Statud mirerezh

(Adkaset eus Spesadoù chalus)

Statud mirerezh ur spesad zo ur merker hag a ro an tu da briziañ pegen bras eo ar riskl en deus ar spesad da vont da get d'ur mare bennak.
Diskouez a ra hag-eñ ez eus eus ar strollad boudoù bev-se c'hoazh ha, ma'z eus, e petore dañjer emañ ar strollad da vont da get en amzer da zont. Kalz dezverkoù a vez kemeret e kont. Ouzhepnn da niver al loened bev c'hoazh e seller ouzh feur digresk pe kresk ar strollad, an dañjerioù anavezet ha kement a zo. Reizhiadoù disheñvel eus Statud mirerezh zo hag a vez implijet el live etrebroadel, e strolladoù broioù zo, hag el liveoù broadel ha lec'hel.

Bern klopennoù Bizoned. Ne oa ken 750 bizon e 1890 da c'houde ar re chaseerezh.

Reizhadoù etrebroadel

kemmañ

An IUCN ha Roll ruz ar spesadoù en arvar

kemmañ

Roll ruz ar spesadoù en arvar an IUCN eo ar reizhiad priziañ ha renkañ anavezetañ. Er reizhiad-se lakaat ar spesad-mañ-spesad en ur rummad pe en unan all dre statudoù mirerezh (rummadoù) hag arouezioù-barn resis. Etre tri rummad e tasparzh ar spesadoù en arvar : arvar bras (berradur : CR CRitical), arvar (EN ENdangered), ha halus (VU VUlnerable). Savet ez eus ivez ur roll eus ar spesadoù aet da get abaoe ar bloaz 1500 kent J.-K. (EX, EXtinct, aet da get) hag eus an taksa a zo aet da get en natur (EW Extinct in the Wild). Renablet eo ivez e rummadoù an taksa a zo tost da vezañ en arvar (NT Near Threatened) hag ar spesadoù n'emaint ket en arvar (LC, Least Concern). Gwelet deskrivadenn ar rummadoù disheñvel izeloc'h.

Ar C'henemglev diwar-benn kenwerzh ar spesadoù loened ha plant gouez en arvar

kemmañ

Kenemglev Washington (Convention on International Trade in Endangered Species of Wild Fauna and Flora, CITES) a voe sinet e 1973 evit kadarnaat n'eo ket lakaet en arvar ar spesadoù loened ha plant gouez gant ar c'henwerzh etrebroadel.

Reizhiadoù a labour e meur a vro

kemmañ

En Unvaniezh Europa, al lezenn-reizhañ diwar-benn kenwerzh ar spesadoù gouez en UE a glask seveniñ ar c'henemglev CITES en UE, war un dro gant darbaroù all. NatureServe a labour e Suamerika, SUA, Kanada hag en inizi ar Mor Karib. Diorroet eo bet abaoe ar bloavezhioù 1980 gant skiantourien eus "NatureServe", "The Nature Conservancy", hag ur rouedad programmoù diwar-benn ar glad naturel ha kreizennoù roadennoù. Labourat a ra muioc'h-mui gant reizhiad Roll Ruz an IUCN.

Levr ruz ar c'hevredad rusian a vez en implij eno.

IUCN ha Nature Serve

kemmañ
 
Un touseg alaouret (Incilius periglenes), gwelet evit ar wezh diwezhañ e 1989. Spesad aet da get hervez rummatadur an IUCN abaoe 2001

Setu amañ rummatadur an IUCN ha hini NatureServe, gant o displegadennoù.

Rummatadur an IUCN

 

  • Seizh live pennañ
EX Extinct — Spesad aet da get. Ne anaver loen bev ebet.
EW Extinct in the Wild — Spesad aet da get en natur. Ne anaver nemet loened bac'het pe adlakaet en natur pell diouzh o metoù istorel.
CR CRitically endangered — Spesad war-nes mont da get en natur.
EN Endangered — Spesad en arvar bras en natur.
VU Vulnerable — Spesad en arvar en natur.
NT Near Threatened — Spesad tost en arvar. A c'hall dont da vezañ en arvar en natur.
LC Least Concerned — Spesad en arvar izelañ. Paot ha niverus en e vetoù naturel istorel.
  • Statudoù ha n'int ket aroueziet.
CD Conservation Dependant — Spesad e dalc'h ar mirerezh. Nebeut a arvar. Spesad gwarezet evit mirout outañ a vezañ tost en arvar (NT) en abeg da zarvoudoù hag a c'hall c'hoarvezout.
DD Data Deficient — Diouer a zitouroù evit rummata ar spesad.
NE Not Evaluated — Ar spesad n'eo ket bet priziet c'hoazh.
 
