Tromsø zo ur gêr e hanternoz Norvegia, e kontelezh Troms. E miz Genver 2007 e oa 64 495 a annezidi.

Lakaet e voe da gêr, ent ofisiel, e 1794. Met un iliz a oa savet eno war-dro 1250. E-kreiz an XIXvet kantved ne oa c'hoazh nemet 1400 den o chom e Tromsø. Kresket eo kalz abaoe fin an XIXvet kantved. E-pad an Eil Brezel-bed e voe sez gouarnamant Norvegia e Tromsø e-pad ur pennadig.

Douaroniezh

kemmañ
 
Porzh Tromsø

Ur porzh-mor eo Tromsø, ur porzh-pesketa dreist-holl. Savet e voe da gentañ war un enezennig anvet Tromsøya, met en em astenn a ra bremañ war an douar-bras ivez. Ur skol-veur zo e kêr, enni 6000 studier. Digoret e oa bet e 1972 ha dont a ra tud eus ar bed a-bezh da studiañ enni ar voroniezh hag an hinouriezh.


Dre m'emañ Tromsø en hanternoz d'ar C'helc'h arktek e pad an noz dibaouez etre an 22 a viz Du hag an 20 a viz Genver : e-keit-se ne sav ket an heol. A-hend-all e pad an deiz dibaoouez etre an 21 a viz Mae hag an 23 a viz Gouere, hep n'afe an heol da guzh. Met dre m'emañ dourioù klouar ar Gulf Stream o tremen dirak an aod, ne vez ket re yen e-pad ar goañv : etre 4° ha 5° C e vez gwrezverkoù ar goañv, well-wazh, ha etre 10° ha 11° C e-pad an hañv.


 
Tromsø, e miz Gouere 2003: Ar gwel war-du ar gwalarn.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Gevellet eo Tromsø gant dek kêr e broioù all :

  NODES
Note 1