Sozialistische Einheitspartei Deutschlands

Sozialistische Einheitspartei Deutschlands, SED (alamaneg a dalvez Strollad sokialour unvan Alamagn) a oa strolad politikel pennañ DDR.

Logo Strollad sokialour unvan Alamagn
Skritell gant SED, 1950

E miz Ebrel 1946 e c'houlennas ar Soviediz digant izili SPD ha re KPD a oa en tiriad aloubet ganto ma vefe kendeuzet an daou strollad ha ma vefe savet ur strollad marksour-leninour nemetken. Sed penaos e voe krouet SED, an aozañ o vezañ heñvel ouzh hini Strollad komunour URSS[1],[2]. E penn ar strollad e voe lakaet ar c'homunour Wilhelm Pieck hag ar sokial-demokrat Otto Grotewohl. E penn DDR e voe SED betek diskar moger Berlin e 1989. Kadarnaet e voe e berzh pennañ e bonreizh DDR 1968, ar pezh a badas betek ar 1añ a viz Kerzu 1989.

 
Digoradur 11vet Parteitag e Palast der Republik e 1986

Pa voe diskaret DDR e teuas SED da vezañ PDS e 1990, gant ar breutaer Gregor Gysi en e benn. Ar gomunourien na sajvont ket a-du a savas KPD nevez (en:Communist Party of Germany (1990)), ma kemeras perzh Erich Honecker ennañ.

Da-geñver dilennadegoù 2005 e voe un emglev etre PDS ha WASG (kaset gant Oskar Lafontaine) gant an anv Die Linkspartei («Strollad an tu-kleiz»). An daou strollad a gendeuzas e 2007 hag evel-se e voe krouet Die Linke.

Roll ar re bet e penn SED

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Histoire de l’Allemagne, XIX- XX siècle. Le long chemin vers l’Occident, Heinrich August Winkler, Fayard, 2005, ISBN 2213624437, p.571
  2. L’histoire de l’Allemagne contemporaine, levrenn 2, Gilbert Badia, Messidor-Editions sociales, 1987

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
  NODES
Note 2