Tudi (Tudy er skridoù kozh pe e galleg) zo unan eus ar venec'h a deuas da Vreizh eus Kembre etre ar Vvet hag ar VIvet kantved. Stag eo e anv ouzh hini sent all e amzer : Kaourintin, kentañ eskob Kemper, Maodez, Gwennole, saver Abati Landevenneg.

Hervez a ouzomp e oa diskibl sant Maodez. Manac'h e voe en Enez Groe. Sevel a reas ur peniti en Enez-Tudi hag a zeuas da vezañ ur manati kaset da Loktudi.

Lec'hioù

kemmañ
 
Tudi

E Breizh :

  • E anv a gaver e Porzh Tudi, en Enez Groe, ha sant paeron an enez eo.
  • sant paeron Loktudi hag Enez Tudi, er Vro-Vigoudenn eo ivez. Un delwenn anezhañ (XIVvet kantved) zo en iliz parrez Loktudi.

Ur gêriadenn anvet St-Tudy zo e Kernev-Veur.

Skrivet eo bet e anv : Tudy, Tudi, Tudius, Tudinus, Tugdin. Lidet eo d'an 9 a viz Mae.

Tudi, Tudual

kemmañ

Dizemglev zo bet diwar-benn an anvioù Tudual ha Tudi. Gant an istorour Bernard Tanguy eo bet lakaet fin d'an tabut : « Pabu Tugdual alias Tudi »(Daveoù a vank).

Gwelout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1