Ur vilin (liester : milinoù ; kerneveg : meilh-où; gwenedeg : melin) zo peurvuiañ ur savadurioù ennañ ur wikefre evit malañ greun edeier da ober bleud. Talvezout a ra ivez ar ger milin evit ur mekanik heloc'h evit malañ, ar vilin-gafe da skouer.
Abalamour m'eo bet pouezus-kenañ produiñ bleud evit ober bara hag a bep seurt krampouezh, kouignoù, gwastelloù, tartezennoù hag all abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh an edeier da vare an Neolitik e c'heller lavaret eo bet ar milinoù ar savadurioù arbennik niverusañ ha ledetañ er bed a-bezh nemet e broioù ma vez ar riz ar boued pennañ, en Azia ar gevred pergen.

Milin-dour gant ur rod war elvoù e Belgia.
Milin-avel en Utrecht, Izelvroioù.
Rodoù kendantañ ur vilin e München, Alamagn

Doñvidigezh an energiezh

kemmañ

Dre vras e vez savet milinoù bihan pe vras evit doñvaat un energiezh naturel a-benn aesaat produadur traoù a bep seurt dre ar malañ pe ar skeiñ pe dre lakaat ur mekanik da vont en-dro.

En Europa an Henamzer e veze roet ul lusk d'ar wikefre bennañ, daou vaen-milin, unan difiñv hag unan o treiñ gant nerzh an dud (milin-vrec'h) pe hini an anevaled (kezeg, azened pe ejened).

E deroù ar milved kentañ e voed krog da implijout nerzh an dour o tiruilhañ war ur rod ledan pe nerzh an avel o c'hwezhañ war eskell.
Er Grennamzer e voe savet vilinoù-dour ha vilinoù-avel ken e veze gwelet e maezioù Europa a-bezh milinoù-dour war hogos pep stêr ha milinoù-avel war meur a lein. Testoù eus diorroadur ar boblañs hag he ezhommoù e-keñver an ed d'ober bara eo bet kement-se, ha kalz anezho, difiñv o gwifefre peurvuiañ, a vez gwelet hiziv c'hoazh.
Er XVIIvet kantved e voe klasket lakaat ar milinoù da broduiñ traoù all estreget ar bleud pe da gas dour uheloc'h, da lavaret eo ur mekanik riboul. Da gentañ e voe implijet nerzh ar milinoù-dour evit meskañ mat pilhoù ha dour evit produiñ toaz paper. Tamm-ha-tamm e voe implijet nerzh an dour evit al labouradegoù kentañ er gwiadoù, er vetalouriezh, er gilvizerezh hag er mengleuzioù evel an hini arc'hant ha plom e Poullaouen.

Pa voe ijinet ar keflusker dre enleskiñ e voe staliet enno meur a vilin-dour ha lakaet a-gostez ar wikefre dre zour. Da broduiñ tredan peurvuiañ e vez implijet milinoù hiziv.

Rummadoù milinoù

kemmañ
  • Milin-goajel[1]
  • Milin-gomm
  • Milin-gouez

Gerioù gant milin enno

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ur vilin a zo a-blaen he rod ; "milin-doull" a-wechoù.
  2. Ur vilin a zo a-blom he rod.
  3. Milin-vleud gant ur c'heflusker, pe ijinerezh ar milinoù-bleud.
  NODES
Note 3