An Dodo, amañ en ur skeudenn eus 1651 gant Jan Savery, zo ur spesad a vez meneget alies evel skouer eus ur spesad aet da get n'eus ket pell
Rummatadur NatureServe

 

  • Tri live priziadur
G Global — Priziadur er bed a-bezh, pe e metoù hollek ar spesad
N National — Priziadur en ur Stad resis
S Subnational — Priziadur en ur rann eus ur Stad, da skouer : Pennsylvania en SUA, Kernev-Veur er Rouantelezh-Unanet
  • Pemp sifr
1 Critically imperiled — War-nes mont da get. Kavet 5 gwech d'ar muiañ, pe nebeutoc'h eget 1 000 loen.
2 Imperiled — En arvar bras. Kavet etre 6 gwech d'an nebeutañ hag 20 gwech d'ar muiañ, pe etre 1 001 ha 3 000 loen.
3 Vulnerable — En arvar. Rouez. Etre 21 wech d'an nebeutañ ha 100 gwech d'ar muiañ, pe etre 3 001 ha 10 000 loen.
4 Apparently secure — E surentez evit doare. Divoutin eo ar spesad hogen ral n'eo ket. Bez' ez eus abegoù da soñjal e c'hellfe bezañ en arvar en dazont. Kavet 101 wech d'an nebeutañ, pe muioc'h eget 10 001 loen.
5 Secure — Divrall. Boutin, paot, niverus, hep dañjer ebet war verr dermen pe hir dermen
  • Teir izherenn
R pe ? — Kavet el live N pe S, hep na ve bet termenet stad ar spesad eno. Ar rummadoù G1R, G2R, G3R a dalvez n'eus stad resis ebet el live lec'hel, met en arvar eo ar spesad moarvat, ma n'eo ket aet da get.
H — Aet da get pe distrujet : gouzout a ouzer ez eus eus ar spesad, met n'eus bet adkavet loen ebet.
X — Aet da get pe distrujet, n'eus bet kavet loen ebet ha n'eus spi ebet da adkavout unan. El live G emañ ar rummad "aet da get", war al liveoù "N" pe "S" eo "distrujet".

Reizhiadoù broadel

kemmañ
  Aostralia
An Environment Protection and Biodiversity Conservation Act (EPBC Act, 1999) a zeskriv rolloù spesadoù en arvar, kumuniezhioù ekologel hag argerzhioù gourdrouzus. Bodañ a ra ar rummadoù e Roll ruz an International Union for Conservation of Nature (IUCN) eus 1994. Kent an EPBC Act e veze implijet ur renkadur eeunoc'h gant an Endangered Species Protection Act (1992). Gouarnamantoù Stadoù Aostralia o deus ivez reizhiadoù dibar.

Ar rummadoù spesadoù

kemmañ
 
Ur gorilh meneziat, ur spesad tost-kenañ dimp hag en arvar bras
 
Tigred Siberia zo un isspesad tigred a zo en arvar hiziv ; tri is-spesad tigred zo aet da get dija.
 
Emañ ar gwepard e-touez ar spesadoù chalus
 
Dourgi Europa zo tost da vezañ en arvar
 
Ar Bleiz moueek zo tost da vezañ en arvar abalamour ma koll ar metoù ma oa o vevañ, abalamour ma vez implijet an tachennoù-se evit al labour-douar dreist-holl.

