Un timbr zo un tamm paper a vez embannet gant un aotrouniezh foran bennak (stad, arme, pe ur c’huzul bennak) hag a vez prenet gant ar pratikoù evel taos da baeañ ur servij foran.

Timbr kemedel gall – 1886
An timbr-post kentañ : ar penny black

Timbroù

kemmañ

Meur a zoare timbroù zo.

  • An timbroù-post : implijet evit kas ul lizher, ur gartenn-bost, ur pakad pe ur gazetenn d’ul lec’h d’egile, dre hanterouriezh servij publik ar Postoù. An timbroù-post zo peget ouzh ur golo-lizher gant ar c’hasour evit paeañ ar servij. Priziet eo ar gasadenn gant an aotrouniezh kiriek bep an amzer, hervez pouez al lizher, ar vro da gas al lizher di, priz ar vuhez d’ar prantad hag ezhommoù kellidel an aotrouniezh a-wechoù.
  • An timbroù kemedel : evit paeañ servijoù melestradurel a bep seurt evel an aotre-bleniañ pe an tremen-hent e rank an dud prenañ an timbroù-se hag a vo peget ouzh ur baperenn ofisiel. Pa vez kaoz eus paeañ taosoù e c’heller sentiñ ouzh diviz ar justis dre brenañ timbroù-kemedel ivez.

Pa lavarer « timbr » er vuhez pemdez e vez kaoz eus timbroù-post bremañ.

Timbrawouriezh a reer eus an diduamant a gas an dud da zastum timbroù, mirout hag urzhiañ anezho hervez ar vro pe an danvez en albomoù, ober eskemmoù gant tud all...

Timbroù dibar

kemmañ
E 2007, Portugal a lakaas moullañ 230 000 timbr-post 1 e lij ; brasañ kenderc'her lij er bed eo Portugal.
E 2009 ez embannas Canada Post ur rummad timbroù a seblante fiñval. Dre un deknologiezh anvet Motionstamp e tiskouezjont war an timbroù palioù hockey brudet, en enor da 100vet bloaz ar skipailh Montreal Canadians.
Timbroù neuz, c'hwezh ha blaz chokolad ganto a voe embannet e 2013 e Belgia ; ur skipailh arbennigourien eus ar vro, skoazellet gant re eus Alamagn, an Izelvroioù ha Suis a grouas an timbroù lipous-se.
Timbroù skornennoù warno a voe embannet e SUA e 2018 : trawalc'h eo skrabañ un timbr evit klevout blaz ar skornenn.

Pennadoù kar

kemmañ
  NODES
Note 1
os 11