Rouantelezhioù brezhon

(Adkaset eus Rouantelezh vrezhon)

Rouantelezhioù brezhon a vez graet eus ar rouantelezhioù savet gant ar Vrezhoned goude diskar an Impalaeriezh roman en Enez Vreizh er bloavezh 410, en Arvorig, hag e Bro-C'hall zoken evit unan anezho. An darn vrasañ anezho a voe distrujet abred a-walc'h gant an Angled-ha-Saozon. Nemet e Breizh, Kernev-Veur, Kembre ha kreisteiz Bro-Skos e chomjont en o sav pelloc'h eget deroù ar Grennamzer. Ar re-se eo a zo deuet da vout ar broioù keltiek a-vremañ.

Preden war-dro 500

War douaroù an Impalaeriezh roman e voe savet an holl rouantelezhioù brezhon, met disheñvel eo an orin anezho hervez ar rannvrioù.

  • E reter ha kreiz Preden e tiskennont eus ar c'heodedoù roman kozh ha reolet e voent gant noblañsoù damromanekaet.
  • E kornôg Preden e voent krouet gant rouaned lec'hel, sujet d'an Impalaeriezh roman met miret un tammig emrenerezh gante.
  • E Breizh ha Bleaz e voent savet, war a seblant, gant gwarnizonoù roman a deue o soudarded ha jeneraled eus kornôg Preden.

Roll ar rouantelezhioù brezhon

kemmañ

En Enez Vreizh

kemmañ

E Kembre

kemmañ
 
Rouantelezhioù hag isrouantelezhioù kozh Kembre

En Arvorig

kemmañ
 
Rouantelezhioù kozh Breizh

E Bro-C'hall

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ


  NODES
Note 1