Ar spesadoù aet da get

kemmañ

E bevoniezh hag en ekologiezh, ar steuzidigezh zo diwezh un organeg pe ur strollad organegoù (takson), da gustum ur spesad. Mare ar steuzidigezh a c'hoarvez gant marv ezel diwezhañ ar spesad peurliesañ, e spered an dud, daoust ma c'hall ar varregezh da ouennañ, ha da zont war gorre ar bec'h, bezañ kollet a-raok ar mare-se. Diaes eo jediñ ar mare-se ha peurliesañ e vez graet pa c'haller teurel ur sell war ar pezh a zo c'hoarvezet, da c'houde. Diskouez a ra an arkeologiezh hag ar baleontologiezh e oa dister an niver a spesadoù o vont da get kent d'an dud en em strewiñ e pep lec'h war gorre an Douar. ral e oa ar steuzidigezhioù spesadoù a-vloc'hadoù bras.

War-dro 10 0000 vloaz zo eo kroget ar spesadoù da vont da get buanoc'h-buanañ, ar pezh a glot gant kresk an denelezh abaoe steuzidigezh vras ar c'hretase. Roet e vez an anv a "steuzidigezh an Holosen" a reer eus an argerzh-se hag ar 7vet gwezh an hini eo ez a ar spesadoù da get a-vloc'hadoù bras. Lod eus an arbennigourien a soñj dezhe e c'hallfe an hanter eus ar spesadoù a anavomp mont da get ac'hann da 2100[1]. N'emañ ket an holl a-du gant ar sell-se[2],[3].

Ouzhpenn an abegoù kozh ha naturel a laka spesadoù da vont da get, an abegoù liammet ouzh bezañs an den abaoe nebeud amzer a bouez muioc'h-mui : saotradur an endro, regorvoiñ an danvezioù naturel, distruj ar meteier, dic'hallusted evit izili ur spesad da gejañ[4] degaset gant bruzunadur an tachennoù gouez... Ur bern efedoù a c'hallfe kreskiñ en amzer da zont abalamour da dommadur ar blanedenn.

E-touez ar spesadoù aet da get nevez zo dindan levezon an dud emañ emoued Tasmania, ar goded bras, ibized ar Reunion, leoned Europa, ha lern an Inizi Maloù.

Ar spesadoù aet da get en natur

kemmañ

Spesadoù a zo, evel kezeg Przewalski, Leon an Atlas ha Cyprinodon longidorsalis (ur spesad pesked), zo aet da get en natur hag a chom bev abalamour ma vez desavet un nebeud gant an den hepken. Plant a zo ne vezont kavet ken el liorzhoù evel Rhododendron kanehirai a zo aet da get e Taiwan, o bro c'henidik.
Alies e vez dister-kenañ stad ar spesadoù-se. Da skouer ne chom nemet un daou-ugent ezel bennak eus al lapoused trovanel Mitu mitu er bed, ha dalc'het int e zooioù.

Ar spesadoù en arvar bras

kemmañ

Rummad ar spesadoù en arvar bras zo anezhañ ar rummad ar muiañ en arvar hervez Roll ruz an IUCN evit ar spesadoù gouez (gwelit Roll ar spesadoù ar muiañ en arvar). Ur spesad zo disklêriet en arvar bras p'en deus kollet 80% eus e izili e-korf tri remziad, pe pa gollo hep mar an hevelep kementad en hevelep prantad[5].

Peogwir ne laka ket an IUCN ur spesad da unan aet da get kent ma vije bet kaset da benn enklaskoù don ha hir e c'haller soñjal ez eus spesadoù a zo aet da get dija hag a zo c'hoazh war roll ar spesadoù en arvar bras. Ur rummad nevez evit ar spesadoù a c'hallfe bezañ aet da get a zo bet kinniget gant BirdLife International da dermeniñ ar strollad-se.

  • Skouerioù eus loened en arvar bras :
Sourd Anderson
Loupard an Amour
Aksolotl
Makao gouzoug glas
Kondor Kalifornia
Sturj Europa (gwarezet en Europa abaoe 1982)
Reunig manac'h Hawaii
Liñs Iberia
Kakapo
Gorilh ar reter (280 loen a chomfe)
Gorilh ar menezioù (790 loen a chomfe)
  • Skouerioù plant en arvar bras :
Sedrez Bermuda
Koad gavr

Ar spesadoù en arvar

kemmañ

Ar spesadoù en arvar zo e riskl da vont da get abalamour ma cheñch o metoù pe abalamour ma vezont debret, lazhet betek re gant an dud pe gant spesadoù all eus ar metoù pe spesadoù aloubus. En o zouez emañ ar Balumed glas, ar Pandaed bras, Louparded an erc'h, chas gouez Afrika, an Tigred, an Albatrozed.

