Telamon (Τελαμών / Telamốn e gregach), a oa mab da Aiakos hag Endeis, ha breur da Beleüs. Roue enez Salamis e oa, ha tad da Aias ha Teukros.

Amforenn savet gant liver Prometeus ; tu A : Amazonomakiezh - Herakles en em gann gant Andromac'he, Telamon gant Ainipe hag Ifis gant Panariste ; orin dianav ; war-dro 550 kent J.K. ; Mirdi broadel arkeologiezh Aten (27524).

Ar vojenn

kemmañ

Harluet e oa bet Telamon hag e vreur Peleüs gant o zad Aiakos peogwir o doa lazhet o hanter-vreur Fokos. Bod a gavas e Salamis, hag eno e timezas gant Glaoke, merc'h ar roue Kic'hreüs, ha roue e voe war-lerc'h e dad-kaer.
Goude marv Glaoke e timezas gant Periboia, hag ur mab o doe, Aias e anv. Hetiñ dezhañ ur mab klodus a eure Herakles : un erer a-berzh Zeus a ziskouezas e teuje an het da wir.

Mont a reas Telamon gant Iason hag an Argonaoted da gerc'hat ar maoutken aour, ha perzh a gemeras en hemolc'hadenn hoc'h-gouez Kalidon.
Skoazell a roas da Herakles ivez pa gasas an dorzh d'ar gêr da Laomedon, roue Troia. Evit trugarekaat Telamon e voe roet Hesione — merc'h Laomedon — dezhañ gant Herakles. Ur mab a voe ganet, Teukros e voe lakaet.

Meur a vojenn zo diwar-benn marv Telamon. Hervez lod anezho e varvas e Salamis goude bezañ harluet Teukros ha n'en doa ket kavet an tu da virout ouzh marv e vreur Aias.

  NODES
Note 1