Perig Herbert
Perig Herbert (pe Pêrig Herbert) a oa ur sonaozour breizhat hag ur yezhoniour, bet ganet d'an 11 a viz Gouere 1935 e Néré (Charente-Izelañ d'an ampoent, Bro-C'hall), en ur familh a-orin eus korn-bro Sant-Maloù ha Dinan, hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 2001 e Roazhon (Il-ha-Gwilun).
Oberennoù sonerezh
kemmañ- Pevarbenveg, 1967
- 4 commentaires sur l'œuvre de Maïakowski, 1967
- Urien, 1969
- Oiseaux pour un soleil de fer, 1968-1970
- Immram II, 1972-1973
- Skilfoù dorn, 1974
- Eizhadenn evit an amzer deuet, 1976
- Immram IV, 1977-1978
- Dremmoù an eñvor I, 1978
- Salm II, 1982
- An Dorgenn, 1982
- Lez Don (Cassiopeia), 1983
Studiadennoù
kemmañ- (gant Jil Ewan), Geriadur bihan ar sonerezh, Embannadurioù Hor Yezh, 1985.
- Orin an delenn, Al Liamm niv.240, 1987.
- Heuliad pennadoù diwar-benn anvadurezh al laboused e brezhoneg e-barzh Hor Yezh.
Levrlennadur
kemmañ- Al Liamm, niv. 397, Meurzh-Ebrel 2013, p.58-78.