Ar spesadoù kizidik pe chalus

kemmañ

E bevoniezh hag en ekologiezh, ur spesad kizidik pe chalus, zo ur spesad en arvar abalamour d'e berzhioù biologel el laka da vezañ kizidik-kenañ d'ar gourdrouzoù liammet gant obererezh an dud pe da anadennoù naturel a zo.
Ar rummad-se a vod spesadoù o deus tizhet ar c'hentañ pazenn eus ar riskl steuzidigezh (hervez ar rummatadur COSEWIC / COSEPAC[6]). Pa gresk ar riskl ma'z afe ar spesad-se da get e vez renket e-touez ar spesadoù en arvar.

Ar spesadoù tost da vezañ en arvar

kemmañ

Spesadoù tost da vezañ en arvar (IUCN : NT) zo ur statud mirerezh roet d'ar spesadoù ha d'an taksa a c'hell bezañ sellet oute evel en arvar da vont da get en dazont tost, daoust ma n'int ket lakaet er stadud "spesad en arvar" (IUCN :EN). Evel-se e tiskouez an IUCN ez eo pouezus priziañ en-dro statud an taksa-se alies.
37 480 daksa zo er rummad-se e miz Genver 2022[7]. An arouezioù-barn implijet da renkañ ar spesadoù er rummad-se a rank diskouez emañ tost ar strolladoù loened e kaoz da dremen er rummad war-lerc'h (spesadoù chalus) pe e c'hallfent tremen er rummad-se. Lod eus spesadoù ar rummad-se zo spesadoù a chom en ur stad mat a-walc'h a-drugarez d'ar strivoù graet evit o mirout, e-kichen a-raok o devo ur rummad dezhe o-unan.

Ar spesadoù n'emaint ket en arvar

kemmañ

E rummad ar spesadoù n'emaint ket en arvar (IUCN: LC) emañ ar strolladoù a zo bet priziet met na lakaer ket en unan eus ar rummadoù all. N'int ket bet termenet evel spesadoù en arvar pe kizidik. Kalz spesadoù boutin evel an Dube tarroz, ar gwenan, "moustiked-tigr" Azia (Aedes albopictus), ar Jenevreg-boutin, Skoul ar geunioù, ar Glaouer Apus horus hag al logod zo renket er rummad-se.

Ne c'heller ket lakaat ur spesad er rummad-mañ ma n'eo ket bet priziet stad e boblañs, eleze ez eo ret kaout titouroù azas diwar-benn niver e izili hag an tachennoù m'emaint o vevañ evit ober un disklêriadenn eeun pe get diwar-benn riskl ur spesad da vont da get.
Abaoe 2001 ez eo "LC" berrdur ar rumad-se a-c'houde stumm 3.1 rummadoù hag arouezioù-barn an IUCN.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. The Future of Life, E.O. Wilson. Sellet ivez ouzh The Sixth Extinction : Patterns of Life and the Future of Humankind gant Richard Leakey
  2. Bjorn Lomborg, L'écologiste sceptique, p. 365 met kenseurted an aozour o deus kavet kalz abeg el levr-se.
  3. Colinvaux, Paul Alain 1989 The past and future Amazon, Scientific American, Mae 989.
  4. William F. Fagan, Peter J. Unmack, Colleen Burgess, W. L. Minckley (2002) : Rarity, fragmentation, and extinction risk in desert fishes. Ecology: Vol. 83, No. 12, pp. 3250-3256.]
  5. Apes extinct in a generation, BBC, 2005-09-01
  6. Committee on the Status of Endangered Wildlife in Canada / Comité sur la situation des espèces en péril au Canada.
  7. (en) IUCN
  NODES
INTERN 3
Note 3