Wikipedia:Politikerezh stankañ

Digoradur

kemmañ

War ar Wikipedia an termen stankañ a dalv kement ha herzel ouzh un implijer/ez enrollañ kemmoù war ar Wikipedia a-bezh dre stankañ ar gont-implijer/ez ha/pe an IP pe IPoù implijet gantañ/i, da lâret eo e vez stanket an nor oute da zont e-barzh.

Stanket e vez implijerion/ezed evit gwareziñ ar raktres rak reuz ha distrujoù - n'eo ket ur c'hastiz.

Hir pe hiroc'h e c'hell bezañ ur stankadenn (peurliesañ 24 eurvezh) ha distanket e c'hell bezañ un implijer/ez pa diskwel e chomo a-sav gant ar reuz pe an distrujoù a dalvezas da abeg evit he/e stankañ.

Ma n'emañ ket a-du un implijer/ez gant ar fed m'eo bet stanket e rank kaozeal da gentañ gant ar merour ma oa bet stanket gantañ.

An holl implijerion/ezed a c'hell goulenn ouzh ur merour stankañ un implijer/ez all dre leuskel ur goulenn war-eeun war pajenn bersonel unan eus ar verourion pe a-hendall dre implijout Kannadig ar verourien. Ret eo ouzhpennañ prouennoù evit abegiñ ar goulenn stankañ.

N'hall ket bezañ rediet ur merour da stankañ un implijer/ez ha gallout a ra bezañ stanket ar verourion hag ar burevidi ivez evel-just ha neuze e vez kollet o galloud ispisial gante.

Diorroadur

kemmañ

  ABEGOÙ EVIT STAKAÑ

Setu ur roll eus an abegoù paotañ da stankañ un implijer/ez. Bez' e c'hell bezañ stanket un IP evit abegoù resis all seul wezh ma vez kaset da benn ar stankadenn evit gwareziñ ar raktres:


  Gwareziñ ar raktres

Bez' e c'heller stankañ un implijer/ez a-benn gwareziñ gwirioù, perc'henniezh pe surentez Diazezadur Wikipedia, implijerion/ezed ar Wikipedia pe an dud dre vras, da skouer:


  Gwareziñ an implijerion/ezed

Bez' e c'hell bezañ stanket un implijer/ez m'eo bet kaset da-benn gantañ/i goudrouzoù pe oberoù (war ar Wikipedia pe c'hoazh er-maez eus ar Wikipedia met liammet ouzh al labour warnañ) a-benn lakaat implijerion/ezed all en arvar da vezañ heskinet ha kastizet gant o familhoù, o implijerion/ezed, ur gouarnamant, h.a. abalamour d'o c'hredennoù relijiel, politikiel hag ideologel, d'o broadelezh, d'o gouenn, d'o rev, d'o revelezh h.a. Hir pe hiroc'h e c'hell padout seurt stankadennoù, betek stankadennoù da virviken hervez krizder an abegoù. Pa vez stanket un implijer/ez evit abegoù a seurt-se e ranko ar merour kiriiek d'ar stankadenn he c'hemenn d'ar C'huzul tredeogiezh ([postell:arbcom-l@wikipedia.org]) hag ivez da Jimbo Wales ([postell:jwales@wikia.com]) en ur displegañ abegoù ar stankadenn.

Bez' e c'hello bezañ stanket e-pad prantadaoù hir pe hiroc'h ha zoken da virviken ma vez ezhomm implijerion/ezed hag a embann en un doare foran war ar Wikipedia titouroù personel implijerion/ezed all hep o aotre. Ne vern hag eñ eo gwir pe faos an titour personel embannet. Ne dalvez ket an abeg stankañ-mañ evit goulennoù hag enklaskoù kaset da-benn gant ar verourion evit gwiriekaat identelezh un implijer/ez bennak hervez tremenoù ar Politikerezh gwiriekaat identelezh un implijer/ez


  Gourdrouzoù

Stanket e c'hello bezañ implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzoù personel, micherel pe lezennel a-enep da implijerion/ez all a-benn klask o lakaat da blegañ war an dachenn-mañ'n-dachenn o tennañ da vont-en-dro ar Wikipedia. Bez' e c'hellor implijout ar patrom-mañ evit lakaat an implijerion/ezed war evezh: {{Stanket - gourdrouzoù}}. Stanket e vo da virviken implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzañ fizikel.


