Odysseüs pe Odiseüs (pe Ulises[1]) a zo unan eus harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Mab e oa da Laertes, roue Itaka, ha d'e bried Antiklea. Dimezet e oa da Benelope, ha tad e oa da Delemac'hos. Er pezh c'hoari Iphigenia en Aulis, gant Euripides, eo Sisifos a zo kontet da vout tad dezhañ.

Odysseüs ha Penelope, hervez Francesco Primaticcio.
Odysseüs ereet ouzh gwern e lestr evit chom hep klevout kan ar Morwragez, Mirdi Broadel Hendraouriezh Atena
Penn Odysseüs en un hollad ma weler Odysseüs o tallañ Polyphemus, kizelladur marmor hellazat eus an IIvet kanved kent JK, kavet e kenkiz Tiberius e Sperlonga

Brudet eo e finesa, pe "metis", hag abalamour da se e vez anvet alies Odysseüs widreüs e skridoù an Henamzer.

Kontet eo lod eus e gurioù en Ilias, hag en Odysseia, an daou veurgan savet gant ar barzh Homeros, en Henc'hres, ha pennharoz an Odysseia eo zoken. En Ilias e tiskouezer ar perzh a gemeras e Brezel Troia[2] e-pad brouez Akilles. Ur wezh echu ar brezel e klaskas distreiñ d'e enezenn, met kantren a reas e-pad dek vloaz a-hed aodoù ar Mor Kreizdouar tra ma oa e wreg Penelope er gêr ouzh e c'hortoz. E veajoù eo a zo kontet en Odysseia paoao klask distreiñ d'ar gêr.


Ulises a zo e anv latin (Ulixes ervat). Ὀδυσσεύς pe Odysseüs e oa e anv e henc'hresianeg). Kavout a reer ivez ar stummoù Olysseus (Ὀλυσσεύς), Oulixeus (Οὐλιξεύς), Oulixes (Οὐλίξης).

Hervez Homeros e talvez an anv kement ha "mab a boan". Kentoc'h e teufe eus οδηγός: odēgós, "an ambrouger, an diskouezer-hent". Talvezout a ra ivez "poan", pe kentoc'h "an hini a ra poan hag en deus poan". Ha poan en devez alies, poan-spered da vihanañ.

Talvezout a ra war un dro "an hini en deus kasoni" hag "an hini a zo kasoni outañ". Kasoni en deus ouzh an doueed, ha kasoni o deus-int outañ. Dont a ra e anv diwar ar verb "οδυσσάομαι-οδυσσωμαι", a dalv war un dro 'kasaat" ha "bezañ kasaet".

En Ilias

kemmañ

Unan eus Harozed niverus an Ilias eo Odysseüs.


En Odysseia

kemmañ
 
Odysseüs o kinnig gwin d'ar C'hiklop, adoberenn roman diwar un delwenn orin eus dibenn ar marevezh henhellazek, er mirdi Chiaramonti

An Odysseia a zanevell distro Odysseüs d'ar gêr, ugent vloaz goude bezañ aet da Vrezel Troia. En deroù ez eo prizonniet war enezenn Kalypso met Athena a ra he mad eus ur veaj graet gant Poseidon en Etiopia da c'hounit asant an doueed all da zistro Odysseüs. Sevel a ra ur radell a gas anezhañ betek enezenn ar Faiakiaiz. Degemer a reont anezhañ ha kontañ a ra dezhe e avanturioù reuzeudik abaoe diwezh Brezel Troia. Kaset gant Faiakiaiz d'e enezenn, ez eo cheñchet en ur c'hlasker-bara kozh gant an doueez Athena. Erru er gêr e lazh holl bleustrerien e bried Penelope a oa o klask he rediañ da eurediñ unan anezhe hag a rae o renkoù en e balez.

Marv Odysseüs

kemmañ
 
Amforenn Eleusis, Amforenn kendatek eus 650 kent J.-K. o tonet eus mirdi Eleusis. Skeudenn Odysseüs o tallañ Polyfemos gant skoazell e genseurted

Hervez an Telegoneia ez eo devet ar bleustrerien varv hag Odysseüs a ra aberzhioù d'an Nimfezed (Ar re a warde groc'h Itaka e lec'h m'en doa kuzhet e deñzor moarvat, s.o. Kan XIII an Odysseia). Mont a ra goude se da Elis, ma wel un den dianav mod all, Poliksenos, a brof dezhañ ur c'hrater prizius. D'ar mare-se ez eus anv eus istorioù Trofonios, Agamedes hag Augeias. Distreiñ a ra Odysseüs da Itaka da lidañ an aberzhioù meneget gant Tiresias e kan XI an Odysseia hag ez a goude da Desprotia. Eno e timez gant ar rouanez Kallidike. Dont a ra ur bugel dezhi, Polipoetes. En em gannañ a ra Odysseüs gant an Desproted a-enep o amezeien. Kemer a ra an doueed perzh er brezel ivez. Kallidike zo lazhet avat ha distreiñ a ra Odysseüs da Itaka.

Deskiñ a reer neuze e oa Kirke o tesevel hec'h-unan ar mab he deus bet gant Odysseüs (Kanoù X-XII an Odysseia), Telegonos (henc'hresianeg Τηλέγονος Têlégonos, « zo ganet pell »), en enezenn Aiaia. Diouzh kuzul an doueez Athena e tiskuilh Kirke anv e dad d'he mab, hag e kas anezhañ d'e glask. Reiñ a ra dezhañ ur goaf buzhudus, savet gant Hefaistos, gant flemm binimus ur rae en e benn. Mont a ra Telegonos kuit gant un nebeud moraerien, met kaset int gant ur barrad-amzer war aodoù Itaka, hep goût dezhe e pelec'h emaint. Eno e laeront chatal Odysseüs evit dastum pourvezioù. Degouezhout a ra Odysseüs hag en em gann a ra a-enep e vab Telegonos, a lazh anezhañ gant e c'hoaf. Deuet eo evel-se da wir diougan Tiresias en Odysseia a lavare e teufe marv Odysseüs eus ar mor (eus ur broud rae e gwirionez). E-keit ha m'emañ an haroz war e dremenvan e anavez Telegonos a gunud abalamour d'eo fazi. Degas a ra neuze e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia, ma tev Kirke korf Odysseüs ha ma laka ar re all da vezañ divarvel.

Hervez skrivagnerien an Henamzer e verke marv Odysseüs diwezh oadvezh an harozed.

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Le Robert de poche, 9 000 noms propres, evit an anv Odysseüs.
  NODES
chat 1
HOME 2
iOS 1
mac 2
Note 3
os 16