◄   Pask hag amzer Bask Hug Fransez a Bola   ►

Sant Hug


Kentan devez a viz Ebrel


SANT HUG
Eskob Grenobl (1053-1132)



Hug a deuas er bed en Kastel-Neve Iser, diou leo diouz Valans, er bla 1053. Ober a reas e studi gant enor en Valans, da gentan, hag en Pariz goude. Eskob Valans, oc’h anaout e dalvoudegez, e hanvas da chaloni eus e iliz-veur, ha da varo eskob Grenobl (1080), daoust ma n’en devoa nemet seiz vla warn-ugent, e oe kavet mat da gemer e blas. Gregor VII, e-unan, e zakras eskob.

Digoueet en e eskopti, Hug a gavas dre-oll ar freuz hag an dismantr. E veleien a oa hep santelez ; e gristenien, hep anaoudegez eus ar pez a zo red da gredi ha d’ober evit bezan salvet. An droug-ze a oa deut dre m’o devoa tudjentil vras ar vro laket o c’hraban war an Iliz, ha ma werzent ar c’hargou enni d’ar re a lake ar muian enne.

Goude bezan labouret epad daou vla, o welet ne wellae netra endro d’ezan, e kollas kalon hag en em dennas en eur manati eus a Urz sant Beneat. Pa glevas Gregor VII ar pez en devoa grêt, e roas urz d’ezan da zizrei raktal d’e eskopti. Senti a reas ; eur bla oa bet er-mêz eus e eskopti, mes ar bla retred-ze an evoa kalonekaet ha santelaet anezan.

Tri bla goude, en devoe eun hunvre burzudus. Kaout a rê d’ezan gwelet an Otrou Doue o sevel eun ti d’ezan e-unan, en eul lec’h goue ha distro, ha seiz stereden o tiskouez an hent da vont d’e gaout. Prest goude, e welas seiz den, sant Bruno hag e vignoned, o tont davetan da c’houlenn eur plas da zevel eur manati. Hug a anavezas e oant ar seiz stereden en devoa gwelet en e hunvre hag e kasas aneze d’ar Chartreuz, elec’h ma savjont (1086) ar manati kaer a zo c’hoaz en e zav.

Brasan plijadur an eskob santel oa mont di, beb an amzer, da dremen eun nebeut deveziou. En em stagan rê kement ouz ar manati-ze ma renke a-wechou sant Bruno lavaret d’ezan : « Et da gaout ho tenved ; ezom o deus ac’hanoc’h ; roët d’eze ar pez o deus gwir da gaout diganac’h. »

Hag an eskob mat a zente ouz Bruno, evel ouz e vestr, ha p’en deveze tremenet eur pennad-all etouez e bobl, e teue d’en em grenvât adarre er beden hag er sioulder.

En e balez, Hug a rene eur vue ken striz hag an hini a rene er Chartreuz. Prezek a rê alïes, ha ne glaske ken en e gomzou nemet silvidigez an eneou. Pa ziskenne eus ar gador-zarmon, ec’h ee war eûn d’ar gador-govez, hag eno e ouele kement o klevet ar pec’hejou a veze anzavet outan, ma veze glebiet e zilhad gant e zaerou, ar pez a denerae ar bec’herien kaledetan.

Kement e kastize e zaoulagad, ma c’heller lavaret e oe eskob en Grenobl epad daou vla ha hanter-kant, hag a-vec’h mac’h anaveze eur wreg en e eskopti, diouz he gwelet : « Anez kastizan an daoulagad, emezan, n’ouzon ket penôs e c’heller padout da gaout eur spered glan, rak dreze, evel a lavar Jeremias, eo e ra ar maro e hent evit mont betek ar galon. »

An dud ezommek oa e vugale, ha rei a rê d’eze treo hag an ije ezom e-unan. En eur blavez kernez, e werzas e walen hag e galur aour evit gallout ober muioc’h a aluzen da beorien Grenobl.

Unan eus an oberou a drugare en em blije ar muian oc’h ober, oa lakat ar peuc’h etre an enebourien. Ne zelle nag ouz renk, nag ouz danve, nag ouz anaoudegez : ne zelle nemet ouz al lealded. Biskoaz ne zigemeras netra digant hini ebet eus ar re e glaske da varn o aferiou, rak ar goprou, emezan, a zall daoulagad ar barner.

