Shetland
- Evit implijoù all, gwelet Shetland (disheñvelout).
Inizi Shetland (gouezeleg Sealtainn) zo un enezeg e Bro-Skos, ur 80 km er biz da inizi Orc'h ha 280 km er gevred da inizi Faero. 22 000 bennak a dud a oa o chom eno e 2005. Ur c'hant enezenn bennak a ya d'ober an enezeg met n'eus nemet 16 anezho a-gement a zo annezet. 1 468 km² eo hollad ar gorread. Lerwick eo ar gêr-benn. Shetland a zo unan eus 32 comhairle (council area) Bro-Skos.
Rann eus | Bro-Skos |
---|---|
Anv er yezh a orin | Sealtainn, Hjaltland |
Yezh ofisiel | saozneg, skoteg |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Kêr-benn | Lerwick |
E tiriad | Bro-Skos |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
Kontelezh istorel | Shetland |
War ribl | Mor an Hanternoz |
Lec'hiadur | British Isles |
Daveennoù douaroniel | 60°21′25″N 1°15′38″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 60°25′31″N 0°43′28″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 60°51′39″N 0°52′27″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 59°30′25″N 1°39′3″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 60°8′2″N 2°7′3″W |
Poent uhelañ | Ronas Hill |
Aotrouniezh | Shetland Islands Council |
Korf lezenniñ | Shetland Islands Council |
Yezh implijet | skoteg, Shetland Scots |
Niverenn katalog | 55, 27, SHT |
Lec'hienn ofisiel | http://www.shetland.gov.uk/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Shetland |
Rummad tost | Category:Shetland-related lists |
Den ne oar a belec'h e teu an anv Shetland[1]. n'eus anv gouezelek ebet d'an enezeg.
E 43 e kaver meneg eus an enezeg anvet Haemodae, gant Pomponius Mela[2] hag e 77, dindan bluenn Plinius an Henañ, e kaver ar stumm Acmodae[3]. Un anv all a gaver, gant Tacitus, en Agricola, e -98, pa veneg ar morlu roman en doa gwelet "Thule", pelloc'h eget enezeg Orc'h[4].
Er skridoù heniwerzhonek e reer Inse Catt eus an enezeg. An anv Catt a c'hallfe bezañ anv an annezidi, hag adkavout a reer anezhañ war douar-bras Bro-Skos, en anvioù Caithness ha Cataibh.
Notennoù
kemmañ- ↑ Jakobsen, Jakob : The Dialect and Place Names of Shetland: Two Popular Lectures. T. & J. Manson, 1897.
- ↑ Mela III, 6, 54 : septem HAEMODAE contra Germania vectae
- ↑ Plinus NH IV, 103 : VII ACMODAE
- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982