  Reuz

Bez' e c'hell bezañ stanket implijerion/ezed hag a blant reuz alies pe diehan war ar Wikipedia, krouet abalamour d'o emzalc'h diseven ha negativel un aergelc'h displijus evit ar re all dre vras. Ne rank ket bezañ komprenet seurt stankadennoù evel un doare kastiz, met kentoc'h evel un doare da wareziñ ar raktres ha d'e sikour da vont war-raok en un doare seder ha dre kenemglev.

Ne rank ket bezañ lakaet da reuz dre ret disemglevioù diwar-benn danvezioù ar pennadoù pe ur politikerezh resis. Seurt dizemglevioù ha tabutoù a rank bezañ diskoulmet dre lakaat da dalvezout an argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù kentoc'h evit dre stankañ un implijer/ez. Stanket e c'hell bezañ hag e rank bezañ un implijer/ez avat hag a blant reuz betek ma teu da vezañ dibosubl dont a-benn da dizhout un emglev ha dre ma teu da vezañ stanket al labour war ar raktres.

Setu un nebeud abegoù stankañ hag a ziskouez emzalc'hioù resis hag a c'hell plantañ reuz:


  Stankadennoù sioulaat

Tabut a c'hell sevel diwar stankadennoù kaset da-benn o klask lakaat an traoù da vont war sioulaat abalamour da emzalc'hioù diseven-kenañ e-keñver implijerion/ezed all. Bez' e c'hell bezañ stanket implijerion/zed abalamour da seurt emzalc'hioù, met ret eo en em c'houelnn atav hag-eñ e talvez ar boan o stagañ e-pad un eurvezh pe div o klask sioulaat an traoù pa c'hello sevel diwar ar stankadenn-se mizvezhioù all a gudennoù c'hoazh en dazont.


  Buhezskridoù o tennañ da dud vev

Stanket a c'hello bezañ implijerion/ezed hag a ya da ouzhpennañ titouroù personel tabutus diwar-benn tud vev hep abegiñ dre ouzhpennañ daveennoù objektivel. Hir pe hiroc'h e c'hello bezañ seurt stankadennoù hervez o grevusted. Tu 'zo da implijout ar patrom-mañ evit lakaat an implijerion/ezed war evezh pa vez kaset da-benn stankadennoù a seurt-se: {{Stanket - buhezskridoù}}.


  Mont e-bioù d'ur stankadur

Ne c'hell implijerion/ezed enrollañ kemmoù war o fajennoù kaozeal personel nemetken. Bez' e c'hello bezañ adlañset ur stankadenn ma wel ur merour eo deuet a-benn un implijer/ez da vont e-bioù d'ur stankadenn ha ledanaet e c'hell bezañ ar stankadenn ma kendalc'h an implijer/ez da gas da benn oberoù stankus all dre stankañ IPoù nevez-krouet a-ratozh-kaer a-benn kenderc'hel da enrollañ kemmoù en desped d'ar stankadenn. Adkemmet e c'hello bezañ an holl kemmoù enrollet ghant un implijer/ez bet stanket, met n'eo ket ret hen ober m'az eus kemmoù dereat anezhe. A-wezhoù e vez diverket an holl kemmoù bet enrollet gant un implijer/ez keit ha ma oa bet stanket ha neuze adenrollañ an holl kemmoù mat dindan o anv implijer int-i evit ma vefe sklaeroc'h stad an traoù d'ar verourion hag d'an implijerion/ezed all.


  EFEDOÙ

Bez' e c'hell un implijer/ez stanket kenderc'hel da lenn ar Wikipedia en un doare gouzañvus daoust ma n'hall ket enrollañ kemmoù warnañ. N'hall ket implijerion/ezed stanket adlec'hiañ pennadoù nag eilañ teuliadoù war ar servijer. Pa glask enrollañ kemmoù e teu war wel ur gemenn o lâret dezhañ/i eo bet stanket en ur reiñ an abeg hag o tisplegañ penaos ober evit goulenn bezañ distanket.

