Victor Henry (Kolmar 17 a viz Eost 1850 - Sceaux 9 a viz C'hwevrer 1907) a oa ur yezhoniour gall a orin eus Elzas.

Goude bezañ bet o kelenn e Douai hag e Rijsel e voe anvet e-giz kelenner war ar sañskriteg hag ar c'henyezhadur e skol-veur al lizhiri Pariz (Sorbonne) e 1888 er gador-gelenn a oa gant A. Bergaigne betek neuze. Ur skrivagner fonnus ha liesseurt eo bet. Anavezet eo e Breizh en abeg d'e Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne embannet e Roazhon e 1900. Desket en doa brezhoneg dre lenn ha dre gomz gant tud Plouganoù pa veze eno o vakañsiñ war an aod.

Anavezet eo er broioù saoznek dre droidigezh e levrioù Précis de Grammaire comparée de l'anglais et de l'allemand ha Précis de grammaire comparée du Grec et du Latin.

Ul labour divent en doa kaset da benn war India ha yezhoù India. Setu amañ e oberoù pennañ :

  • Manuel pour étudier le Sanscrit védique (gant Abel Bergaigne, 1890)
  • Elements de Sanscrit classique (1902)
  • Précis de grammaire pâlie (1904)
  • Les littératures de l'Inde: sanscrit, pâli, prâcrit (1904)
  • La Magie dans l'Inde antique (1904)
  • Le Parséisme (1905)
  • L'Agniṣṭoma (1906)

Studiañ a reas ivez yezhoù nebeut anavezet (e-giz an Innok, ar c'hetchwaeg, ar greunlandeg) ha rannyezhoù minorelaet (brezhoneg ; Le Dialecte Alaman de Colmar).

Ul levr iskis eo Le langage martien (ar meurzheg) embannet gant Maisonneuve et Larose e 1901. Bez' ez eus ennañ un diviz dezhañ un 40 frazenn bennak (gant war-dro 500 ger). Gant Mademoiselle Hélène Smith (ur mediom brudet eus Geneva) e voent desket, adlavaret ha lakaet dre skrid zoken e-pad ur veaj dindan deoghun war ar blanedenn Veurzh evel skouerennoù eus ar yezh komzet eno, ha displeget dezhi gant ur jubennour dizenkorfet.

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES