Buhez ar Sent/1912/Bonavantur

◄   Anaklet Bonavantur Herri   ►


Pevarzekvet devez a viz Gouere


SANT BONAVANTUR
Eskob ha Kardinal, Doktor eus an Iliz (1221-1274)



Sant Fransez Asiz a lavare eun devez, en eur huanadi : « Ma c’hellfen, da vihanan, kaout eun ene evit kompren ma hini ! » Ar pez a glaske a ’n em gavas. Er bla 1221, en Bagnarea, en Toskan, Yan Fidenza ha Mari Ritelli o devoe eur mab hanvet Yan, evel e dad. D’e bevar bla, e oe dare d’ezan mervel. E vamm vat a redas, en eur ouelan, da gaout sant Fransez, hag a bedas anezan da zovetât he c’hrouadur : « Ma selaou Doue ac’hanon, emezi da Fransez, e karfen e welet o vont en hoc’h Urz. » Ar bugel a bareas hag ar zant a deuas d’e welet da Vagnarea. Raktal m’en em gavas dirakan, e vriataas anezan gant teneredigez, hag ouz e zevel etrezek an nenv, e lavaras : « O buona ventura : o pebez kavaden vat ! »

Fransez en devoa kavet an ine a c’houlenne digant Doue, evit kompren mennoziou santel e galon.

Evel a lavare eun doktor : « An eil Eli en devoa kavet e Elize. » Diwar neuze, Yan ne oe grêt mui nemet Bonavantur anezan.

Dre ma kreske en oad, e teske, en eur c’hoari, holl skianchou ar bed. Ma oa kaer a zremm, e ene dinam a oa c’hoaz kalz kaeroc’h. Da zaou vla warn-ugent, evit ober herve promese e vamm, e c’houlenne bezan digemeret en Urz sant Fransez. Er manati e oe skouer an holl venec’h ; hepdale e oe kaset da Bariz da studian an teoloji, dindan eun den brudet ha desket, Alexandr de Hales. Heman, o welet e spered lemm hag e zantelez, a lavare eun devez : « Setu dirak hon daoulagad eur skeuden veo eus Adam arôk e bec’hed. »

Eun devez, Bonavantur, hag a oa en gwirione êl ar manati, hag a gare kommunian alïes, a gemeras aon ha spont : ne grede ket tostât ouz an dôl zantel. En eun tol, eul lodennig eus an hosti vras konsakret gant ar beleg, en oferen, a nijas war e vuzellou. Evel ma teu bannou an heol da laouennat pep tra, goude eur barr-glao, evelse Jezuz a lakas ar fianz hag al levenez da sklêrât e ine.

Koulskoude, spered lemm Bonavantur a reas founnus e hent, e-touez kenteliou tenval an teoloji, ha hepdale ar skolaer a oe beleget ha laket e-unan d’ober skol. Ar vrud a deuas war e dro. Mes Bonavantur a dec’he diouz meuleudiou an dud, evit mont da zaoulinan dirak ôter Jezuz-Krist, da bleustri war e boaniou ha war e varo, pe c’hoaz, da louzaoui an dud lor en hospitaliou.

Da bemp bla ha tregont, e oe dibabet da jeneral e Urz. Neuze e skrivas bue sant Fransez Eun devez, sant Thomas, o vezan deut d’e welet, a gavas anezan gant al labour-ze. En em denn a reas heb e zistrei, en eur lavaret d’ar re a oa gantan : « Lezomp ar zant da labourat evit ar zant. »

Eun dro-all, sant Thomas a c’houlennas digantan pelec’h e tastume ar c’homzou a lavare hag a yee ken don en kalonou an holl : « Setu, eme Vonavautur, en eur ziskouez ar groaz, setu al levr hag en deus desket d’in an nebeut a ouzon. »

Ren a reas e Urz epad 18 vla, gant nerz ha dousder. Dindan eur mestr ken santel, a gastize e gorf en eun doare ken spontus, hag a ’n em blije oc’h ober al labouriou diêsan, an holl venec’h a oa laouen o heuilh adarre, pen-da-ben, lezen striz o Urz, o devoa lezet eur pennad a-goste.

Mes ne gave ket e oa awalc’h d’ezan plêal gant e venec’h hepken. E garante evit an ineou prenet gant Jezuz-Krist a reas d’ezan labourat evite, en kement lec’h ma tremene, en eur welet e vanatiou.

Prezek ha kovez a rê dre-oll. Komz a rê d’ar brinsed, d’an dud a Iliz, da vistri ar c’hêriou, eus an doare da viret ar fe e-touez ar gristenien.

Goude maro ar pab Klemant IV, en devoa klasket e hanvan da arc’heskob en York, an Iliz a chomas daou vla ha nao miz hep penn ; kentan tra a reas Gregor X, o pignal war an trôn, a oe hanvan Bonavantur da gardinal ha da eskob en Albano. O walc’hi listri ar gegin e oa, en Mugello, pa deujod da rei kelou d’ezan eus an neventiou-ze.

Ar pab a falvezas gantan e zakri e-unan, hag hen digasas gantan da gonsil-meur Lyon. Bezan e oe ene ar c’honsil-ze. Meur a wech e prezegas ; e gomzou santel ha nerzus a c’honezas kannaded impalaer Byzanz, hag a unanas, evit eur pennad hepken, siouaz, Iliz ar zav-heol gant Iliz ar c’huz-heol. Goude ar bedervet bodadeg, e kouezas klanv, ha d’ar 14 a viz gouere 1274, e tremenas, en e drede blavez ha hanter-kant.

Gregor X a c’hourc’hemennas da veleien ar bed holl lavaret oferen evit repoz e ene.

Sixt IV a lakas e hano e-touez ar zent, d’an 20 a viz ebrel 1482, ha Sixt V hen lezhanvas doktor eus an Iliz.

F.L.

————


BOKED


An humilite he deus peder bazen : ar gentan eo disprijout ar bed ha kement a oufe da lavaret ; an eil, diwall da zisprijout den ebet ; an dervet, en em zisprijout an unan ; hag ar bedervet, kaout joa o vezan disprijet gant ar re-all.

Sant Bonavantur.




  NODES
Note 1