Porched:Istor/Pennadoù bet dibabet

Daouzek miz

kemmañ

Miz Genver

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Genver

Miz C'hwevrer

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/C'hwevrer

Miz Meurzh

kemmañ
 
Maketenn Fort sumter evel ma oa pa voe an emgann
 
An dagadenn gwelet eus tu ar Gengevreidi

Emgann Fort Sumter (saozneg: The Battle of Fort Sumter) a vez graet eus bombezadeg Fort Sumter e-kichen Charleston, South Carolina gant nerzhioù Lu Stadoù Kengevreet Amerika, etre an 12 hag ar 14 a viz Ebrel 1861.

An Union Army a respontas d'an dagadenn dre kanoliañ e enebourien, krog e oa da vat Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude ma vefe bet embannet disentez seizh Stad eus ar Su, South Carolina a c'houlennas e vefe kilet gant an Union Army ha dilaosket ar savadurioù milourel e porzh Charleston. D'ar 26 a viz Kerzu 1860, ar Major Robert Anderson eus an Union Army en devoa kilet e bagadoù soudard eus Fort Moultrie war enezenn Sullivan Island etrezek Fort Sumter,ur c'hreñvlec'h galloudusoc'h savet war un enezenn e-tal porzh Charleston. Dre al lec'h-se an Union Army a oa mestr war piv ha petra a c'helle mont-ha-dont eus ar porzh.

Ar prezidant James Buchanan en devoa klasket dafariñ Anderson dre implij ur vag trevour kenwerzh dizarmet using Star of the West met ur c'hwitadenn e voe dre ma voe tennet warnañ gant kanolioù kengevreet arvorel d'an 9 a viz Genver 1861. Pennoù bras South Carolina a grabanatas holl frammoù an Unaniezh e Charleston nemet Fort Sumter.

E-pad mizioù kentañ ar bloavezh 1861, e oa muioc'h-mui ur sez o vezañ lakaet war Fort Sumter. E miz Meurzh, ar Brigader jeneral P. G. T. Beauregard, ar c'hentañ ofiser a renk a jeneral el lu nevez aozet kengevreet a voe lakaet e-penn an holl nerzhioù kengevreet e Charleston. Beauregard gant nerzh a lakas an holl kanolioù e Charleston da vezañ lakaet war-zu Port Sumter. An doareoù-bevañ er c'hreñvlec'h a oa o vont war fallaat, mankout a rae boued, soudarded, dafar.

Dafariñ Fort Sumter a oa deuet da vezañ ar gudenn pennañ evit ar prezidant nevez Abraham Lincoln ur wech dilennet d'ar 6 a viz Du 1860. Goulenn a reas ar prezidant nevez da gouarnour South Carolina, Francis W. Pickens da laoskel ar bigi dafariñ da dizhout ar c'hreñvlec'h. Ar respont a voe un ultimatum a-berzh gouarnamant Stadoù Kengevreet Amerika o c'houlenn dilaosk Fort Sumter. Ar Major Anderson a nac'has.

D'an 12 a viz Ebrel 1861 da 4:30 goude merenn, an arme kengevreet a oa krog da vombeziñ ar c'hreñvlec'h. Implijet e oa ganto kanolioù arvorel Charleston. Respontet e voe gant gwarnizon an Union Army, memes ma oant kalz gwanoc'h a-fed kanolierezh. Goude un eskemm tennoù a badas 34 eurvezh, ar Major Anderson a savas a-du gant goulenn ar re kengevreet. Ne oa bet lazhet den ebet e-pad an emgann. E-pad lid dilaosk ar c'hreñvlec'h d'ar 14 a viz Ebrel, ur c'hanol a darzhas hag a lazhas daou soudard eus an Unaniezh.

Goude an emgann e voe harp eus an daou du evit mont pelloc'h gant an emgannoù. Lincoln a c'houlennas 75000 soudard a youl vat evit mougañ an emsavidi, peder Stad ouzhpenn a embannas o dilez diouzh an Unaniezh ha mont gant ar re Kengevreet. Ar Brezel diabarzh drastus a oa kroget da vat.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavez

kemmañ

Miz Ebrel

kemmañ
 
Diazezidigezh Santiago de Chile
 
Francisco Pizarro, konkistador spagnol

Konkistadored, pe Conquistadores hervez ar spagnoleg hag ar portugaleg, a vez graet eus soudarded er XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved a skrapas douaroù bras er Bed Nevez, en anv rouaned Spagn ha Portugal.

Abalamour da veajoù Kristof Koulm en devoa kavet douaroù nevez da aloubiñ e c'hallas Spagn kas trevadennerien da Amerika. Un tamm war-lerc'h e zistro e voe aozet treizhadennoù da vont da aloubiñ broioù ha da avielañ ar Bed Nevez. E penn an aloubadeg e oa ar gonkistadored. Liammet eo an anv ouzh ar reconquista (711-1492), adc'honidigezh an douaroù kollet el ledenez pa oant bet aloubet gant ar vuzulmaned.

Konkistadored spagnol

kemmañ
 
Poltred un Hidalgo.

Setu ul listenn eus ar gonkistadored spagnol, gant anvioù ar broioù ergerzhet pe aloubet gante, hag ar bloavezhioù .

Konkistadored portugalat

kemmañ


Anavout a reer ar marevezh-se evel Trevadennerezh Amerika gant Spagn.

  • Bernard Grunberg, Dictionnaire des conquistadors du Mexique, L'Harmattan, 2003, 632 pages (ISBN 9782747510073)

Pennadoù kar

kemmañ

Miz Mae

kemmañ
 
Banniel Aostria

Aostria-Hungaria e oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl I Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e oa meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.

Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.

 
Banniel Hungaria

Miz Mezheven

kemmañ
 
Ar swastika: arouez an Trede Reich nazi

An Naziegezh eo ideologiezh Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.


Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ). An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.


Kreizennadur ar strollad

kemmañ

N'eus bet morse, e strollad Hitler, ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx, hag e heulierion holl, Lenin, Stalin, Lyev Trotsky, Pol Pot, Mao hag all.

E-barzh oberenn Hitler, "Mein Kampf" ("Ma stourm"), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn da Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel (pe vrizh-skiantel) eztaolet fraezh, evel maz eo bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.

Lenn hiroc'h

Miz Gouere

kemmañ
 
Emañ Anna Breizh o resev digant Antoine Dufour un dornskrid a sav meuleudi d'ar maouezed brudet. Skeudenn graet, war a greder, gant Piéral e-tro 1505 (Mirdi Dobrée, Naoned)


Anna Breizh pe Anna Vreizh a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514. Dre he dimezioù e voe ivez

Merc'h e oa da zug Breizh Frañsez II (1435-1488), ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.

Miz Eost

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Eost

Miz Gwengolo

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Gwengolo

Miz Here

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Here

Miz Du

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Du

Miz Kerzu

kemmañ

Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Kerzu

  NODES
Done 2
lenin 1
orte 3