Oaled Sant Erwan oa bet diazezet gant Youenn Souffes-Després e oa ur staliet nepell diouzh koc'hu sant Varzhin Brest, 28 straed Charles Berthelot. Div sal a oa, gant ur gwitrin vras a servije d'ober bruderezh evit ar brezhoneg hag ar feiz katolik. Ezel e oa Oaled Sant Erwan eus ar gevredigezh Emglev An Tiegezhioù. Diazezet e oa bet e 1969 hag e padas betek 1998. Kinnig a rae kentelioù brezhoneg dreist-holl hogen ivez beilhadegoù pe bodadegoù miziek. Ar brezhoneg a oa ar yezh nemeti.

Aozañ a rae ivez oferennoù met ret e oa bet gortoz 1985 a-benn kaout un oferenn vrezhonek bep sul e Brest. Diwar intrudu OSE eo ez eus bet aozet oferenn ar pemp sul er Folgoad e brezhoneg.

Ur c'helc'h katolik a studi a voe herberc'hiet e stal OSE : bodadegoù divareadek bet lusket gant an Tad Chapel s. j. hag goude gant ar beleg Maoris Ar C'hollo (izili : Youenn souffes, Ivona Martin, Ronan Huon hag e wreg, Ronan ar Glew, Tepod Gwilhmod, R. Provost (teñzorer). Katekiz a voe graet ivez e-tro ar bloavezhioù 1994-96 hag ul levraoueg gant dreist-holl Imbourc'h Al Liamm ha Gwalarn a veze kinniget da lenn. Bruderezh war ar straed a rae : reiñ traktoù, derc'hel standoù er pardonioù, er foarioù. Gant OSE eo e voe moulet pegsunioù "Pellgomz" da begañ war logelloù Pellgomz ar vro gant ar mennad da skignañ ar yezh a wel d'an holl ha diskouez ur ger "nevez" e brezhoneg.

E berr, Oaled Sant Erwan a zo bet unan eus ar c'hreizennoù hollvrezhonek o deus stourmet war an dachenn lec'hel. Ouzhpenn-se e oa chomet stag mat ouzh ar feiz katolik e-keit ha ma veze dilezet gant ar gevredigezh hag an Emsav e-unan da heul.

Dre ziouer a genlabourerien e voe serret ar stal-se ma rene un aergelc'h 'tiegezhel', koulz lavaret. Danevelloù obererezh OSE a gaver er gelaouenn Al Liamm.

  NODES