Un antibiotik eo ar penisilinoù. Da gentañ ez eo ar penisilin ur pistri kenaozet gant louedadurioù eus an doare Penicillium. Dizañjer ez eo d'an dud.

Implijet eo bet e medisinerezh adalek 1941 gant ar gevredidi e-pad an eil brezel-bed, trizek bloaz goude kavadenn ar penisilinn G.

Da bareañ ar vilimadurioù bakteriennoù o orin e vez implijet ar penisilinoù, dreist-holl ar reoù bakteriennoù Gram-Ya o orin.

Ar penisilin G a voe kavet d'an 3 a viz Gwengolo 1928 gant ar Skosad Alexander Fleming.

E 1940 e voe dizoloet gant ur skipailh skiantourien vreizhveuriat penaos produiñ trawalc'h a benisilin da lazhañ ar bakteri o vilimañ ur voud-bev.

Kimiezh

kemmañ

 

Deverañ a ra ar penisilinoù eu an drenkenn 6-aminopenisilanek.

Savet eo gant ur c'halonenn 7-oxo-4-thia-1-azabicyclo[3.2.0]heptan, da laret eo ur c'helc'hiad a 4 atom beta-lactam teuzet gant un henvelc'helc'hiad 5 atom ennañ (thiazolidin). War ar c'helc'hiadur 5 se ez eo liammet daou strollad methyl hag ur strollad carboxyl. Ar c'helc'hiad 4 a zoug un oberiant amin. War an oberiant amin se e vo liammet chadennoù kostez ar penisilinoù dre ul liamm amid.

E 1897 ez eo bet embannet gant un medisin gall, Ernest Duchesne, un dezenn e ditr Skodenn a zivoud studi ar c'hevezerezh buhezek e touez ar mikro-organegoù : enebiezh etre ar vilimadurioù hag ar mikroboù (e galleg : "Contribution à l’étude de la concurrence vitale chez les micro-organismes : antagonisme entre les moisissures et les microbes"). En dezenn-se e studi dre ar vunud interaktadennoù etre Escherichia coli ha Penicillium glaucum. Daoust dezañ bezañ diaraoger ar pareañ dre an antibiotikoù, ha dreist pep tra, gant ar penisilin, e chomo dianavezet e labour.

Daoust d'ar penisilinoù bezañ dizoloet e 1928 gant Alexander Fleming, ne teu ket a-benn da c'hlanaat an antibiotik-man. Gortozet e vo betek 1940 ha daou glasker all, Florey ha Chain, a-raok dont a-benn da dizout pal Duchesne ha Fleming en ur c'hlanaat ar penisilin.

E-kerzh an eil brezel-bed e vo industrializet e broduadur war skeulioù bras, didan renerezh poellgor al labourioù-klask skiantel (e saozneg : Office of Scientific Research and Development). Adalek 1942 e brodu labourva Terre Haute en Indiana (SUA) 40 milliard a unvezhioù a benisilin bep miz e kibennoù 50 000 litrad.

Un nebeud a dud o deus allergiezhoù ouzh ar penisilin, ar pezh a vir pe a restren implij ar penisilin evito.

Doare ober

kemmañ

Ar penisilinoù hag an antibiotikoù beta-lactamin all a zo oberiant dre harzhañ stummadur al liammoù etre-peptidoglycan e pale gellig ar vakterienn. Kopul beta-lactam ar penisilinoù en en liamm gant ur treuzpeptidaz, ha dre ober kemment mañ e dro da zizoberiant, pehini enzim a zlefe liamañ kenetrezo molekulennoù peptidoglycan ar pale gellig : dre se en deus harzet ar penisilin sintezenn ar pale, ar pezh a harz lieskementadur ar bakteriennoù.

Efedus evit lazhañ ar bakteriennoù Gram +, hag un neubeut re eus ar stumm Gram -, eo ar penisilinoù.

Dre harza­ñ sintezen ar pale e kerzh rannadur kelligel ar bakteriennoù n'eo ket peurstummet e c'helligoù e fin ar rannadenn, ha dre-se en em-zistruj ar vakterienn hec'h-unan.

Oberiant eo dre-se ar penisilinoù war bakteriennoù o lieskementiñ, met pas war reoù en o fazenn disoberiant.

Darvoudoù

kemmañ
  • Ar roquefort a zo bet implijet gwechall gozh evit e ferzhioù enep-bakteriennoù a drugarez d'ar c'habell-touseg glas Penicillium roqueforti hag a gaver ennañ.
  NODES
Note 1