Orbitenn
Un orbitenn[1], e mekanikerezh astrel hag e sternerzhoniezh, a zo ur grommenn serr, treset en egor gant ur c'horf astrel dindan levezon ar gravitadur hag an nerzhioù inertiezh. Periodek eo an orbitenn-se. E Koskoriad an Heol emañ an Douar hag ar planedennoù all, an asteroidennoù hag ar c'hometennoù en orbitenn tro-dro d'an Heol. Er memes mod ez eus planedennoù gant satelitoù naturel en orbitenn en-dro dezho. Objedoù ardaouel, loarelloù pe sontoù-spas, a zo en orbitenn en-dro d'an Douar pe da gorfoù astrel all e koskoriad an Heol.
An orbitennoù a zo e stumm un elipsenn, ur fokus anezhi o kenglotañ gant kreizenn c'hraviter ar c'horf kreiz.
Gerioù all
kemmañE-lec'h orbitenn e kaver gerioù all ivez er geriadurioù brezhonek : kelc'htro[2],[3], tro-blanedenn[4], tro-gelc'h[4], kelc'hdro[4][5],[6], kelc'hred[4], amestez[7],[8].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Kreizenn ar Geriaouiñ.
- ↑ Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon, 2002, pajenn 1177b.
- ↑ TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Grand dictionnaire français-breton Frañsez Vallée, 1931, pajenn 515a.
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau Dictionnaire Breton Français, 1978, pajenn 436a.
- ↑ Geriadur ar brezhoneg a-vremañ Frañsez Favereau, 2000, pajenn 1161a.
- ↑ Geriadur ar fizik, Preder, 2006
- ↑ Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 948b.