Rhodri Mawr (Rhodri Veur e brezhoneg), pe Rhodri ap Merfyn, ganet war-dro 820 ha marvet e 878, a oa roue e Gwynedd, e Kembre an IXvet kantved.

Rouantelezh Rhodri Mawr.

Mab e oa da Merfyn Frych, roue Gwynedd ha da Nest ferch Cadell, merc'h roue Powys. Eñ an hini kentañ a zeuas a-benn da vout roue en darn vrasañ eus Kembre, pa varvas e dad e 844.

Pa varvas e eontr Cyngen, roue Powys, e-kerzh e droiad pirc'hirinañ da Roma e 855, e tegouezhas e rouantelezh etre daouarn e niz. E 872 en em veuzas Gwgon ap Meurig, roue Ceredigion ha Seisyllwg. Dont a reas e rouantelezh da Rhodri ivez dre e zimeziñ da Angharad, c'hoar Gwgon, ha setu penaos e teuas da vout roue en darn vrasañ eus Kembre.

Brezelioù

kemmañ

Bec'h en doe Rhodri gant ar Saozon ha gant an Daned a argadas Enez Mon, hervez kronik Brut y Tywysogion e 854. E 856 e voe trec'h war an Daned hag e lazhas o fenngadour Gorm (anvet Horm a-wechoù).

E 877 en em gannas Rhodri a-enep an Daned adarre, met ret e voe dezhañ tec'hel da Iwerzhon. Pa zistroas goude bloaz e voe lavaret dezhañ e oa bet lazhet e vab Gwriad gant ar Saozon, met n'ouzer ket hiroc'h.

Pa voe trec'h e vab Anarawd ap Rhodri war arme Mersia un toullad bloavezhioù goude, e voe anvet er skridoù kozh "Dial Duw am Rodri" (dial Doue evit Rhodri).

Lennegezh

kemmañ

Div varzhoneg zo bet skrivet gant Sedulius Scotus e lez Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg, da ganañ meuleudi da "Roricus", trec'h war wazed Lec'hlen.

Mibien

kemmañ

Daouzek bugel en doa Rhodri, hag an tri mab-mañ en o zouez :

E-touez e verc'hed :

Levrlennadur

kemmañ
  • John Edward Lloyd, A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest(Longmans, Green & Co, 1911)
  • Ceinwen H. Thomas, "Rhodri Mawr", e-barzh Ein Tywysogion (1954)
En e raok:
Merfyn Frych ap Gwriad
Roue Gwynedd
 
844878
War e lerc'h:
Anarawd ap Rhodri
  NODES
Note 1
os 1