Pepin Grenn

(Adkaset eus Pepin III)

Pepin III, anavet ivez evel Pepin ar Berr[1] pe Pepin Grenn(Daveoù a vank) (dre ma oa bihan, a greder) (714-24 Gwengolo 768), a zo bet roue ar Franked (751-768). Ganet e oa e 714 (pe 715) e Jupille (e-kichen Liège), rak er c'hornad-se eus Belgia hiziv e veze ar Verovingidi o chom, e rouantelezh Aostrazia. Marvet eo e Sant-Denez, e-kichenik Pariz, e 768.

Pepin Grenn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPippinus Brevis, Pépin le Bref Kemmañ
Anv-bihanPipino, Pippin Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh715, 714 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLiège Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gwe 768 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint-Denis Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadKarl Martel Kemmañ
MammRotruda Trier Kemmañ
PriedBertrada Laon Kemmañ
KarPepin Herstal Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Michermonark Kemmañ
KargMaer ar palez, Roue ar Franked Kemmañ
Grad milourelarmy general Kemmañ
Perc'henn warBüraburg Kemmañ
Pepin III, livet gant. le Louis Félix Amiel, urzhiet gant Louis Philippe evit ar mirdi Pépin le Bref

Mab yaouankañ Karl Martel ha Chrotrud (690-724) e oa. E dad a oa maer ar palez en Aostrazia. Bez' e voe:

E vuhez

kemmañ

Pa varvas Karl Martel, e 741, e voe rannet e garg a vaer ar palez, hervez ar c'hiz frank, etre e zaou vab:

Grifon, trede mab Karl Martel n'en doe nemet un nebeud kontelezhioù[2].

Bugale

kemmañ

E 740, e timezas Pepin gant Bertrada Laon. Tri eus o bugale a oa chomet bev:

Pa varvas Karl Martel e 741, e voe rannet ar rouantelezh etre e vibien, Pepin ha Karloman. Bac'het en un abati e oa tri mab bastard Karl Martel, Grifo hag e vreudeur. Karloman a yeas da vanac'h e 747. Chom a reas Frankia etre daouarn Pepin pa oa Maer ar Palez dindan ar roue merovingat Hilderik III. Hilderik a oa roue, met Pepin a oa mestr an traoù ken e rene evel ar roue. Pepin a c'houlennas digant ar Pab piv a c'hellfe bezañ ar rieg : an hini en deus un titl roueel pe an hini a ziviz evel ma ra ur roue. Dre ma respontas ar Pab e oa pouezusoc'h an divizout eget an titl e teuas Pepin a-benn da vougañ an eneberezh ha dilennet e voe evel roue ar Franked gant pennoù uhelañ e bobl e kêr Soissons e 751. Marteze e voe olevet en iliz-veur e 752 gant Bonifas, arc'heskob Mainz.

Dre aloubiñ meur a vro e kreskas rouantelezh Pepin ken e teuas ar pab Steven III da Bariz d'e oleviñ ivez ha reiñ dezhañ an titl a Patrisian ar Romaned. Olevet e voe ivez mibien Pipin, Karl (Karl Veur pelloc'h) ha Karloman.

Evit trugarekaat ar pab ez eas Pepin da vrezeliñ ouzh al Lombarded dindan ar roue Aistolf. Rediet e voe al Lombarded, hag int kristenion disivouderion, da resteurel madoù an Iliz katolik roman. E 759 e skarzhas an Arabed kuit eus Bro-C'hall hag e kemeras Narbonne hag Akwitania diganto.


Marvet e oa Pepin e Saint-Denis e 768 hag interet eo bet e-barzh Penniliz Saint Denis asambles gant e wreg Bertrada.

Notennoù

kemmañ
  1. Louis Élégoët, Istor Breizh, TES, 1999, p.55a.
  2. G. Bührer-Thierry, L'Europe carolingienne (714-888), 1999, p.19


En e raok:
Childerig III
Rouaned ar Franked
 
751768
War e lerc'h:
Karl Veur
  NODES
HOME 1
Note 2
os 5