Poellgor Olimpek Etrebroadel
Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur bet krouet gant Pierre de Coubertin e 1894[1], evit adsevel ar C'hoarioù olimpek kozh hag ober d'an darvoud-sport-mañ c'hoarvezout bep pevar bloaz. Abaoe 1981 ez eo deuet da vezañ un « aozadur etrebroadel e-maez-gouarnamant, hep pal kenwerzhel, ur gevredigezh gant un tudelezh gwirel e statud, ar sez anezhañ e Lausanne (Suis) ».
Istor
kemmañD'an 23 a viz Mezheven 1894, da geñver klozadur ar c'hentañ Kendalc'h Olimpek, e oa bet diazezet ar Poellgor Olimpek Etrebroadel gant Pierre de Coubertin e Pariz. Kavout a rae dezhañ e oa kozh poent adsevel C'hoarioù Olimpek ha ne oant ket bet dalc'het abaoe ouzhpenn 1 500 vloaz. C'hoant bras en devoa da reiñ e skodenn evit ma vije savet ur bed habaskoc'h dre ar sport o vroudañ an daremprediñ, ar c'hoari reizh hag ar c'henemglev etre ar pobloù. Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur e bal dezhañ lec'hiañ merañ ha pennadurezh evit ar C'hoarioù kement ha bezañ an ensavadur lezennel nemetañ o terc'hel an holl wirioù ha merkoù. Meret e vez al logo olimpek, ar banniel olimpek, ar sturienn hag an himn olimpek gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel a zo perc'henn warne. Dileuriet e vez ar Poellgor en e bezh gant ar prezidant ha gant an izili anezhañ en o broioù.
Mont en-dro
kemmañAr c'hant pemzek ezel (hiniennoù an holl anezhe) a ya d'ober ar Poellgor Olimpek Etrebroadel en em vod ur wech ar bloaz d'an nebeutañ. Gante e vez dilennet ur prezidant, eizh bloavezh e gefridi dezhañ. En o zouez e kaver atletourien gozh pe er vuhez sportel c'hoazh, prezidanted pe bennoù-bras kevreadoù etrebroadel sport pe aozadurioù etrebroadel anavezet gant ar Poellgor. Emañ sez ar Poellgor Olimpek Etrebroadel e Lausanne (Suis).
An arc'hant a zeu eus gwirioù an adkasadennoù skinwel ha kevelerezhioù gant embregerezhioù liesvroadel. E-kerzh prezidantelezh Juan Antonio Samaranch (etre 1980 ha 2001) e oa bet tizhet liveoù uhel-spontus gant ar gwirioù-se. E miz Kerzu 1988 e oa bet diskoachet ar voualc'h war he neizh gant droukskouer Salt Lake City : gwalc'het e oa bet o daouarn da izili 'zo evit ma vije roet C'hoarioù olimpek goañv 2002 d'ar gêr amerikan-mañ.
Pennadurezh veur an Emsav olimpek eo ar Poellgor Olimpek Etrebroadel. Da geñver he dalc'hioù e vez dibabet ar c'hêrioù a zegemero ar C'hoarioù olimpek goañv ha hañv. Dilennet e vez ar gêr ostiz dre muianiver dreistel ar mouezhioù (a chom kuzh).
Listenn izili ar Poellgor Olimpek Etrebroadel
kemmañ
Sturienn olimpek
kemmañCitius-Altius-Fortius a zo un dro-lavar latin hag a dalv kement ha buanoc'h, uheloc'h, kreñvoc'h.
Perc'hennet e oa bet gant Coubertin goude klevet an Tad dominigat Henri Didon oc'h ober ganti pa gomze eus troioù-kaer-sport e studierien. Rener skolaj Albert-le-Grand Arcueil (Val-de-Marne) e oa hag engravet ar sturienn latin-mañ er maen a-us dor-dal ar skolaj.
Le olimpek
kemmañ« En anv an holl genstriverien, prometiñ a ran e kemerimp perzh er C'hoarioù olimpek-mañ en ur zoujañ ouzh ar reloennoù a ren anezhe, spered ar sport ennomp, evit gloar ar sport hag enor hon skipailhoù. »
Bet skrivet gant Coubertin, al le a vez dibunet gant un atletour(ez) eus ar vro ostiz en ur zerc'hel ul lodenn eus ar banniel olimpek gant e zorn/he dorn kleiz. Ur barner eus ar vro ostiz a zibun ivez ul le peuzheñvel. Gant ar c'hlezeiataer belgian Victor Boin e oa bet rannet al le olimpek evit ar wech kentañ e 1920 en Antwerpen.
Flammenn olimpek
kemmañHimn olimpek
kemmañSkrivet e oa bet ar pozioù gant ar barzh gresian Kostís Palamás ha sonaozet gant Spýros Samáras : sonet e oa bet evit ar wech kentañ da geñver digoradur 1añ C'hoarioù olimpek modern d'ar 25 a viz Meurzh 1896 en Aten.
Dilezet e oa bet a-raok bezañ dibabet ez-ofisiel da vat gant 55vet dalc'h ar Poellgor etrebroadel olimpek e Tokyo e Mae 1958. Adsonet e oa bet e Roma e 1960 eta.
Roll prezidanted ar Poellgor Olimpek
kemmañ- Demetrius Vikelas, Gres, eus 1894 betek 1896,
- Baron Pierre de Coubertin, Bro-C'hall, eus 1896 betek 1925,
- Kont Henri de Baillet-Latour, Belgia, eus an 28 a viz Mae 1925 betek e varv e 1942,
- Johannes Sigfrid Edström, Sveden, eus ar 4 a viz Gwengolo 1946 betek 1952,
- Avery Brundage, Stadoù-Unanet, eus ar 15 a viz Eost 1952 betek 1972,
- Lord Killanin, Iwerzhon, eus an 22 a viz Eost 1972 betek 1980,
- Markiz Juan Antonio Samaranch, Spagn, eus ar 17 a viz Gouere 1980 betek 2001,
- Kont Jacques Rogge, Belgia, eus 2001 da 2013
- Thomas Bach Alamagn, abaoe 2013
Notennoù
kemmañ