Buhez ar Sent/1912/Andre, abostol

◄   Houardon Andre An Azvent   ►


Tregontvet devez a viz Du


SANT ANDRE

Abostol (kentan kantved)



Andre a oa ginidik eus a Vethsaïda, er Galile. Breur oa da Simon-Per, hag eveltan e veze o pesketa war lenn-vor Jenezareth.

O vezan klevet brud eus a zant Yan-Vadezour, ec’h eas d’e gaout hag e oe badezet gantan en dour ar Jourden. Dont a reas da vezan unan eus e ziskibien.

Brasoc’h enor en devoa c’hoaz da gât, rak tleout a rê bezañ ar c’hentañ abostol a zibabas hon Zalver. Eun devez ma oa Yan, mab Zebede, hag hen gant Yan-Vadezour, o mestr, e klevjont anezan o lavaret en eur ziskouez Jezuz-Krist : « Setu aze Oan Doue. » Dioustu en em zistagjont dioutan evit heuilh Mab Doue. Heman, o vezan distroet, hag o welet aneze o vont war e lerc’h, a lavaras : « Petra glasket ? » Hag e respontjont d’ezan : « Rabbi, da lavaret eo, Otrou, pelec’h oc’h o chom ? »

Lavaret a reas d’eze : « Deut da welet. » Hag ec’h ejont, hag e weljont pelec’h e oa o chom, hag e chomjont gantan en devez-ze.

O vezan digouezet goude gant e vreur, Andre a lavaras d’ezan : « Kavet hon deus ar C’hrist, » hag e kasas Per da gaout Jesuz.

Koulskoude, war-lerc’h ar weladen gentan-ze, Andre ha Per a zizroas adarre d’o rouejou hag a dalc’has c’hoaz, eur pennad, war o micher goz, rak eun nebeut miziou goude, Jezuz a gouezas warne epad ma oant o teurel o rouejou er mor, ha neuze hepken eo e c’halvas aneze, evit mat, da vont gantan : « Deut ganin, emezan, ha me ho kraio pesketerien tud. » Raktal, eme an avieler, e kuitajont o rouejou hag ec’h ejont d’he heul.

Pa veze c’hoant da gomz ouz Jezuz, ec’h ead da gentan da gât André, ar pez a ziskouez e oa unan eus ar re oa an tostan da galon hon Zalver.

Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, Andre a yeas d’embann e hano binniget er Sithi, en Tras hag en Akaï. Gonid a reas d’ar fe eun niver bras a dud. Koulskoude, n’hallas ket dont a benn eus ar gouarner Eje. Heman, zoken, a glaskas e lakat da ginnig eur zakrifis d’an doueou : « Me, eme an abostol, a ginnig bemde war an ôter, d’ar gwir Doue holl-c’halloudek, n’eo ket kig hag gwad loened mut, mes an Oan a zo ar zantelez dre natur, hag an Oan-ze, goude m’en deus ar bobl fidel debret e gorf, a chom bepred en e bez ha leun a vue. »

Eje a yeas en kounnar o klevet ar c’homzou-ze hag a c’hourc’hemennas teurel Andre er prizon. An de war-lerc’h e c’halvas anezan adarre dirakan, hag o welet n’halle gonid netra warnan, e kondaonas anezan erfin da vervel war ar groaz.

Ar varnedigez-ze a laouennaas kalon an abostol, ha pa oad ouz e gas d’ar maro, e saludas e groaz a-ziabell, en eur lavaret : « O kroaz dudius, o c’houi hag a zo deut da vezan eun dra ken kaer abaoue m’eo bet staget ouzoc’h korf ma Zalver ; o kroaz a oa ma zonj ennoc’h keit a oa kroaz am eus karet kement ha klasket hep paouez, setu c’houi eta prest d’am digemer ! Hastet lemel ac’hanon eus a douez an dud, mac’h in da gaout ma Otrou d’ar baradoz ! Hastet astenn d’in ho tivrec’h, mac’h in diwarne etre divrec’h an hini en deus ma frenet warnoc’h. »

Penn sant André a oe digaset da Rom, en amzer ar pab Pi II, hag abaoue e virer en iliz Sant-Per.

————


KENTEL


Sakrifisou an amzer goz, sakrifis an amzer neve


Petra eo eur zakrifis ?

Eur zakrifis a zo eun dra hag a rêr evit anaout galloud an Otrou Doue war e grouadurien. An den a ginnig eun dra en sakrifis a embann dre eno n’en em anave ket evit bezan ar perc’hen kentan war an dra-ze, e oar zo dreist-an eun ôtrou-all, a zo holl-c’halloudek en nenv ha war an douar.

Piou a ginnig sakrifisou ?

En kement bro zo tud enni o vevan, e kaver ar zakrilfs. Bezan zo bet poblou hep templou, evel ar C’hallaoued hag ar Vretoned, hon tud koz, mes n’eus kavet pobl ebet c’hoaz heb ôteriou, ha war an ôteriou-ze zo bet laket gwad da redek.

Arôk sakrifis Mab Doue war Mene-Kalvar, an douar a-bez a oa beuzet er gwad, hag an dra-ze c’hoaz a c’hoarve er broiou ne weler ket enne kroaz vinniget Hon Otrou.

Petra vije kinniget en sakrifis ?

Kammed ne vije kinniget treo goue. Kinniget a vije bara, bleud, eoul, gwin, loened danv hag, arôk pe goude eun darvoud bras, an den e-unan.

En eur ger, kinniget a vije en sakrifis, an den, pe an treo tostan d’an den.

Hag an treo kinniget a renke bezan gwerc’h ha dinam, goloët a zeiennou marellet hag a vleuniou lirzin, ha sammet a vezent eus pec’hejou kement hini o c’hinnige.

Eur zakrifis, petra ro da anaout ?

Ar zakrifis a ro da anaout tri dra : da gentan, e oar an den en deus pec’het hag eo bet « krouet er pec’hed. » [1] D’an eil, e kreder dre ar bed holl e c’hall unan paean evit eun all. D’an trede, e tigemer Doue an digoll kinniget d’ezan gant darn, en plas an dismeganz grêt d’ezan gant darn-all.

Peseurt talvoudegez o devoa sakrifisou an amzer goz ?

Dreze o-unan, sakrifisou an amzer goz n’o devoa talvoudegez ebet . « N’eo ket gwad loened, eme sant Pôl, eo a c’hall gwalc’hi ar pec’hed. »

  1. Ar baganed hag ar Judevien o devoa aon rak Doue ; he perak kaout aon rak Doue, nemet abalamour ma n’em gavent ket dinem awalc’h ? Ne gredent toslât outan, nemet goloet a vijent gant gwad ar c’horfou lazet war an ôteriou. Ha perak tostât evelse, nemet abalamour ma kredent en devoa ar gwad-ze gwalc’het o eneou ?
  NODES
Note 1