Ardivinkoù da voullañ teulioù war skoroù moullañ paper pe blasik eo ar moullerezioù. Ur voullerez, evit bezañ implijet, a rank bezañ kennasket ouzh ur reizhiad stlenneg. Un drobarzhell stlennegel eo neuze. Resev a ra ar roadennoù enboneget eus ar reizhiad stlenneg d'ober dezhe sturiañ ar moulladur, da lavaret eo ren al lodenn treloc'hel ha tredanel dezhi da moullañ un teul. Moullañ un teul peurliesañ (ha dreist-holl en amzer a-vremañ e 2006) a dalvez kement hag arzodiñ huz war ur skor moullañ d'ober anezhañ un teul a c'hellimp lenn.

Ur voullerez liesarc'hwel Canon

Da reiñ lañs d'ur moulladur adalek un urzhiataer e vez arveret un arload arbennik e vez anvet stur moullañ. Pal ar stur eo amdreiñ boneg un teul stlennegel (enboneget gand un arload evel da skouer OpenOffice.org Write) d'un areg e vo bet komprenet gant ar voullerez da vezañ keweriet ganti. An trevell d'ar reoler moullañ eo, pe d'an dafariad moullañ evit ul lod anezhe.

Meur a seurtad moullerezioù a zo hag a c'hell bezañ renket hervez an doare e vez graet ar voullerezh gante.

Seurtadoù moullerezioù

kemmañ

Ar c'hentañ moullerezioù (er bloavezhioù 70) e veze moullet alies gante war skoroù moullañ ispisial e vez graet paper listad anezhe. Ne vez ket kavet kalz anezhe ken bremañ nemet evit implijoù arbennig evel da skouer ar merañ eus ar boniadoù en embregerezhioù. Ar moullerezioù-se a zo alies moullerezioù ogedel pe moullerezioù dre bikennoù. Stummet e vez gante an arouezennoù adal un oged nadozioù, ar re-se da vezañ dibabet ha sanket war-bouez ur glofenn. Naouusterioù ar moullerezioù ogedel a zo an tizh, an niver a nadozioù (hervezañ e c'hellomp anavezout spisadur moullañ an arouezennoù), niver a vannoù a arouezennoù e vez possubl moullañ.

Ur seurtadoù all diamzeret bremañ a zo c'hoazh evel ar moullerezioù diouzh an arouezenn. Ar re-se a denn kentoc'h ouzh ur skriverez kennasket ouzh un urzhiataer. An arouezennoù a vez engravet war ur voull hag e teuint da stekiñ ouzh ar follenn, ul lietenn huzer etre an daou, da voullañ an arouezennoù warni.

Ur seurtad gwell gozh eo ar re diouzh al linenn. Gant unan evel-se e veze moullet un teul a linenn da linenn, pep hini anezhe o vezañ kenaozet a-raok bezañ moullet.

Ar moullerezioù dre huz-vannañ a zeu da vezañ ardivinkoù da voullañ implijet muioc'h mui gant an dud brevez nemetken. Bannet e vez gante a dizh uhel takennoùigoù huz war ar paper. Moullerezioù a berzhded uhel int. An huz arveret a zo dourenneg paket e-barzh karitelloù bihan. Unan (evit ar moullerezioù du) pe vuioc'h (evit ar re liv) a vez implijet enne. Daou ziaezamant pennañ a zo gante : ne ket possubl da zizhout ur genderc'husted (produsted) gwell uhel gante ha pa vez ur voullerez a-seurt-se o paouez moullañ un teul ne vez ket sec'h c'hoazh an huz warnañ dre ma vez o sec'hiñ en aer vat.

Ar moullerezioù laser eo ar re ar muiañ implijet en amzer a-vremañ. O fennreolenn mont en dro a zo peurheñvel ouzh hini al luc'heilerezioù niverel laser. Evelte ec'h implijont ul luc'hreüser e vez "skrivet" warnañ skeudenn an teul da vezañ moullet gant ur penn laser. Ur genderc'husted uhel a c'hell tizhout an ardivinkoù-se (betek 60 pajenn dre vunutenn pe vuioc'h). Evit ar re vihanañ anezhe (betek 15-20 pajenn dre vunutenn, pezh n'eo ket fall endeo), e vez graet ul lodenn eus ar c'has en dro gant an arveriaded : ar c'hemmadur d'an unvezioù skeudenn pe digelañ. Evit gwir, ar c'haritelloù-se e vez kavet enne al luc'hreüser, an huz, an unvez digelañ hag ar c'horona da vec'hiañ a vez da vezañ kemmet ur wech an amzer hervez un niver a luc'heilenn graet gante. Al voullerez a vez roet ganti da c'hoût pe da amzer e rank an arveriad kemmañ ar garitell dre gwereañ ur c'hemmenad a zere war he hewel. Gant donedigezh al luc'heilerezioù niverel war ar marc'had ma c'heller kennaskañ anezhe ouzh reizhiadoù stlenneg, e vihanna tamm ha tamm an harzoù etre an daou seurt a venveg.

Ha da echuiñ gant ar renabliñ-se e c'heller menegiñ ur seurtad moullerez a vez priziet abaoe mac'h eo deut war ar marc'had al luc'hskeudennerezioù niverel. Moullerezioù gwrezel da voullañ war baper luc'hskeudenn a vent 10x15 eo. Moullet e vez gante nemetken evel just war skoroù ispisial.

Modoù kennaskañ

kemmañ

Gant ar moullerezioù kozh e veze graet evit o c'hennaskañ ouzh un urzhiataer gant an eread a-steud ha c'hoazh gant an eread a-stur (hemañ o vezañ implijet c'hoazh en amzer a-vremañ). Hogen ar modoù-se da lugañ ur voullerez ouzh un urzhiataer a zeu da vezañ tamm ha tamm diamzeret en-abeg mac'h int re c'houstad e-keñver ar seurtadoù kennaskañ arveret bremañ (e 2006). Muioc'h mui e vez implijet ar mod USB peogwir eo kalz akomod, fonnus a-walc'h hag aes-tre da lakaat da dalvezout. Met ar mod ar muiañ arveret, dreist-holl e-barzh an embregezioù, eo ar c'hennaskañ oc'h implijout kartennoù rouedad (marc'het muioc'h mui a orin e-barzh ar moullerezioù). Gwell fonnusoc'h eo met ivez e chom c'hoazh diesoc'h da lakaat da vont en dro ablamour d'ar c'hefluniad a ranker lakaat da dalvezout a-raok ma vefe possubl implijañ ar c'hennaskañ-se. Peurliesañ e implij ar c'hennaskadurioù-se ur c'homenad kehentiñ anvet TCP/IP war ar reolad Ethernet.

  NODES
HOME 1
mac 2
Note 1
os 6