Tenerife eo ar vrasañ eus an Inizi Kanariez, er Meurvor Atlantel, dirak aod Afrika, e dalc'h Spagn. Fuerteventura eo an eil vrasañ eus an enezeg.

Sede pelec'h emañ Enez Tenerife

Kêr Santa Cruz de Tenerife, 209 194 a dud enni e 2020, eo kêr-benn an enez, ha war un dro hini ar broviñs, hag ivez hini Kumuniezh emren Kanariez, war hanter gant Las Palmas de Gran Canaria.

Eil brasañ kumun an enez, ha trede hini Kanariez, gant 155 549 a dud (e 2018), eo San Cristóbal de La Laguna.

Tenerife, evel Kanariez gwitibunan, a oa poblet gant Gwanched, Berbered anezho. Er XVvet kantved e oa Tinerfe o ren e Tenerife, pa rannas an enez etre e nav mab.

En 1483 e kodianas pobl Gran Canaria, an enez amezek, d'ar Spagnoled, ma chomas Tenerife an enez diwezhañ o stourm ouzh Kastilha.


 
Park Broadel Teide.
  NODES
Done 1
see 1