Buhez ar Sent/1912/Briak

◄   Judikaël Briak Urban V   ►



Triouec’hvet devez a viz Kerdu


SANT BRIAK
Abad (VIet kantved)[1]



Sant Briak a oa ganet en Iverzon, eus a dud pinvidik hag a renk uhel. Adalek e vugaleach, e kare ar furnez, ha dre ma kreske en oad, e kreske ive enni.

Desket kaer hepdale, e oe laket gant e dud en palez ar roue ; mes an den yaouank, ha na c’hoantae nemet eun dra, « bezan eur c’hristen mat », a dec’has ac’hane, hag a deuas a-dreuz ar mor da Vro-Zôz, betek eur gêrig tost d’ar manati e oa ennan sant Tual, abad.

Digemeret a oe raktal ha gwisket, hag adalek neuze e teuas da vezan skouer an holl dre e vertuiou, e binijennou hag e bedennou.

Daou vla goude, Doue a c’hourc’hemennas da zant Tual dont en Breiz-Izel. Dibab a reas d’hen heuilh dek manac’h ha tri-ugent, ha sant Briak a oa en o zouez.

Meur a di a beden a zavas sant Tual en hon bro. Kemer a reas da vont gantan en e veajou, Ruelin, Briak ha Lovean pe Laouenan. Da gentan, ec’h ejont o zri da zaludi ar roue Derok, breur pe genderv-gompez da zant Tual. Derok a roas d’e vreur traouien Treger evit ober enni e vanati bras. Tual hen trugarekaas, hag en eur vont kuit, e lezas gantan, war e c’houlenn, sant Briak, evit sevel eur gouent en kichen ar maner en devoa Derok war ar mêz, ’lec’h ’man breman parouz Boulvriak. Sant Briak a zentas ouz e abad santel hag a vanas en palez ar roue. Derok hen lezas da glask ha da zibab al lec’h a garje evit sevel ar manati neve.

En eur c’horn eus ar c’hoad, en eul lec’h distro, ha war-dro eur c’hart-leo eus ar maner, e lakas sevel eur chapel vihan, da c’hortoz kaout peadra d’ober eur gouent. Ar chapelig-se, kentan iliz bet savet gant sant Briak, a oa kinniget gantan d’an Itron-Varia, hag he hano eo Itron-Varia ar Bôd-Fo. Eno, dre vurzud, e plommas eus an douar sec’h eur feunteun dour skler, elec’h ma teuas epad pell-amzer ar belerined d’evan ha da c’houlenn grasou.

Dre ma wele ar venec’h o vont bepred war greski, endro da Vriak, ar roue Derok a reas diskar al loden eus ar c’hoad dibabet gant ar zant evit sevel e vanati. A-benn ugent miz, e oa ar gouent en he zav. An abad santel hag e holl venec’h a yeas neuze da chom enni. Evelse e savas bourc’h Boulvriak deut hepdale da vezan henvel ous eur gêr vihan.

Sant Briak, hag a zonje gantan bezan dilezet ar bed evit mat, a oe souezet o welet e teue an dud muioc’h-mui d’hen kavet, da c’houlenn aliou ha pedennou digantan. Fellout a reas d’ezan kuitât al lec’h-se. Rei a reas karg eus ar gouent d’eur manac’h parfet ha santel, hag e pellaas dônoc’h er c’hoad. En eur c’horn distro, war eur grec’hen, koad uhel warni, e savas eun tammik ti evitan e-unan hag eur chapelig da bedi. Ac’hane e teue, eur wech an amzer, da welet e venech, ha goude e tistroe d’al lec’h kuz a blije d’ezan dreist ar re-all.

Nag a zen klanv a bareas ! Nag a vurzud a reas en pep feson etre e beniti hag ar manati ! Kontet a vent c’hoaz dre ar vro. Mes ar zant, gant aon na deuje an drouk-spered d’hen gonid dre lorc’h, a dec’has adarre. Mont a reas tre betek Rom, evit goulenn bennoz ar pab ha daoulinan war beiou an Ebestel sant Per ha sant Pol.

Pa arruas war e giz, e venec’h hag ar bobl a oa ouz hen gortoz, hag ober a rejont d’ezan eun digemer dispar. Evel biskoaz e kouezas ar burzudou eus e zorn, n’eo ket hepken war douar al Leo-Dro [2], met hed-a-hed d’ar veaj a reas d’ar Goz-Yeaudet, kichen Lannuon, da welet eskob Lexobi, hag ac’hane da Landreger, da welet ar venec’h-all eus e Urz.

Goude eur vue ken santel, Doue en devoa da rei d’e zervijer fidel eur gurunen gaer. Arru oa koz ha dinerzet gant e labouriou hag e binijennou. Kouezan reas klanv en e vanati, en Boulvriak. O welet e tostae e dermen divezan, e c’halvas e venec’h, e vreudeur holl endro d’e wele. Neuze e falvezas d’ezan kommunian ha bezan nouet dirake. Rei a reas d’eze goude e genteliou, e aliou divezan, hag e savas e zorn evit rei d’eze e vennoz. Neuze e tôlas e zaoulagad war ar C’hrusifi a oa ouz treid e wele, ha goude bezan komzet eun nebeut amzer a vouez uhel, gant karante ha devosion, ouz hon Zalver stag ouz ar groaz, e ene santel a bignas d’an nenv, ar 17 a viz kerdu, er bla 627.

