Krouet e oa bet Oblast Emren Karatchay, ebarzhet en Unaniezh Soviedel, d'ar 26 a viz Ebrel 1926.

Ouyezd Kurdistan
Okroug Kurdistan

Ouyezd Kurdistan (anvet ivez en un doare nann-ofisiel Kurdistan Ruz diwar ar c'hurdeg Kurdistana Sor; en azerbaidjaneg Qızıl Kürdistan; e ruseg Красный Курдистан) a oa bet ur rann eus an Unaniezh Soviedel krouet e 1923 hag aet da get c'hwec'h vloaz war-lerc'h e 1929.

Laçın (kurdeg: Laçîn) e oa ar sez melestradurel.

Krouet e oa bet Ouyezd Kurdistan gant an Unaniezh Soviedel d'ar 7 a viz Mezheven 1923 dindan an anv ofisiel Ouyezd Kurdistan (ruseg: Курдистан уе́зд), o klask bezañ gwelet mat gant ar Gurded/ezed o vevañ en tu-hont d'ar bevennoù, en Iran ha Turkia.

Laket e oa bet ar c'hourmandieg da yezh ofisiel an takad-se ha diorren a rae ar sevenadur kurdek a-hed ar maread ma padas ar vroig.

Dismantret e oa bet Ouyezd Kurdistan d'an 8 a viz Ebrel ha d'an 30 a viz Mae 1930 e oa bet savet Okroug Kurdistan en e lec'h, met dismantret e oa bet ivez d'e dro d'ar 23 a viz Mezheven 1930 gant aon rak an enebiezh etrebroadel a c'hellfe sevel diwarnañ.

E diwezh ar bloavezhioù 1930 e oa bet kaset holl Gurded URSS, ken diouzh an ez-okroug kurdek ha diouzh Jorjia e 1944, da Azerbaidjan, Armenia ha Kazakstan.

E 1992, goude ma oa bet aloubet Laçın gant Armenia da-geñver brezel Nagorno-Karabac'h, e oa bet disklêriet Republik Kurdek Laçîn en Armenia gant ur strolladig tud gant Waqil Mustafayev en o fenn, met ne gasas da netra dre ma oa aet kuit an holl Gurded, tec'het ac'halese betek lec'hioù all eus Azerbaidjan da glask repu enne.

Gwelit ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1