Oadvezh Taishō
An Oadvezh Taishō a oa un oadevezh berr-kenañ en istor Japan, en XXvet kantved. A-hed ren an impalaer Taishō (1879-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an demokratelezh, ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.
A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar genrō (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel ma oa termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan[1]. Emsavadegoù ar Riz e 1918 a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an oligarkiezh a oa o ren[2]. Ar Rikken Seiyūkai (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar Rikken Minseitō (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e oa an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō"[3]. Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek 1890[4], hag adalek 1925 e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet Lezenn evit mirout ar peoc'h (治安維持法 chian iji hō, 1894-1925), a ziazeze kastizoù kriz war enebiezh an tu-kleiz[2].
A-du gant ar Gevredidi e savas Japan er Brezel-bed kentañ, ar pezh a zegasas dezhi ur c'hresk burzhudus c'hoazh en armerzh ha trevadennoù e Meurvor Habask an Norzh, anezho Inizi Marshall, Mariana an Norzh, Palau ha Stadoù Kevreet Mikronezia hiziv[5]. Unan eus sinerezed Feur-emglev Versailhez d'an 11 a viz Du 1918 e voe Bro-Japan, koulz hag unan eus ar Stadoù a ziazezas Kevredigezh ar Broadoù e 1920.
Tri bloaz goude, e miz Gwengolo 1923, ur c'hren-douar a lazhas tremen 100 000 a dud en Honshū, ha distrujet e voe tiez ouzhpenn tri milion a dud gant an tanioù-gwall a voe war e lerc'h[1].
Sevenadur
kemmañStankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e komz-plaen, a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù. A-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe Akutagawa Ryūnosuke (1892-1927), Satō Haruo (1892-1964) ha Tanizaki Jun'ichirō (1886-1965). Kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e romant 蓼喰う虫 Tade kū mushi "Amprevaned debrerion troadur" (1929)[5].
Notennoù
kemmañ