Republik Poblel Ukrania

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Republik Poblel Ukrania (ukraineg: Українська Народна Республіка; ruseg: Украинская народная республика) a oa anezhi ur republik bet savet en Ukrania (bremañ "Ukraina") da heul Dispac'h Rusia e 1917 bet kaset da benn gant Symon Petliura ouzh he fenn.

Republik Poblel Ukrania
bro istorel
Iskevrennad eusstate with limited recognition Kemmañ
Deiziad krouiñ7 Du 1917 Kemmañ
Anv er yezh a orinУкраїнська Народна Республіка Kemmañ
Anv berrУНР, УНР Kemmañ
Yezh ofisielukraineg Kemmañ
Kan broadelKan broadel Ukraina Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRussian Republic Kemmañ
Kêr-bennKyiv Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityUkraina, Rusia, Polonia, Belarus Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°27′0″N 30°30′0″E Kemmañ
Renad politikelparliamentary republic Kemmañ
Office held by head of stateChairman of the Directorate of Ukraine Kemmañ
Penn ar StadSymon Petliura Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantHead of the council of people’s ministers of the Ukrainian People’s Republic Kemmañ
Penn an aotrouniezhVyacheslav Prokopovych Kemmañ
Korf melestradurelCouncil of People's Ministers Kemmañ
AotrouniezhDirectorate of Ukraine Kemmañ
Korf lezenniñtalvoud ebet Kemmañ
Devezh-gouelQ106806190 Kemmañ
MoneizUkrainian People's Republic currency 1917–1920, Ukrainian People's Republic currency 1918–1924 Kemmañ
Raklec'hiet gantUkrainian State Kemmañ
Heuliet gantUkraina, Ukrainian State, Republik Soviedel Ukraina Kemmañ
Bet erlec'hiet gantUkraina Kemmañ
Yezh implijetukraineg Kemmañ
Deiziad divodañ18 Meu 1921 Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùConstitution of the Ukrainian National Republic Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Ukraina Kemmañ
ArdamezioùCoat of arms of Ukraine Kemmañ
Map
Banniel Republik Poblel Ukrania

Staliet e oa bet ar Rada Kreiz d'ar 17 a viz Meurzh 1917 nebeudig war-lerc'h ma oa bet kroget Dispac'h miz C'hwevrer gant an istorour brudet Mic'haylo Hroushevskiy da brezidant.

Da geñver an emgann e Kyiv etre ar re a save a-du gant Gouarnamant da-c'hortoz Rusia hag ar Volcheviked e savas a-du ar Rada Kreiz gant ar Volcheviked.

Goude ma oa bet skarzhet ar gouarnamant kent gantañ e oa bet disklêriet gant ar Rada Kreiz d'an 22 a viz Du 1917 ur republik emren en Ukrania ha kendalc'het e oa bet da gaout liammoù gant Rusia.

Goude un arsav berr un tuad bihan eus ar Volcheviked a savas Kuzul Soviedoù Holl-Ukrania e miz Kerzu 1917 o klask tapout ar galloud. C'hwitañ war o zaol a rejont avat ha tec'hel e rejont betek C'harkiv dre ma ne oa ket poblañs Kiev re domm ouzh ar Volcheviked hag eno e oa bet disklêriet gante Republik Soviedel Ukrania. Antreal a reas Arme Ruz Rusia en Ukrania evit reiñ harp d'ar Republik Soviedel nevez-se.

D'ar 25 a viz Genver 1918 e torras ar Rada Kreiz an holl liammoù gant Rusia ha disklêriañ a reas ur stad ukraniat emren. Nebeutoc'h evit ur miz war-lerc'h e kouezhas Kyiv etre daouarn an Arme Ruz.

Mont a reas ar Rada Kreiz da glask sikour digant broioù estren ha sinet e voe gantañ Feur-emglev Brest-Litovsk en ur vont war du Alamagn impalaerour. Skarzhet e voe ar Volcheviked diouzh Ukrania gant an Alamaned met deuet e oa ar Rada da goll fiziañs ar boblañs dre vras. Dismantret e voe ar Rada da vat gant an Alamaned d'an 29 a viz Ebrel 1918.

Staliet e voe e lec'h ar Rada ur gouarnamant mirour gant an Hetman Pavlo Skoropadsky ouzh e benn anvet an "Hetmanelezh", hag e lec'h Republik Poblel Ukrania e voe staliet "Stad Ukrania" (Ukrayins’ka derzhava).

Sevel a reas a-du an Hetmanelezh gant ar re c'halloudusañ hag ar re binvidikañ ha sikouret e voe gant an Alamaned ha diwar-se e savas luskad ar bartizaned gouerion o stourm a-enep d'ar gouarnamant hag a vac'he war ar re baourañ.

O welet e oa tost da vezañ kollet ar brezel gant Alamagn e tivizas an Hetmanelezh sevel ur gouarnamant nevez ennañ roueourion rusek evit gallout tizhout un emglev gant Rusia nann-volchevikour en dazont. Respont a reas sokialourion Ukrania dre zisklêriañ ur gouarnamant dispac'hel nevez anvet Renad Ukrania d'ar 14 a viz Du 1918.

Brud vat a c'hounezas ar Renad ha sevel a reas a du gantañ zoken darn eus Arme an Hetmanelezh ha gante e voe gronnet Kiev a yeas dindan o beli d'an 19 a viz Kerzu 1918.

E diwezh miz Kerzu e voe aloubet Ukrania gant ar Volcheviked ha d'an 22 a viz Genver 1919 e voe unanet ez-ofisiel ar Renad gant Republik Poblel Kornôg Ukrania hag e miz C'hwevrer e oa trec'h ar Volcheviked war gKiev.

A-hed 1919 e renas ar reuz en Ukrania keit ha ma klaske tapout ar galloud ar Volcheviked, ar Re Wenn, an Entente, Polonia, anarkourion, en o zouez Nestor Mac'hno... Met a-benn ar fin, e miz Meurzh 1921, e voe sinet un emglev oc'h ingalañ ar galloud war an takad etre Polonia, RSKS Rusia hag Ukrania.

Da heul an emglev-se e voe enbarzhiet Galitsia, gwechall rann hengounel eus kornôg Ukrania mui ul lodenn vras eus takad Volin e Polonia, tra ma oa enbarzhiet lodennoù kreiz, reter ha su Ukrania, enne meur a Rusiz ez-istorel, e Ukrania Soviedel.

Daoust ma oa bet ar Volcheviked trec'h war ar Renad dre vras e vane gantañ un nebeud bagadoù-stourm ha d'ar 21 a viz Here 1921 e voe argadet gantañ lec'hiennoù zo eus kreiz Ukrania ha d'ar 4 a viz Kerdu ec'h eas Korosten dindan e veli, eno meur a danvez milourel. D'ar 17 a viz Kerdu avat, e voe argadet gant ar varc'hegerion Volcheviked ha lakaet fin dezhañ da vat.

E 1922 en em unanas Ukrania Soviedel gant RSKS Rusia, RSS Bielorusia ha RSKS Treuzkaokazek ha krouet e oa bet da neuze an Unaniezh Soviedel.

  NODES
admin 1
Note 1