Pa glask un implijer/ez enrollañ kemmoù war ar Wikipedia e vez stanket o IP ez-automatel evit ma n'hallfe ket enrollañ kemmoù en un doare dianav pe dindan un anv all. 24 eurvezh e pad seurt stankadennoù automatel ha distanket e vez an IP ez-automatel 24 eurvezh goude ma oa bet klasket enrollañ ur c'hemm evit ar wezh diwezhañ.

Pa vez stanket ur merour e vez kollet ar galloud gantañ da gwareziñ/diwareziñ, da diverkañ/didiverkañ pajennoù. Kernderc'hel a c'hallont atav da stankañ/distankañ implijerion/ezed all neoazh.


  STANKAÑ DRE FAZI

A-wezhoù e c'hell implijerion/ezed dinamm merzout eo bet stanket o IP dre ma oa bet implijet an hevelep IP a-raok gant un implijer/ez all bet stanket en o raok. Ma ne zeu ket a-benn seurt implijerion/ezed bet stanket dre fazi da gemmañ o IP e rankont mont e darempred gant unan eus ar verourion ha displegañ petra zo c'hoarvezet en ur c'houlenn bezañ distanket. Ma vez distanket seurt IPoù gant ur merour disheñvel diouzh an hini a oa bet stanket an IP gantañ er penn-kentañ e rank ar merour kiriek d'an distankadenn mont e darempred gantañ evit kemenn dezhañ abegoù an distankadenn.


  PEGOULZ EO DIFENNET STANKAÑ

Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h en un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.

Arabat ivez stankañ implijerion/ezed pa ne vezer ket sur hag eñ emaint o labourat a youl vat daoust ma ma vez graet kalz a droioù-kamm gante, dreist-holl pa vez komz eus implijerion/ezed nevez-deuet.

Gwelit ivez: Na lammit ket war ar re nevez-deuet


  EVIT AR VEROURION


  Penaos stankañ

Da gentañ mont war ar bajenn dibar-mañ Dibar:Stankañ an implijer pe a-hendall war ar bajenn dibar Dibar:Kemmoù diwezhañ ober klik war "stankañ" da heul anv an implijer/ez pe an IP a rank bezañ stanket (kas a raio d'ar bajenn dibar "Stankañ an implijer"):

Da skouer, war ar bajenn "Kemmoù diwezhañ":

(diforc'h) (ist) . . D "Anv ur pennad bet kemmet gant an implijer/ez da vezañ stanket"; deiziad/eur . "Anv an implijet da vezañ stanket" (Kaozeal | degasadennoù | stankañ)

Neuze war ar bajenn dibar "Stankañ an implijer":

  • Chomlec'h IP pe anv implijer: Anv an implijer / IP da vezañ stanket
  • Pad ar stankadenn: Prantad ar stankadenn (2 eurvezh - da viken / prantad all)
  • Prantad all: resisaat ur prantad all ma vez ezhomm
  • Abeg ar stankañ: Skrivañ amañ abeg ar stankadenn
  • Block anonymous users only ("Stankañ implijerion/ezed dianv nemetken"): Ya/Nann
    • Pa vez stanket un implijer/ez dianav nemetken e c'hello kerderc'hel da enrollañ kemmoù war ar Wikipedia dre implijout kontoù personel all enrollet gant un anv-implijer/ez
  • Prevent account creation ("Herzhel ouzh an implijer/ez da grouiñ ur gont"): Ya/Nann
    • Ouzhpenn herzhel ouzh implijerion/ezed da genderc'hel da enrollañ kemmoù war pajennoù ar Wikipedia e vez harzhet oute ivez a grouiñ pajennoù personel
  • Automatically block the last IP address used by this user, and any subsequent addresses they try to edit from ("Stankañ ez-automatel an IP diwezhañ bet implijet gant an implijer/ez-mañ hag an holl IPoù a glasfront implijout war-lerc'h evit klask enrollañ kemmoù"): Ya/Nann

Klikañ war "Stankañ ouzh ar chomlec'h-mañ" evit kadarnaat ar stankadenn

Dont a raio war wel abeg ar stankadenn bet skrivet e "Abeg ar stankañ" pa glask un implijer/ez stanket enrollañ kemmoù war ar wikipedia hag ivez war al Dibar:Log stankañ.

Ret eo kemenn d'an implijerion/ezed war o fajenn gaozeal int bet stanket en ur reiñ dezhe da c'hoût an abegoù hag ar prantad. Sklaer e vo neuze d'an implijerion/ezed all ha ne c'hortozfont ket ur respont eus o ferzh.


