Pennadoù all zo diwar-benn Stad Rio de Janeiro ha Rio de Janeiro (stêr).

Rio de Janeiro, alies ha dre verrdro Rio, a zo ur vegalopolenn lec'hiet e gevred Brazil. Kêr-benn Stad Rio de Janeiro eo ivez. 6,1 milion a dud a zo o chom enni (cariocas a vez graet anezho). Rio de Janeiro eo an eil brasañ kêr e Brazil war-lerc'h São Paulo (kêr-benn ekonomikel). Anavezet eo er bed a-bezh evit he meurlarjez, hec'h aodoù (Copacabana hag Ipanema). Kêr-benn gozh Brazil eo ha deuet eo da vezañ ul lec'h sevenadurel a-bouez ha dreist-holl touristel-kenañ.

Rio de Janeiro

Banniel Ardamezioù

22°54′30″ S – 43°11′47″ K

A gleiz da zehoù hag a laez da draoñ :
Krist Dasprener • Ouf Botafogo • Pont Rio–Niterói
Stad Maracanã • Barra de Tijuca
Riez  Brazil
Stad  Rio de Janeiro
Gorread 1 260 km²
Maer Eduardo Paes (DEM)
Poblañs
• Hollad
• Stankter

143 420 309 (2005)
4 781/km²
Yezh Portugaleg
An Dorzh Sukr

An Amerindianed a voe an annezidi gentañ o chom e pleg-mor Guanabara. E penn-kentañ ar XIX vet kantved e voe savet delwenn un European e penn uhelañ ar menez Pedra da Gavea. Krediñ a c'haller eo hennezh ar c'hentañ Europead en deus dizoloet Rio de Janeiro.

Lec'h ar gêr a voe dizoloet d'ar c'hentañ a viz Genver 1502 gant un Italian o servij Portugal Amerigo Vespucci. Vespucci a anvas al lec'h Rio De Janeiro ( Stêr miz Genver e brezhoneg). D'ar mare-se, Indianed Guarani] a oa o vevañ du-se. Kregiñ a rejont da genwerzhañ gant Portugaliz. Ar c'henwerzh a eas mat en-dro. Met ne veze ket darempredoù mat atav etre an Indianed ha Portugaliz. Ouzhpenn-se, an Indianed a genwerzhe ivez gant Bro-C'hall ha gant an Izelvroioù. Er XVIvet kantved e voe tagadennoù a-berzh ar vorlaeron, ar C'hallaouded ha morlaerien an Izelvroioù. Distrujet e voe ganto un tamm eus kêr. Met Portugal n'he doa ket c'hoant e vije tud war he zachenn, neuze, e 1564, goude 2 bloavezh emgann e voe savet gant Estácio de Sá, d'ar c'hentañ a viz Meurzh, ar gêr « São Sebastião do Rio de Janeiro » (Sant Sebastian eus stêr miz Genver) en enor da Sebastião Iañ, roue Portugal. Etrezek fin ar XVIvet kantved, roue ar Portugal a lakaas da sevel tourioù evit difenn ar gêriadenn ha goulenn a reas digant an Indianed e sikour d'he difenn. Ul gêr lec'hiet mat eo Rio de Janeiro rak gellout a rae ober kenwerzh gant Afrika hag Europa. E-koulz an XVIIIvet kantved e voe ar gêriadenn en ha wellañ gant dizoloadenn an aour hag ar maen prizhius Rio de Janeiro a zeuas da vezañ kêrbenn Portugal goude trevadenn Napoleon e Portugal.

Douaroniezh

kemmañ

Karterioù

kemmañ
  • Kreiz : Centro, Catumbi,Estácio, Praça Quinze, Santo Cristo, Gamboa, Saúde, Bairro de Fátima, Cidade Nova, Praça Mauá
  • Zonenn Su : Arpoador, Bairro Peixoto,Botafogo, Catete, Copacabana, Cosme Velho, Flamengo, Gávea, Glória, Humaitá, Ipanema, Jardim Botânico, Lagoa, Laranjeiras, Leblon, Leme, Rocinha, São Conrado, Santa Teresa, Urca, Vidigal
  • Zonenn Norzh : Abolição, Acari, Água Santa, Alto da Boa Vista, Anchieta, Andaraí, Barros Filho, Bento Ribeiro, Cachambi, Campinho, Cascadura, Cavalcante, Coelho Neto, Cordovil, Costa Barros, Encantado, Engenheiro Leal, Engenho de Dentro, Engenho Novo, Fundão, Grajaú, Guadalupe, Honório Gurgel, Irajá, Colégio, Jacaré, Jacarezinho, Jardim América, Lins de Vasconcelos, Madureira, Mangueira, Maracanã, Méier, Del Castilho, Oswaldo Cruz, Parada de Lucas, Pavuna, Piedade, Pilares, Praça Seca, Quintino Bocaiúva, Riachuelo, Ricardo de Albuquerque, Rocha, Rocha Miranda, Sampaio, São Francisco Xavier, Tijuca, Todos os Santos, Turiaçu, Vaz Lobo, Vicente de Carvalho, Vigário Geral, Vila da Penha, Vila Isabel, Vista Alegre, Vasco da Gama
  • Zonenn Kornôg : Bangu, Barra de Guaratiba, Barra da Tijuca, Camorim, Campo Grande, Cosmos, Curicica, Deodoro, Freguesia, Gericinó, Grumari, Guaratiba, Inhoaíba, Itanhangá, Jacarepaguá, Joá, Magalhães Bastos, Marechal Hermes, Paciência, Padre Miguel, Pedra de Guaratiba, Realengo, Recreio dos Bandeirantes, Santa Cruz, Santíssimo, Senador Camará, Sepetiba, Sulacap, Taquara, Vargem Grande, Vargem Pequena, Vila Militar, Vila Valqueire, Vila Kosmos.

Poblañs

kemmañ

Rio eo kêr vrasañ Brazil war-lerc'h São Paulo. Kêrbenn stad Rio de Janeiro eo ha lec'hiet eo e gevred ar vro. Tro-dro da 6.1 milion a annezidi a zo hervez sifroù 2005 war un dachenn a 1256 km². E-giz er peurrest eus Brazil, meur a ouenn disheñvel a zo, en o-zouezh :

  • Gwenn
  • Du
  • Indianed
  • Tud Azia
  • Pardas (ar ouennoù gant kerent n'int ket eus ar memes ouenn)
  • Mulato (bugale ganet diwar kerent gwenn ha du)
  • Cabloco pe Mameluco (bugale ganet diwar kerent gwenn hag indian)
  • Cafuzo (bugale ganet diwar kerent Indian ha Du)
poblañs e 1991 poblañs e 2000 poblañs e 2005
5,480,768 5,857,904 6,094,200

Tachenn

kemmañ

Al lodenn vrasañ eus ar gêr a zo ezel eus un dachenn geologel lesanvet "kristal brazilian". An niver vras a gerreg hag a granitoù (diaz ar c'hristal) a zo ar re goshañ eus Brazil. An diaz-se en deus gouzañvet meur a fiñv tektonek hag o deus krouet runioù, menezhioù ha traoniennoù hag a arouez aod Rio. Ar « Pão de açucar » (An Dorzh Sukr) hag ar c'h-« Corcovado » a zo skouerioù hag a lak anat disoc'hoù ar fiñvoù tektonek-se.

Tud brudet

kemmañ

Ganet eno :

Marvet eno :

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1
os 25
todo 1