Raymond Kopa
Raymond Kopa, bet ganet Raymond Kopaszewski d'an 13 a viz Here 1931 e Nœux-les-Mines (Pas-de-Calais, Bro-C'hall), a zo bet ur melldroader etrebroadel gall.
Da viken e chomo e anv liammet ouzh daou gleub : Stade de Reims (1951-1956 ha 1959-1967) ha Real Madrid (1956-1959). Gant hemañ ziwezhañ e c'hounezas teir gwech diouzh renk Kib ar c'hleuboù kampion europat (o kemer perzh en ur gourfenn ouzpenn gant Reims ouzh... Real Madrid e 1956).
Perzh e voe eus linenn argadiñ dibar ar Merengues[1], a-gevret gant Alfredo Di Stéfano, Joseíto, Gento, Ramón Marsal, Enrique Mateos, Ferenc Puskás pe Héctor Rial.
Kreizer argader pe araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Raymond Kopa e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1954 bet aozet e Suis,
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma voe ranket skipailh broadel Bro-C'hall da drivet.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh Real Madrid.