  Prantadoù stankañ

Bez' e c'hell implijerion/ezed bezañ stanket e-pad ur prantad hir pe hiroc'h hervez grevusted an oberoù bet kaset da benn gante. Ma vez ret lakaat da dalvezout ur prantad disheñvel diouzh ar re kinniget e "Pad ar stankadenn" e c'heller resisaat ur prantad e "Prantad all".

Setu evit o heñchañ un nebeud prantadoù stankañ skouer diazezet war ar fed ma vez klasket gwareziñ ar raktres dre stankañ kentoc'h evit kastizañ an implijerion/ezed war-eeun:

  • Stankadennoù abalamour da reuz diwar un IP dinamm : 24 eurvezh peurliesañ
  • Stankadennoù abalamour da reuz diwar un IP statek hag implijerion/ezed enrollet: 24 eurvezh er penn-kentañ ha muioc'h-mui war-lerc'h ma nac'hont chom a-sav
  • Stankadennoù sioulaat: nebeutoc'h evit 24 eurvezh peurliesañ. Seul verroc'h e vo o fadelezh seul aezetoc'h e c'hello sevel tabut diwar-benn seurt stankadennoù
  • Vandalerezh: stankañ da viken raktal evit vandalerezh sklaer kaset da benn gant implijerion/ezed dianav. A-hend-all betek 24 eurvezh evit taolioù-vandalerezh bihan kaset da benn gant implijerion/ezed enrollet. Vandaled/ezed hag a gendalc'h da gas da benn taolioù-vandalerezh a c'hello bezañ stanket da viken
  • Kemmañ-digemmañ diehan: 24 eurvezh dre vras evit tud a ya da gemmañ-digemmañ/kemmañ-adkemmañ an hevelep pajenn teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh
  • Anv-implijer/ez didereat: anvioù krouet evit gallout hañvalout bezañ un implijer/ez all: stanket da viken raktal en ur leuskel frank ar chomlec'h IP
  • Margodennoù: stanket e c'hello bezañ kontoù nevez hag a dalvez evit margodenniñ da viken pe e-pad prantadoù hir all. Rankout a reer stantañ raktal ha da viken kontoù-mergodenniñ implijet evit mont e-bioù d'ar reolennoù ha d'ar politikerezhioù diazez
  • Kontoù foran: stanket e rank bezañ raktal kontoù foran implijet gant meur a hini evit labourat a-stroll
  • Robotoù: stanket e rank bezañ ur robot hep aotre ha ma vez kaset da benn gantañ oberoù disheñvel diouzh ar re bet aotreet dezhañ pe c'hoazh distrujoù. Stankadenn 24 eurvezh da gentañ en ur gas ur gerig o tisplegañ ar gudenn da bajenn gaozeal ar robot evit ma c'hello bezañ renket
  • Tagadennoù personel: tagadennoù personel grevus a laka implijerion/ezed all en arvar. Ma vez stanket un implijer/ez evit an abeg-mañ e ranko ar merour kiriek d'ar stankadenn mont e darempred war-eeun gant ar C'huzul tredeogiezh (arbcom-l@wikipedia.org) ha gant Jimbo Wales (jwales@wikia.com) evit kemenn dezhe abegoù ar stankadenn.
  • Gwelloc'h eo chom hep stankañ da viken IPoù war-eeun, dreist-holl reoù dinamek, rak kemmañ a reont diehan ha roet e vezont da implijerion/ezed diseheñvel bewech.


  Stankañ meur a IP

Stanket e c'hello bezañ meur a IP an eil war lerc'h egile pa gemm un implijer/ez stanket he/e chomlec'h IP a-benn klask mont e-bioù d'ar stankadenn. Ret eo diwall pa vez stanket meur a IP evel-hen rak stanket e c'hello bezañ war un dro ha dre fazi implijerion/ezed direbech all gante IPoù dinamek. Berrbad-tre a rankont bezañ neuze pa ne gaver diskoulm ebet all.


  Distankañ

War ar roll-mañ Log stankañ e vez gwelet an holl implijeriion/ezed hag an holl IPoù dianv bet stanket betek-hen, gant pe verour nt bet stanket hag an abegoù. Amañ e c'heller distankañ an implijerion/ezed bet stanket. Ret eo skrivañ an abeg bewech ma vez distanket un implijer/ez bennak.

