Sisjordania, anvet alies ivez ar C'hlann Gornaouek (arabeg: الضفة الغربية‎ aḍ-Ḍaffah l-Ġarbiyyah, hebraeg: הגדה המערבית‎, HaGadah HaMa'aravit) anvet ivez en hebraeg: יהודה והשומרון‎ Yehuda ve-Ha'Shomron (Judea ha Samaria), da lavaret eo ar c'hlann gornaouek eus ar stêr Jordan, eo al lodenn reter eus an tiriadoù Palestinian, al lodenn all eo strizhenn Gaza. Luziet eo ar galloud politikel er vro, hag ul lodenn eus ar vro a zo melestret gant stad Israel ha lodennoù all gant Aotrouniezh Palestina.

Sisjordania.

An anv

kemmañ

"Sisjordania" a dalvez kement hag "(ar vro) en tu-mañ d'ar Jordan". Graet e veze gant "Trañsjordania" pe "Treuzjordania" (ar vro en tu-hont d'ar Jordan) evit ober anv eus ar pezh a zo stad Jordania bremañ. En arabeg, e saozneg (West Bank) hag e meur a yezh all e vez graet gant un droienn hag a dalvez “ar c'hlann gornaouek”, hag a deu diwar ar memes skeudenn e-keñver ar stêr Jordan. Gant Israel e vez graet gant anvadurioù istorel ha biblek, ha sede "Judea ha Samaria", met gwelet e vez en droienn-se un doare d’ober anv eus "vro yuzev", ar pezh a vez nac'het gant ar Balestinianed hag ar Gumuniezh etrebroadel (dre vras).

  NODES
Done 1