Kavout a reer ar bobl Sami pe Samied war dachenn peder stad : Norvegia, Sveden, Finland (Suomi) ha Rusia. Envel a reont o bro ar Sápmi.

Ar Samieg a zo eus rummad ar yezhoù finnek-ougrek. E Norvegia e ranner ar yezh e 9 rannyezh.

Lenn a reer ez int deuet eus Siberia 11 000 bloaz 'zo. Gwelet int evel ur bobl "kent". Ar meneg skrivet kentañ diwar o fenn a gaver e 98 goude J.K. en un destenn gant an istorour roman Tacitus. E 555 goude J.K. ar gresian Prokopios a gomz eus Skandinavia dindan an anv a Dhule. Envel a ra an annezidi Skridfinned ha deskrivañ a ra anezho evel chaseourien, saverien kirvi-erc'h hag implijerien skioù. Kavet e vez meneg eus darempredoù kenwerzh ganto er sögur (liester ''saga'') islandat. Er grennamzer e vevent e kumuniezhioù bihan chaseourien. Dont a reas labourerien-douar eus lodennoù all eus Skandinavia d'en em staliañ en o-zouez er XVIIvet ha XVIIIvet kantved. Adalek ar XVIvet kantved e teuas ar Samied da vezañ saverien kirvi-erc'h.

Hervez ar sifroù a gaver 70000 a dud en em lavar Sami hag a gomz ar yezh. 45000 anezho a vev e Norvegia (25 000 er Finnmark), 17 000 e Sveden hag ar peurrest e Suomi ha Rusia. Ma klasker ouzhpennañ ar Samied mesket gant an dud all hag o vevañ en diavaez eus ar Sápmi e c'heller tizhout ur 120 000 bennak a dud. 12000 dud o deus lakaet o anv evit votiñ evit Parlamant Sami Norvegia.


Klasket o deus tud Su Skandinavia aloubiñ douaroù ar Samied ha mougañ o sevenadur. N'o doa ket an hevelep sell war perc'henniezh an douar ha kemeret e voe gant ar stad peurliesañ. Ur skouer : hiziv ez eo 95% eus douaroù ar Finnmark (rann norzh Norvegia) perc'hennet gant ar stad. Adalek ar bloavezhioù 1850 e teuas kalz misionerien d'ar Sápmi, difennet e voe ober gant ar samieg er skolioù. E 1902 e voe difennet dre lezenn gwerzhañ douar d'unan ne ouije ket norvegeg... Darbet eo bet d'ar sevenadur Sami steuziañ. Kalz a Samied o deus kuitaet ar vro. An darn vrasañ a vev evel o amezeien, n'int ket krantreerien ken ha n'eus nemet 10% anezho o vevañ diwar sevel kirvi-erc'h. Rr re all a zo labourerien-douar, pesketaerien, kenwerzhourien, artizaned... Ul lod a vev eus an douristerezh. Chomet eo bev ar sevenadur daoust da bep tra hag arzourien Sami brudet a gaver evel ar ganerez Mari Boine.

Al lodenn vrasañ eus kêrioù Finnmark Norvegia a voe distrujet gant an Alamaned e-kerzh an eil brezel bed. Kregiñ a reas emzalc'h ar Stad Norvegian e-keñver ar Samied da gemm goude ar brezel.

Stourmet o deus ar Samied evit o gwirioù ivez (enep ur raktres stankell war an Alta er bloavezhioù 1980, evit mestroniañ an douaroù bremañ...).

E 1960 e voe anavezet gwirioù Samied Norvegia da ziorren o yezh hag o sevenadur : Norvegiz int met ur bobl dibar ivez.

Krouet e voe div gomision stad ar Samekulturvalget evit ar sevenadur hag ar Samerettsutvalget evit plediñ gant statud ar Samied hag ar gwirioù war an douaroù hag o finvidigezhioù.

E 1987 (hervez ar "Guide Bleu "ha 1988 "hervez Lonely Planet") e voe disklêriet dre lezenn : "Atebek eo ar Stad eus an diazezoù ret evit ma c'hallo ar bobl Sami diorren he yezh, he sevenadur hag he doareoù bevañ"

Ur parlamant Sami a zo bet savet e Norvegia e 1989 : ar Sameting, (www.samediggi.org). Staliet eo e Karasjok.

Ennañ ez eus 39 ezel dilennet war eeun gant an dud a laka o anv war listenn ar voterien. Ur roll aliañ ar Parlamant a zo gantañ war an danvezioù a sell ouzh ar Samied. Savet ez eus bet aozadurioù damheñvel e Sveden hag e Finland.

E 1990 e teuas ar samieg da vezañ yezh ofisiel dre lezenn.

Kalz re yaouank a ra studioù uhel. Gellout a reont studiañ danvezioù 'zo en o yezh. Skignet evez 17 eurvezh bemdez e samieg gant skinwel Norvegia.

Tost an holl strolladoù politikel a zo ali evit difenn gwirioù ar Samied estreget an tu-dehou pellañ (Fremskrittpartiet) en deus gounezet 22,1% eus ar mouezhioù e dilennadegoù 2005 evit Parlamant Norvegia. N'eo ket echu stourm ar Samied...

Deiziadoù pouezus

kemmañ
  • 1903 Kentañ aozadur politikel sami,Kvaenangen, diwar atiz Anders Larsen a grouas ar c'hentañ kelaouenn bolitikel sami, Sagai Muittaloegie.
  • 1948 En em vodañ a reas ar saverien kirvi-erc'h evit difenn o gwirioù.
  • 1956. Kuzul Sami an Norzh evit liammañ ar Samied staliet e stadoù disheñvel.
  • 1968 Kevredigezh Vroadel Samied Norvegia, evit difenn o gwirioù.
  • 1974 Ensavadur Sami evit sikour ar Samied war dachenn en deskadurezh, war an dachenn sokial, war dachenn ar yezh hag ar gwirioù.
  • 1979 Unvaniezh Samied Norvegia evit ar yezh.
  • 1987, 1989 ha 1990, gwelout a-us

Mammennoù

kemmañ
  • Levr-henchañ "Norvèger" Lonely Planet, 2011.
  • Levr-henchañ "Norvège", Guides Bleus, Hachette, 2012.
  • Levr-henchañ Norvège, Le Routard, Hachette, 2014.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1