Troioù-kaer Katell ha Pêrig

Troioù-kaer Katell ha Pêrig a zo ur rummad istorioù e brezhoneg evit ar vugale a gaver (etre 2004 ha 2009) e niverenn hañv ar gazetenn Rouzig, embannet gant Keit Vimp Bev. Ijinet, skrivet ha treset eo bet gant an arzourez vreizhat Anne Salaün.

Ispisial eo an istorioù-se dre ma n'int ket da lenn hepken, met labour-dorn a zo ivez d'ober. Traoù a zo da zidroc'hañ, da blegañ, da begañ pe c'hoazh da livañ.

An tudennoù

kemmañ

An tudennoù pennañ eo Katell ha Pêrig hag o c'hendirvi Nolwenn ha Tristan. Loened a vez ganto, Nounig ar c'hazh, Koko al labous ha Nona al logodenn wenn.

Pa 'z eont war bord ar mor e vezont lojet e ti tonton Yann.

Kejañ a reont ivez gant ur mignon italian, anvet Paolo. Pa vezont e Venezia, Nona al logodenn a gav ivez ur mignon nevez.

An istorioù

kemmañ
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, Deiz-ha-bloaz laouen (Rouzig niv. 36, Eost 2004)
A-drugarez d'ur voudig ez a ar vignoned da veajiñ er Grennamzer. Dizoloiñ a reont ar vuhez en ur c'hastell, an dilhadoù, an emgannoù marc'heien...
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, Un nozvezh spontus ! (Rouzig niv. 48, Eost 2005)
Mont a ra ar vignoned da gampiñ war enezenn al Loened. Koko ha Nona az a diwar wel. Dizoloiñ a reont ez eus bigrierien hag a dap al loened war an enezenn evit gwerzhañ anezho goude. Sevel a reont ur pej evit tapout al laeron, ha mont a reont da glask an archerien. Ur wech tapet al laeron e kendalc'h ar vakañsoù gant al loened.
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, War bord ar mor ! (Rouzig niv. 61, Gwengolo 2006)
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, Vakañsoù e Bro-Sina (Rouzig niv. 71, Gouere 2007)
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, An teñzor kuzh (Rouzig niv. 83, Gouere 2008)
  • Troioù-kaer Katell ha Pêrig, Meurlarjez e Venezia (Rouzig niverenn doubl evit an hañv niv. 95/96, Hañv 2009)

Gwelet ivez

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Lec'hienn an ti-embann Keit Vimp Bev

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  NODES
Note 1