Rotruda Trier

(Adkaset eus Rotrude Trier)

Rotruda Trier pe Hrotruda Trier, a oa ur briñsez frank ha gwreg kentañ Karl Martel en VIIIvet kantved .

Rotruda Trier
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv-bihanRotrude Kemmañ
Deiziad ganedigezh690 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv725 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
TadLambert II de Hesbaye Kemmañ
PriedKarl Martel Kemmañ
BugelKarloman, Pepin Grenn, Hiltrud, Landrada, Auda of France Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ

Hec'h anv

kemmañ

Skrivet e vez ivez Chrotrude, Chrotrud, Rotrude, Chotrude, Chrotude, Chrotrudis, hag anavet eo ivez evel Rotrou de Treves.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e 690 en Aostrazia.

Merc'h e oa da sant Leutwinus (pe Liévin, Liutwin, Leudin) a oa abad Mettlach hag eskob Trier (marvet e 713), ha da Willigarde. Nevez zo avat ez eus bet kavet e oa merc'h da Lambert (†714), kont Hesbaye, un hendad d'ar Robertizien.

Dimeziñ a reas da Garl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, maer palezioù Aostrazia ha Neustria.

Mervel a eure e 724.

He bugale

kemmañ

Rotrude Trier

dimezet da g- Karl Martel
│
├─ Karloman (war-dro 715-17 Eost 754), maer ar palez Aostrazia (741-747). Manac'h e Monte-Cassino.
│ dimezet n'ouzer da biv
│
├─ Pepin III, lesanvet Pepin Grenn (war-dro 715-† 768), maer ar palez e Bourgogn (741), Neustria (741) hag Aostrazia (747), 
│ roue ar Franked (751). 
│ dimezet en 744 da Bertrada Laon, lesanvet an Droadegez (gwelout Hugobertizien)
│
├─ Hiltruda (720-† 754). 
│ dimezet da Odilon Bavaria (gwelout Agilolfing)
│
└─ Hadeloge pe Aude, pe santez Hadeloge (?-† 751). 
 dimezet da Teodorig IV, kont Autun ha Toulouse.
  NODES
Note 1
os 5