Pasifae
- Evit loarenn Yaou, gwelet Pasiphae.
Pasifae (Πασιφάη, Pasipháê e gregach), a oa merc'h da Helios ha gwreg Minos, roue Kreta. Mamm Ariadne e oa ivez met anavezet eo dreist-holl evit bezañ ganet ar Minotauros.
Ar vojenn
kemmañGanti e voe ganet meur a hini eus bugale Minos, Ariadne peurgetket, Deukalion, Glaokos, Androgeos, Katreos, Akakallis, Ksenodike ha Faidra. Aet skuizh gant riskladennoù he gwaz gant maouezed all e taolas ur strobinell outañ, kondaonet e oa da strinkañ loened binimus pa gouske gant maouezed all, ha d'o lazhañ e-giz-se.
Goulennet en doa Minos, pried Pasifae, digant Poseidon reiñ dezhañ ur sin e oa da vezañ roue e-lec'h e vreur. Kaset en doa an doue un tarv gwenn burzhudus hag a oa deuet er-maez eus ar mor. Met ar roue a viras an tarv e-lec'h aberzhiñ anezhañ ur wezh choazet da roue, evel m'en doa prometet. Evit en em veñjiñ e silas Poseidon ur c'hoant direizh evit al loen e spered ar rouanez Pasifae[1].
Ha hi ha klask an doare d'en em barañ gant an tarv. Dont a reas a-benn gant skoazell Dedalos. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Goullo e oa ar vuoc'h faos ha Pasifae a guzhas e-barzh. Lakaet e voe en ur prad ma veze tarv Kreta o peuriñ ha hemañ a c'holoas ar rouanez kuzhet dindan ar c'hroc'hen.
Genel a reas an euzhvil Asterion, ar Minotauros, dezhañ penn un tarv ha korf un den. Minos a lakaas sevel ar Milendall ha bac'hañ ennañ an euzhvil a oa bet ganet gant ar rouanez. Hervez ur vrud ha ne oa ket gwall ledet, hag a zo danevellet gant Diodoros Sikilia koulskoude, e vije bet skoazellet Daidalos hag e vab Ikaros gant Pasifae da guitaat an enezenn war vourzh ur vag abalamour da dec'hout rak fulor Minos.
Hervez Caius Julius Hyginus (XL) ez eo an doueez Afrodite a vije bet annoazet gant ar roue. En Eneis (VI, 447), e lavar ar barzh Vergilius edo-hi e « parkeier an daeroù » pa ziskennas Aeneus en ifernioù.
Hengounioù all
kemmañDiskouezet eo bet evel ur boud divarvel gant Antoninus Liberalis pe evel ur strobinellerez (hervez Apollodoros da skouer, ar pezh a dosta anezhi diouzh he c'hoar Kirke). ouzhpenn, un arroudenn eus Pausanias (III, 26, 1) a ziskouez e oa liammet gant Selene hag azeulet e santual Talame e Sparta.
Pasifae en arzoù
kemmañ- Pasiphaé zo anv ur pezh-c'hoari gallek gant Henry de Montherlant, embannet e 1949.
Mammennoù
kemmañ- Antoninus Liberalis, Métamorphoses (LXI).
- Apollodoros, Bibliotheke lenn enlinenn(III, 1, 2 ; III, 15, 1).
- Bakilides (fr. 26).
- Cicero, De natura Deorum ("Diwar-benn natur an doueed") lenn enlinenn(III, 19).
- Diodoros Sikilia, Bibliotheca historica ("Levraoueg istorel") lenn enlinenn(IV, 13, 4 ; IV, 60, 4 ; IV, 77, 1).
- Caius Julius Hyginus, Fabulae ("Fablennoù") lenn enlinenn (XXX ; XL).
- Ovidius, Metamorphoses lenn enlinenn(VIII, 130 et suiv. ; IX, 735 et suiv.).
- ¨Paosanias ar Beajour, Ἑλλάδος Περιήγησις ("Deskrivadur Bro-C'hres") lenn enlinenn (III, 26, 1).
- Sextus Propertius, Elegiae (Klemmgannoù) enlinenn(II, 32 ; III, 19 ; IV, 7).
- Publius Vergilius Maro , Aeneis[2].
Notennoù
kemmañ- ↑ pseudo-Apollodoros (III, 1, 2)
- ↑ lenn enlinenn (VI, 24-27 ha 447)