Arabat eo d'ar verourion en em zistankañ o-unan, nemet ma vijent bet stanket dre fazi a-grevred gant un implijer/ez all. Gallout a raio ur merour koll e holl wirioù evel merour m'en em distank e-unan hep ma vije bet stanket dre fazi pe gant un abeg dreist-ordinal all.


  Ma n'emaout ket a-du gant ur stankadenn Ma n'emaout ket a-du gant ur stankadenn bet kaset da benn gant ur merour all, arabat distankañ an implijer/ez war-eeun hep mont e darempred gant ar merour-se ha displegañ an abegoù dezhañ. Ma ne deuer ket a-benn da gaout ur respont digantañ, bez' e c'heller mont da c'houlenn o ali digant merourion all. Alies a-walc'h e ya e darempred un implijer/ez bet stanket gant meur a verour ha lâret dezhe e oa bet stanket evit abegoù faos. Un dra vat eo neuze mont e darempred gant ar merour kiriek d'ar stankadenn evit goût hiroc'h diwar-benn e abgeoù a-raok mont da grediñ abegoù an implijer/ez distanket hepmuiken.

A-wezhoù emañ sklaer e oa bet stanket un implijer/ez dre fazi ha n'heller ket mont e darempred gant ar merour kiriek d'ar stankadenn diouzhtu. Rankout a reer kas ur gerig dezhañ war e bajenn gaozeal personel o tisplegañ ar fazi. Distankañ a c'heller implijerion/ezed bet stanket dre fazi p'emañ sklaer e oa bet stanket dre fazi ha n'eo ket evit abegoù na sav gant ur merour all a-du gante ur wezh bet klasket mont e darempred gant ar merour kiriek d'ar stankadenn ha bet chomet direspont.


  Stankadennoù tabutus

Sevel a c'hello tabut diwar ur stankadenn pa ne sav ket ur c'henemglev ledan diwar he fenn etre an implijerion/ezed hag ar verourion all. Setu un nebeud abegoù:

  • stankañ implijerion/ezed enrollet gante un istor-labour direbech
  • stankañ implijerion/ezed evit abegoù fur hep ma vije meneget an abegoù-se er politikerezh-mañ
  • stankañ implijerion/ezed e-pad prantadoù berr pe verroc'h o klask sioulaat an traoù, rak p'emañ un implijer/ez e fulor n'aio ket war sederaat gant ur stankadenn hag ur wezh distanket e c'hello bezañ gwashoc'h c'hoazh he/e stad-imor

Setu an argerzh a erbeder heuliañ ur wezh m'eo bet divizet stankañ un implijer/ez ha pa greder e c'hello sevel tabut diwar ar stankadenn-se:

  1. Gwiriekaat ar fedoù en un doare aketus.
  2. Adlenn ar politikerezh-mañ.
  3. Mont e darempred gant merourion all evit gwirikekaat an traoù ha goulenn oute reiñ o ali ma vez tu.
  4. Ur wezh bet resevet o ali (goude bezañ gortozet 3 pe 4 devezh d'an nebeutañ, amzer dezhe da respont), stankañ an implijer/ez en ur skrivañ an abegoù en un doare sklaer en diverradur hag en ur ouzhpennañ ul liamm a gas davet pajenn bersonel an implije/ez bet stanket.
  5. Lakaat ur gemennadenn war pajenn gaozeal personel an implijer/ez bet stanket o tisplegañ pad hag abegoù ar stankadenn en ur ouzhpennañ daveennoù resis tennet diouzh ar politikerezh-mañ.
  6. Chom prest da gaozeal diwar-benn ar stankadenn gant implijerion/ezed all.
  7. Arabat stankañ pa ne vezer ket sur.

Arabat ivez kregiñ gant ur brezel stankañ-distankañ etre merourion. Ma n'emañ ket a-du ur merour gant ur stankadenn bet kaset da benn gant ur merour all e rank kaozeal gantañ hag ar verourion all da gentañ ha displegañ e soñj a-benn klask tizhout un emglev kenetreze kentoc'h evit distankañ an implijer/ez raktal hepmuiken.

  NODES
Done 1
Users 1