An Teurgoule (pe c'hoazh bourgoule, torgoule) a zo ur meuz dibar eus Normandi.

Teurgoule

Un dibenn-pred eo, damheñvel ouzh riz diwar laezh. Lakaet e vez kanell ivez, ha poazhet e rank bezañ e-pad pemp eurvezh, a-benn ma vo koulz lavarout dibosupl merzout ar greun riz. Debret e vez an teurgoule pa vez tomm (peurliesañ), asambles gant un tamm fallue (ur seurt briochenn eus Normandi) hag ur banne sistr.

Aozennoù (riz ha kanell) ar meuz-mañ, hag a zo arouezius eus Normandi, n'o deus tamm liamm ebet gant Normandi. Implijet e vezont dre ma vezent kaset da Normandi gant ar gourserien normant hag a dage bagoù spagnol pa zeuent en-dro eus Amerika, da vare ar XVIIvet kantved. Hiziv an deiz e c'hoarvez e vefe implijet ur glorenn vanilha, karamel, tammoù-plusk aouravaloù pe zoken un delienn lore e-lec'h implijout kanell. Breuriezh an teurgoule a zo diazezet e Houlgate, ur genstrivadeg fardañ teurgoule a vez aozet bep bloaz gant hec'h izili.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a raje an anv eus an dro-lavar «se tordre la goule» (goule o talvezout ar genoù), implijet pa vije an dud o tebriñ o zeurgoule. Hervez lod e talvez e oa tomm-tre pa groge an dud da zebriñ neuze e oa diaes da zebriñ, hervez lod all e talvez ne zeuas ket a-benn ar re gentañ a fardas teurgoule da fardañ un dra plijus da zebriñ.

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1