E gorf a oe sebeliet en kichen an ôter vras, en iliz e vanati, ha Doue an eus diskouezet e oa Briak eur zant, dre ar miraklou an eus grêt en amzer dremenet hag a ra c’hoaz bemde en kenver ar re a deu da bedi war be an abad santel. An dud kez a goue en drouk-sant, ar re a zo troet o spered, ar re a zo boazet d’an droug-penn a ve pareet, peurvuian, goude ma vent bet o pedi war e ve, ha ma ve bel laket war o fenn relegou sant Briak.

E.O

————


Hirie e rêr c’hoaz gouel an Iliz o c’hortoz ginivelez Hon Zalver, ar Zalver-ze prometet adalek baradoz an douar ha gortozet gant an holl boblou, ar baganed kouls hag ar Judevien. An Iliz a enor ive, dre ar gouel-man, ar Werc’hez Vari prest da c’henel he mab.

————


KENTEL


Perak en deus Doue gortozet keit-all arôk digas e Vab ?


I. — Doue en deus gortozet pell, da gentan, evit diskouez d’an den an ezom en devoa eus Jezuz-Krist.

An den en devoa pec’het, o klask en em zevel betek bezan henvel ouz Doue ; dleet oa e vije diskaret ken na deuje da anaout e zempladurez hag an ezom en devoa da gaout eur Zalver.

Setu perak Doue, da gentan, a lezas anezan gant e skiant vat, ha netra ken, d’e hentchan war hent ar vue ; mes daoust d’e skiant vat, an den a goueze. Doue a roas d’ezan neuze e Lezen ; mes daoust d’ar Lezen, an den a dalc’he da gouezan, da gouezan ken gwaz ha da gouezan ken izel, ma c’houlennas gras eur Zalver, rak gwelet a rê e oa o vont da goll.

II. — Doue en deus gortozet pell c’hoaz, arôk digas e Vab, evit ma vije ôzet pep tra er bed d’ober d’ezan an digemer a oa dleet.

Pa zivizas Doue kroui ar bed-man, e lakas pell amzer evit e ôzan. Pell amzer a dremenas etre e grouidigez ha krouidigez an den. Meur a vil bla a oa ma skuilhe an heol e sklerijen. ma touge ar gwe o frouez, ha ma rede al loened an douar, arôk ma teuas an den. Eun devez, Doue a gavas e oa mat pep tra evit rei digemer da roue ar grouadurien, hag e krouas an den, hag e lakas anezan en kreiz e rouantelez.

Ma ’n eus an Otrou Doue laket kement a amzer d’ober ar bed, evit rei ennan eun digemer dereat d’an den, e grouadur, arabad d’imp kredi, eme sant Thomas, n’en dije ket bet ezom amzer ive evit lakat ar bed en doare da zigemer Jezuz-Krist, e Vab muian-karet.

Rouane ar bed-man, pa dleont ober o diskenn en eun tu bennak, a gas en o rôk kannaded da rei kelou eus o donedigez. Roue an nenv n’halle ket, kennebeut, en em ziskouez e-touez an dud hep kas kannaded da embann : « An Otrou a zo tost ; hepdale e teuio ; ôzet pep tra d’ober digemer d’ezan. » Abalamour da ze Doue a grouas eur bobl a oe e bobl muian-karet, da viret ha da gas dre ar bed ar fe er Zalver da zont.

Evit ma kreskje e fe, e reas burzurdou dispar en e genver, hag evit ma vrudje anezi, e lakas an Ejipsianed, an Assirianed, ar Persed, ar Gresianed, ar Romaned da zismantr e vro ha da stlabean anezan dre bevar c’horn ar bed. Kavet a vije Judevien en Ejipt, en Babylon, en Athen, en Rom, en pep bro ; ha bepred e kasent gante, dre mac’h eent, komzou Doue : ar c’helou mat. Dre holl vije kemeret plijadur o klevet aneze o komz ken brao evel ma ouient ober, eus ar Zalver a dlee dont, ha dre ze, ar bed holl a huanade war-lerc’h an Hini a dlee digas gantan war an douar al levenez hag ar garante.



  1. Gouel sant Briak a zo ar 17 a viz kerdu ; abalamour da ouel Sant Judikaël, eo laket an 18.
  2. Pardon al Leo-Dro a rêr c’hoaz bep bla, da Yaou-Fask, gouel an Asansion, ha prosesion al Leo-Dro tro-war-dro d’ar vourc’h, evit digas zonj eus kentan prosesion sant Briak hag e venec’h endro d’an douar dibabet gant ar zant evit e vanati.
  NODES
Note 1