Oktoberfest a zo ur fest 16 devezh-pad a vez aozet e München hag en Hannover en Alamagn. Hini München eo an hini vrudetañ. Oktoberfestoù a vez aozet ivez e Kitchener (Ontario, Kanada), Blumenau (Brazil) hag e Cincinnati (Ohio, SUA). Abaoe 1872 e vez aozet e miz Gwengolo hag ec'h echu e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Here. Abaoe m'eo bet krouet e 1810 eo bet nullet 24 gwech abalamour d'a gleñvedoù-red pe d'ar brezelioù. Aozet e vez war un dachenn anvet Theresienwiese, anvet ivez die Wiese, pe c'hoazh die Wiesn en alamaneg Bavaria, ar pezh a dalvez an dachenn. Da Vünchen e teu 6 milion a dud, da lavaret eo ez eo fest vrasañ ar bed. Bepred e krog gant un dibunadeg ma wisk ar baotred hag ar merc'hed dilhad hengounel Bavaria : Lederhosen gwisket gant ar baotred, ha Dirndl gwisket gant ar merc'hed.

Theresienwiese, an dachenn ma vez aozet Oktoberfest
Pep hini e vMaß
Ur plac'h gwisket gant he Dirndl, Oktoberfest 2007

Mont en-dro

kemmañ
 
Steckerlfisch, unan eus ar meuzioù a c'haller debriñ e-pad Oktoberfest

Ur fest poblek ha hengounel eus Bavaria eo Oktoberfest, ma teu familhoù en o fezh. Gwerzhet e vez bier e teltennoù kinklet ha savet a-ratozh, hag ivez er Biergarten tro-war-dro. Servijet e vez ar banneoù bier e chopinoù 1 litrad anvet Maß (nemet ar bier gwenn (Weißbier) : 0,5 litrad). Ouzhpenn evañ e vez kinniget boued a bep seurt : kig-yar, kig-moc'h rostet (Schweinsbraten ha Haxn), krazadennoù pesked (Steckerlfisch), silzig, pretzel, malachoù avaloù-douar pe bara (Knödeln), toazennoù gant fourmaj (Käsespätzle), gwastilli avaloù-douar (Reiberdatschi), kaol (Sauerkraut, Rotkraut) ha meuzioù arouezius eus Bavaria evel Obatzda (ur meskaj amann ha fourmaj druz ha leun a spisoù) ha Weisswurst (silzig gwenn). Kezeg-koad a zo ivez, ha lazioù-seniñ a ginnig tonioù bavarian hengounel hag ivez sonerezh etrebroadel.

 
Sonerien en Oktoberfest
 
O prientiñ Oktoberfest 1908
 
Oktoberfest 2007
 
Delwenn da vBavaria

An Oktoberfest kentañ a voe aozet d'an 12 a viz Here 1810, pa zivizas ar roue Loeiz Iañ Bavaria hag e wreg Therese Sachsen-Hildburghausen aozañ ur redadeg kezeg. Diwar hec'h anv e teu anv an dachenn. Berzh bras a voe graet gant ar fest, ha divizet e voe neuze kenderc'hel d'hec'h aozañ. Diskouezadegoù labour-douar a voe aozet ivez, bep 3 bloaz. E 1850 e voe savet an delwenn anvet Bavaria war an dachenn gant Ludwig Michael Schwanthaler ha Leo von Klenze. E 1901 e voe staliet tredan war an dachenn. E 1903 e voe staliet teltennoù bras e-lec'h ar standoù a veze implijet betek-henn. E 1950 e voe kroget gant hengoun an daouzek tenn kanol. Maer München a rank neuze evañ ar banne bier kentañ servijet war an dachenn, ha lavarout : « O' zapft is! », (da lavaret eo servijet eo ar banne bier) ha neuze ez eo aotreet gwerzhañ bier war an dachenn. E 1960 e voe paouezet gant ar redadeg kezeg. E 1980 e voe lazhet 13 den ha gloazet 200 den abalamour d'ur gwalldaol.

 
Ar fest diouzh an noz

Sifroù Oktoberfest 2007

kemmañ
  • Gorread an dachenn 0.42 km²
  • Niver a gadorioù : e-tro 100 000
  • Gweladennerien : 6,2 milion
  • Bier: war-dro 6 940 600 litrad (126 900 litrad evajoù hep alkool)
  • Gwin : 79 624 litrad
  • Gwin eonennek : 32 047 litrad
  • Kafe, te: 222 725 litrad
  • Dour, dour pik-pik: 909 765 ½ litrad
  • Kig-yar: 521 872 tamm
  • Silzig kig-moc'h: 142 253 re
  • Pesk: 38 650 kg
  • Jaritelloù moc'h: 58 446 tamm
  • Kig-ejen: 104 zamm
  • Tredan : 2,8 milion kWh
  • Gaz : war-dro 205 000 m³
  • Dour : war-dro 90 000 m³
  • Privezioù : war-dro 980 anezho ma c'haller azezañ, ouzhpenn 878 metrad staotlec'h ha 17 anezho evit an dud nammet
  • Pellgomzer: 83
  • Kollet : war-dro 4000 tra, en o zouez 260 re lunedoù, 200 pellgomzer-hezoug, gwalennoù ha zoken flac'hioù[1].

An teltennoù pennañ

kemmañ

14 teltenn bennañ a zo en Oktoberfest.

Anv Breserezh Azezennoù
diabarzh diavaez
Hippodrom Spaten-Franziskaner-Bräu 3 200 1 000
Armbrustschützenzelt Paulaner 5 839 1 600
Hofbräu-Festzelt Hofbräu München 6 896 3 622
Hacker-Festzelt Hacker-Pschorr 6 900 2 400
Schottenhamel Spaten-Franziskaner-Bräu 6 000 4 000
Winzerer Fähndl Paulaner 8 450 2 450
Schützen-Festhalle Löwenbräu 4 442 0
Käfers Wiesen Schänke Paulaner 1 000 1 900
Weinzelt Nymphenburger Sekt 1 300 600
Paulaner Weißbier
Löwenbräu-Festhalle Löwenbräu 5 700 2 800
Bräurosl Hacker-Pschorr 6 000 2 200
Augustiner-Festhalle Augustiner Bräu 6 000 2 500
Ochsenbraterei Spaten 5 900 1 500
Fischer Vroni Augustiner 2 695 700

Notennoù

kemmañ
  1. https://web.archive.org/web/20090525100610/http://www.muenchen.de/Rathaus/tourist_office/oktobfest/126031/oktoberfest_Zahlen_Statistiken.html

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
  NODES
Note 3