Nikolaz Rossolimo
Nikolas Rossolimo (ukraineg : Ніколас Россолімо Nikolas Rossolimo ; Kyiv, 28 a viz C'hwevrer 1910 — New York, 24 a viz Gouere 1975 a oa ur mestrc'hoarier echedoù ukrainat, gresian, gall ha stadunanat.
Mestr Meur e voe adalek 1950, ha Mestr Meur Etrebroadel adalek 1953.
E 1929 e kuitaas Ukraina a-gevret gant e vamm rusian-ukrainat evit mont da Bariz, ma voe eilvet e goude José Raúl Capablanca e 1938 en un tournamant ; pemp gwezh e voe kampion Pariz, ha kampion Bro-C'hall e voe e 1948.
E 1948 ha 1949 e reas div wezh rampo a-enep Savielly Tartakower.
Da SUA ec'h eas e 1953 da adkavout e dad, a oa gresian. Gober a reas meur a vicher. Mervel a reas goude bout bet gloazet en ur gwallzarvoud.
Ur c'hrogad
kemmañ
|
|
|
Rossolimo vs. Reissmann
|
Liamm diavaez
kemmañ- (en) 516 krogad gant N. Rossolimo. Kavet : 12/09/2023.