Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Side car BMW R 51

Ar side car zo ur seurt karr stag ouzh kostez ur marc'h-tan.

Ar ger side-car a zeu eus ar saozneg (side e-kichen ha car karr-tan). Ar side-car zo ur moto gant ur seurt logell e-lec'h ma c'haller lakaat tud ennañ. Ar side-car en deus gounidoù : gallout a reer bezañ ouzhpenn daou, en ur zerc'hel ar blijadur d'ober moto memestra, hag all. Met bez ez eus traoù fall : ar boan d'en em renkañ er parking, chom hep bezañ stanket etre kirri-tan hag all. Anv an hini a vlein ar side-car zo sidecariste hag an hini zo er baner eo ar marmouz. Ret eo dezho o-daou kaout un tokarn pa vezont war an hent.

Bez ez eus kalz a seurtoù side-car ha aet eo kalz war-raok. Er penn kentañ ne oa nemet ur moto gant ur baner staget outañ met cheñchet en deus kalz abaoe. Bremañ an holl (pe dost) ne c'hellont ket mui en em duañ. Pa 'vez gwelet unan a ra, sellet e vez muioc'h outañ eget a re all !

Touristerezh

kemmañ

Bez ez eus ivez side-car evit an touristerezh. Meur a hini zo, met unan, anvet Zeus, zo kalz modernoc'h eget ar re all. Savet eo gant ar merk Sidebike. Tommerezh zo ennañ ha gallout a reer tennañ tout ar c'holoenn pa vez re domm an amzer. Sonerezh, gouloù, en deus ivez. Evit hemañ n'eo ket ur redi lakaat un tokarn, evel ma'z eo ret evit ar re all, rak graet eo bet un gwiriadur "crash" en ul lakaat gourizioù evel en otoioù. Savet eo gant motor ur c'harr-tan, bet lakaet e koufr al logell, e lerc'h dindan dibr ar moto, al lec'h boaz hag anavezet gant an holl. Bez en deus ur stardell dorn ha tri kambli evel en oto. Krouet eo bet gant Peugeot ha n'ez eus ket kalz anezho : 800 er bed a-bezh ! An holl elfennoù-se a lak an dud, kendrec'het e gwir gant an div pe deir rod, da lâret n'eo ket ur gwir side-car.

Kenstrivadeg

kemmañ

Kenskrivadegoù a zo tu ober ivez gant ar side-car.

Ar basset

kemmañ

Ar basset a zo unan deus an doareoù d'ober kenskrivadeg gant ar side-car. Graet e vez ar redadeg war ur roudenn, evel hini an otoioù. Ar pal a zo ober un amzer gwelloc'h eget ar genstriverien all. Tenn a ra d'ur fuzeenn kentoc'h eget d'ur side-car peogwir mont a ra buan tre. Evit ober basset eo ret kaout un tokarn, ur frag, manegoù. Ar paramantadur-mañ a zo rediet hag eüruzamant : mont a ra ken buan ma c'hell bezañ grevus-tre pa kouezer. Evit seurtoù redadegoù ez eus daou den : unan o vleinañ hag an hini all o kempouezhañ nerzhioù kaset gant an tizh gant e gorf. Ret eo e vefe darempredoù mad etre ar blenier hag an treizhad : fiziañs en hini all a ranker kaout hag anavezout emzalc'h ar c'henskipailhad da vezañ efedus.

Ar side-car cross

kemmañ

An doare-mañ da gemer perzh en ur genskrivadeg gant ur side-car a zo dianavezet-tre met plijus-tre da sellout pe da redeg. Evit ar genskrivadegerien ez eo war ar memes priñsip hag evit ar motoioù pe ar c'hirri-tan : tremen a ra war tachennoù gwak, hag ar surentez a vez evezhiet mat. Aozet e vez d'un doare ma vefe plijus d'an arvesterien sellet : ur sell hollek a vez klasket kaout, da lâret eo e vez lakaet al lec'hioù da sellet war an uhelder. Ur gwir arvest eo. Ar paramantadur a zo ar memes hini dre vras eget evit ar basset, met kaletoc'h eo ar gwarezadurioù peurliesañ.

Kevredigezh

kemmañ

Bez ez eus ur gevredigezh e Bro C'hall a zo anvet ASF (Association des Sidecaristes de France). Kenstroll a ra lodenn brasañ ar sidecariste e Frañs. Lodennet eo dre rannvro. Ur bloazlevr a vez savet bep bloaz, anvioù an holl goumanatet strollet ennañ. Ar mennozh dreist gant an doare-mañ a zo gellout kaout sikourioù ma'z eus kudennoù gant ar motor e pep lec'h e Frañs. Tiegezhel-tre eo ar gevredigezh, dre ma 'z eus alies-tre bugale gant an dud.

Tolpadegoù

kemmañ

Evit an dud a blij kalz dezho ober side car eo aozet tolpadegoù evit kenlodiñ plijadur ar sidecar. Graet e vez pourmenadennoù a-hed an deiz en ur ober ur pik-nik da greisteiz, kenderc'hel gant ar bourmenadenn hag echuiñ an deiz en ur drebiñ en ur sall alies a-raok mont da gousket en deltenn bepred. Adkroget e vez an deiz war l-ec'h gant ar bourmenadennoù. Aozet eo e-pad dibennoù sizun pe war tri devez. Bez ez eus tolpadegoù a-hed ar bloaz, er goañv kenkaz hag en hañv, ar pezh a cheñch eo an dud. Kavet e vez muioc'h a maouezed ha bugale e-pad an hañv eget ar goañv.

  Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.
  NODES