An Ditaned (Henc'hresianeg: Τιτάν) a oa mibien da Ouranos, an Oabl, ha Gaia, an Douar, hervez Gwengelouriezh Hellaz.

Kouezhadeg an Ditaned, gant Rubens (war-dro 16371638)

Koshoc'h int eget Doueed an Olympos. Sevel a rejont a-enep an Doueed, ha klask pignat gant an oabl. Distrujet e voent gant Zeus hag e dan-taran.

An anv

kemmañ

E gregach e oa Τιτάν / Titán en unander, ha Τιτᾶνες / Titãnes el liester.

O c'herentiezh

kemmañ

Peurvuiañ e vez kontet c'hwec'h Titan, ha c'hwec'h Titanez, anvet a-wechoù an "Titanided", (e gregach, Tιτaνίς en unander, ha Tιτανίδες el liester), hervez Theogonia Hesiodos.

Met hervez ar relijion orfek e oant seizh ha seizh.

Ma ne oa nemet daouzek Titan eta e vez roet an anv-se ivez alies d'o diskennidi, pe da zarn anezho bepred ha dreist-holl

Ouzhpenn-se e vez lakaet da Ditaned doueed eus ar remziad kozh evel

Mojenn

kemmañ

Kentañ bugale Ouranos ha Gaia a oa

  • an tri Hekatonc'hir, hanter-kant penn ha kant dorn da bep hini,
  • an tri C'hiklop, ul lagad hepken da bep hini.

Goude e teuas ivez an daouzek Titan.

Ouranos avat, hag-eñ kentañ mestr ar bed, a wele pegen euzhus e oa e vugale, ha pegement a boan a vije da virout e gurunenn, a gasas ar c'hwec'h kentañ d'an Tartaros, izelañ korn an Ifernioù. Ma savas fulor en o mamm Gaia, ha hi d'isañ an Ditaned da zistroadañ Ouranos, met ne voe nemet unan, Kronos, o klask ober un dra bennak. Gortoz a reas e dad gant ur falz, spazhañ anezhañ, ha teurel e galc'h en Okeanos.

Brazezet gant had Ouranos e teuas an doureier da ober eon hag er-maez da Enez Kythera e voe ganet an doueez Afrodite, evel ma c'haller gwelout e gerdarzh hec'h anv (e gregach Ἀφρός / Aphrós a zo eon). Hervez Klaudios Ailianos e voe ganet Afrodite e-barzh ur grogenn ha gant ar grogenn-se eo e tegouezhas e Kythera.

Aet an trec'h gant Zeus eta. Neuze e rannas ar bed gant e vreudeur Poseidon hag Haides. Da Zeus an Oabl, da Boseidon ar Mor, ha da Haides bed an deñvalijenn, an Ifernioù. Ar bed stabil-mañ eo an hini a c'hallo an dud bevañ ennañ. Met ur brezel all zo war wel, hini ar Ramzed, ma voe doueed an Olympos hag ar Ramzed oc'h en em zrailhañ.

Kimiezh

kemmañ
  NODES
Note 1