Twm o'r Nant ("Tom eus ar saonenn") eo an anv-pluenn implijet gant ar skrivagner kembraek Thomas Edwards (1739 – 3 a viz Ebrel 1810). Genidik e oa eus Llanefydd, e Sir Ddinbych gwechall, e biz Kembre. Yann e vil vicher e voe e-pad e vuhez : devezhour war ar maez, tavarnour, douger keuneud, mañsoner...

Poltred Twm o'r Nant, war-dro 1790-1800, livet gant Lewis Hughes (Amgueddfa Gwerin Cymru, Mirdi Pobl Kembre).

Anavezet eo Twm o'r Nant gant e skridoù anvet “anterliwtiau”, pezhioù-c’hoari farsus ha flemmus, graet evit bezañ c’hoariet war leurennoù er foarioù pe er pardonioù. Skrivañ a reas ivez e-leizh a ganaouennoù hag a varzhonegoù.

E dibenn an XVIIIvet hag e deroù an XIXvet kantved e teuas da vezañ brudet e-touez an dud vunut, rak en e skridoù e adkavent o meno war direizhderioù ar mare-hont. En e amzer e veze graet "Cambrian Shakespeare", da lavaret eo "Shakespeare Kembre", eus Twm o'r Nant.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES