Teir urzh ar gevredigezh
Teir urzh ar gevredigezh a vez graet eus doare urzhiañ sokial ar gevredigezh implijet en Europa gristen etre ar Grennamzer ha penn kentañ an Amzerioù modern. Aozadurioù disheñvel a oa bet savet a-benn rannañ hag aozañ izili ar gevredigezh, an aozadurioù-se a oa bet o kemm hervez ar mare hag al lec'h.
Ar Renad Kozh
kemmañ- An aozadur brudetañ e oa hini Bro-C'hall ar Renad Kozh, unan hag a ranne ar gevredigezh e teir urzh gant ar gloer, an noblañs, hag al labourerien (peizanted ha bourc'hizien).
- E broioù zo, evel Sveden ha Rusia, bourc'hiz (klasad marc'hadourien kêr) ha partabl ar maezioù a oa lakaet e strolladoù sokial disheñvel, hag ouzhpenn-se e oa ur pevare urzh hag a oa hini ar partabl paourañ.
- E Norvegia, ar c'hlasad a baee an tailhoù a oa gwelet evel un urzh, hag asambles gant un noblañs izel kenañ, ez ae d'ober ur c'hlasad sokial pe un urzh a oa ken kreñv hag ar vonarkiezh. E Danmark, n'eus nemet ar berc'henned douaroù hag o devoa galloud. An dud hep douaroù pe gant nebeut-tre a oa er-maez eus an urzhioù, ar re-se a oa hep gwir politikel ebet a-benn neuze.
- E Bro-Saoz e oa un aozadur rannet e div urzh, pa oa bet kendeuzet noblañs ha kloer en un urzh aotrouniel hag e-kichen e oa ar gomun ("Commons") evel eil urzh. An aozadur-se a oa bet o sevel an div gambr eus parlamant ar vro, an House of Commons hag an House of Lords.
- E su Alamagn, un aozadur gant teir urzh a oa gant an noblañs (priñsed ha kloer uhel), marc'heien, hag ar "vourc'hizien" ; er-maez eus an aozadur-se e oa ar gloer izel hag ar beizanted.
- E Bro-Skos, an teir urzh e oa ar gloer (kentañ urzh), an noblañs (eil urzh), hag ar gomiserien kontelezh, pe "bourc'hizien" (trede urzh), o vezañ kannaded ar vourc'hizien hag an dud izel. An urzhioù a yae d'ober ar parlamant skosat.