Ovidius, pe Publius Ovidius Naso a oa ur barzh latin, ganet d'an 20 a viz Meurzh 43 kent JK e Sulmona, e kreisteiz Italia, ha marvet er bloavezh 17 goude JK, en harlu e Tomes, a zo Constanţa hiriv e Roumania.

Ovidius
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPublius Ovidius Naso Kemmañ
PraenomenPublius Kemmañ
NomenOvidius Kemmañ
CognomenNaso Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Meu 43 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhSulmona Kemmañ
Deiziad ar marv17 CE Kemmañ
Lec'h ar marvConstanța Kemmañ
GensOvidia gens Kemmañ
Yezh vammlatin Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherbarzh Kemmañ
Bet studier daMarcus Porcius Latro Kemmañ
Lec'h annezConstanța Kemmañ
Oberenn heverkMetamorfozoù, Heroides, Ibis Kemmañ
TachennTrajedienn Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Deskrivet dreMonument to Ovid Kemmañ
Attested inMare Magnum volume 82 Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://latin.stackexchange.com/tags/ovidius Kemmañ
Ovidius, hervez al Liber Chronicarum
Dremm Ovidius

Bevañ a reas da vare ginivelezh an impalaeriezh roman: ganet e oa bloaz war-lerc'h muntr Caesar, pa erruas Aogust er galloud, ha pa droas ar republik, gant skoazell ar sened roman, en un imapaleriezh. Mervel a reas tri bloaz war-lerc'h an impalaer kentañ.

E oberenn vrudetañ eo ar Metamorfozoù.

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa en un tiegezh marc'heion. Studiañ a reas ar retorik e Roma. Dilezel a reas al labour war ar gwir hag ar velestradurezh, ha brudet e voe gant e varzhonegoù.

D'e 18 vloaz e voe aotreet gant e dad da vont da veajiñ da Hellaz. Roud ar veaj-se a verko e oberenn. Pa voe 40 vloaz e tilezas ar varzhoniezh erotek evit skrivañ ar Metamorfozoù, barzhoneg ennañ 12 000 hegzametr daktilek rannet e 15 levr, diwar-benn ar mojennoù hellazat ha roman.

D'an 19 a viz Du er bloavezh 8 goude JK e voe harluet Ovidius da aod ar Pont-Euxin. Mont a reas da chom da Domes (Constanţa en Roumania hiziv) dre urzh Aogust, ar perag n'ouzer ket. Hervez an abeg ofisiel (diaes da grediñ pa seller ouzh oberennoù tud all) eo dre ma oa anv eus buhez diroll en e levr An Arz da garout. Tud zo a lavar e oa deuet Ovidius da vezañ serc'heg Julia, merc'h Aogust, hag e vije bet displijet-bras an tad.
Erruout a reas e Tomes d'an 9 a viz Mae eus ar bloaz 9, ha mervel eno 8 vloaz goude. E seizh gwellañ a reas da zistreiñ, met ne voe ket aotreet.
Ne voe ket kaset e gorf da Roma en-dro.


Oberennoù

kemmañ
 
Ovidius o tiskouez pegen heñvel eo ar bed ouzh ur vi, aourlivadur evit ar Metamorfozoù, Flandrez, XVvet kantved.

Hag ivez

kemmañ
 

Sellet er Wikimammenn : Ovidius.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Done 1
see 1