Gant ober d’ar gristenien tostât alïes ouz sakramant ar binijen hag ouz sakramant an ôter, e lakas ar relijion da vleunian en e eskopti.

Er bla 1123, sant Bernard a deuas da C’hrenobl hag a welas sant Hug ; adalek neuze e oent daou vignon eus ar re vrasan.

Hug eo a lakas sevel, dre skrid, ar gourc’hemennou en devoa roët Bruno, dre gomz, d’e venec’h, hag en doa-re-ze, e pourveas amzer da zont ar manati en devoa sikouret kement sevel. Mervel a reas d’an de kentan a viz ebrel 1132, d’ar gwener arôk Sul-Bleuniou ; e gorf a chomas war ar varv-skaon betek ar meurz war-lerc’h. Sebeliet e oe en iliz an Itron-Varia, en Grenobl, ha Doue a vrudas e ve dre eleiz a viraklou.

Ar pab Innosant II e lakas war roll ar zent, d’an 22 a viz ebrel 1134, daou vla hepken goude e varo.

————


KENTEL


Ar Peuc’h


Eun dra hag a zo gwir, ha gwiroc’h marteze, en amzer vreman eget biskoaz, eo o deus poan an dud o ’n em glevet, o ’n em ober, o ’n em gochan. Ne glever ken, a bep tu, nemet trouz etre priejou, etre kerent, etre amezeien !

Perak an dra-ze ?

Pep-hini a zo dallet gant ar garante re vras en deus evitan e-unan : gwelet a ra mankou ar re-all, ne wel ket e re e-unan ; gwelet a ra eürusted ar re-all, ne wel ket e hini e-unan ; gwelet a ra e boaniou e-unan, ne wel ket poaniou ar re-all ; gwelet a ra ar blouzen en lagad an nesan, ne wel ket an treust en e hini.

Eun devez, epad Gouel an Teltou, Jezuz a oa en Jeruzalem hag ar Pharizianed a zigasas dirakan eur wreg-dimezet, o devoa tapet oc’h ober an droug gant unan ha ne oa ket he fried. Lavaret a rejont da Jezuz : « Otrou, ar wreg-man he deus pec’het ; Moyzez a lavar lazan a dôliou mein ar re a ra an droug he deus grêt, ha c’houi, petra lavaret ? »

Jezuz-Krist a welas e oant o klask touelli anezan. Plegan a reas ha skrivan war an douar gant e viz. Hag ar Judevien a c’houlennas eun eil gwech. Jezuz a zavas en e zav : « Mat, emezan, an hini ac’hanoc’h a zo didamall, n’en deus nemet stlap ganti ar men kentan. » Hag e soublas hag e skrivas adarre war an douar, hag ar Judevien, o welet ar pez a skrive, a yee kuit, an eil goude egile.

Herve ma lavar Tadou an Iliz, o fec’hejou eo a skrive war an trêz, hag ec’h eent kuit o welet e oant o-unan ken kablus hag an hini a damallent.

Ni ive, arôk en em glemm eus ar re-all, a dlefe diskenn en hon c’halon ha gwelet ha talvezout a reomp gwelloc’h.

Ma karfemp en em anaout hon unan, e vefemp trugarezus en kenver hon nesan, ne vefemp ket dalc’h-mat o kaout abeg ennan hag o vroudan anezan.

Ma roomp d’ar re a ve war hon zro, nebeut a dra da c’houzanv, i, eus o zu, a deuio hag a raio kement a vezo en o galloud evit ober plijadur d’imp ; ma faziomp eun dro bennak, e vefomp pardonet buhan ; n’eo ket estimet hepken e vefomp, mes karet, ar pez a zo gwell.

Strisat al lezennou evidomp hon unan, hag o lôskât evit ar re-all, eo an doare gwellan d’en em gemer evit bevan en peuc’h en hon ziegez, en peuc’h en hon farouz, en peuc’h en hon bro, da c’hortoz bezan en peuc’h er baradoz.


  NODES
Note 1