulletin – Gesellschaft für die Volksmusik in der Schweiz, 2009, pp. 107-111.

Notennoù

kemmañ
  1. The Lusiads (1800-1882). Kavet : 2013-08-31.
  NODES
chat 1
Note 2