Buhez ar Sent/1912/Isidor, eskob Sevill

◄   Koneri Isidor, eskob Sevill Visant Ferrier   ►


Pevare devez a viz Ebrel


SANT ISIDOR
Eskob Sevill, doktor eus an Iliz (***-636)



Isidor a oa ginidik eus an Andalouzi hag a oa ar yaouankan eus a bemp. E c’hoar henan a zimezas da Leovijild, roue ar Wisigothed ; Leandr ha Fuljanz, e zaou vreur, a varvas eskibien ha sent ; Florentine, an eil eus e c’hoarezed, a ’n em reas leanez hag a oe brudet abalamour d’ar gwerziou santel a zavas.

Mes hen a roas muioc’h a lufr c’hoaz d’e hano evit ne roas e vreudeur hag e c’hoarezed d’o re. Kemeret e oe abred gant eskob Sevill, e vreur kosan, da zevel ha da skola. Eur spered boc’h en devoa ; poan a oa o lakat eun dra ’n e benn. Eun devez, fallgalonet o welet ne zeske netra, hag aon d’ezan da vezan skoet, e tec’has eus ar skol hag e redas ar mêziou evel eun den dianket ma oa.

En e skuizder, ec’h azezas e-tal eur puns hag e selle ouz arroudennou kleuzet gant an amzer er men-barlen. A greiz ma oa o klask gouzout piou en devoa grêt ar roudennou-ze, eur wreg a deuas da gerc’hat dour hag a lavaras d’ezan e teue ar beradou dour, o kouezan heb ehan er memes lec’h, a benn da gleuzan ar vein ar c’haletan.

Ar respont-se a chomas pell war spered ar c’hrouadur : « Ma c’hell eur berad dour, emezan, toullan eur men gant an amzer, me ive, a drugare Doue, daoust pegen dister eo ma galloud, a deuio a benn, dre forz poanial, da zeski eun dra bennak. »

Mont a reas endro da Sevill, hag e teuas da vezan unan eus an dud desketan war bep tra.

Da varo e vreur Leandr, daoust ne oa tamm ebet en jal da ze, e oe grêt d’ezan, gant ar roue Rekared, ar veleien hag ar bobl, azezan war gador eskob Sevill. Gregor-Meur a gavas mat an dibab, a gasas da Isidor ar pallium hag a hanvas anezan vikel ar pab war ar Spagn a-bez.

Epad ma oe eskob, e oe eun den trugarezus evit an holl ; eveziek da embann lezennou an Iliz, dre e gomzou hag e skridou, ha da lakat o miret.

En amzer-ze, mignoned Arius a oa kas rei da anaout o c’henteliou hag o geier dre ar bed holl. Klask a rent, dreist-oll, ’n em dremen diouz ar yaouankiz. Isidor, pa anavezas an dra-ze, o c’houzout eo dre ar vugale e teuer a benn da zevel poblou digristen, daoust d’an nebeut a zanve en devoa, a ziazezas eun ti-skol-meur en Sevill, a zo bet brudet dre ar Spagn a-bez ha pelloc’h. E-unan e rê skol ennan, hag e levriou war wriziou ar geriou, (libri Etymologiarum), dastumet enne ar pep brasan eus e genteliou, a zo eus ar re ouiziekan a c’heller lenn.

Isidor en devoa eun doujanz vras evit ar pab, ha lavaret a rê a-wechou e oa Kador sant Per, evit ar fe, ar pez m’eo, evit al listri, eur porz-mor ’lec’h n’eus danjer ebet evite. Eun eskob bennak o vezan goulennet outan hag an Ebestel o devoa bet, digant Jezuz-Krist, kement ha kement a c’halloud an eil hag egile, e respontas : « Skler eo e oa sant Per mestr war an Ebestel-all, p’eo gwir en devoa lavaret d’ezan : « Te a zo men, ha war ar men-ze me a zavo ma Iliz. » Evelse ive, ar pab a zo, dre e c’halloud, dreist an eskibien-all, evel m’eman ar penn dreist an izili-all eus ar c’horf. An neb eta ne fell ket d’ezan enori ar pab ha senti outan, evel m’eo dleet, a zo henvel ouz eur c’horf ha n’eo mui stag ouz ar penn. An dra-man a zo eur wirione desket d’imp gant an Iliz, hag ar wirione-ze a renker da gredi ken start ha mister an Dreinded ; anez, ne oufed ket bezan salvet. »

Isidor, goude bezan gouarnet e eskopti eun daou-ugent vla bennak, a varvas d’ar 4 a viz ebrel eus ar bla 636.

————


KENTEL


Red eo labourat ar spered


Ar pez a zo kôz e weler bugale o tec’hel kement an eil digant egile eo, dreist-oll, dre ma ve bet o sperejou labouret dishenvel.

Setu aman daou grouadur, unan hag a zo bet kaset d’ar skol abred, dalc’het enni ha grêt d’ezan labourat start : dont a ra da vezan eun den yaouank desket kaer, a ra enor e dud hag a vo barrek da ’n em denni war an douar.

En e gichen, setu eun all hag a zo bet dilezet ; n’eo ket bet kaset d’ar skol, pe mar deo bet, n’eo ket bet laket da labourat ; eur c’hrouadur eo ha ne oar netra ; laket eul levr dirakan, du ha gwenn a welo, ha netra ken. Galloud da zeski a oa ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo dinerzet, o vezan bet lezet hep impli. Brasoc’h oa, marteze, evit hini ar c’hrouadur-all, mes petra zervij, pa n’eus grêt netra gantan ?

D’ar gerent, dreist pep tra, eo d’evesât ouz ze.

Ar vugale ne c’houlennont ket gwell evit chom hep mont d’ar skol ; red eo ober d’eze mont, dre gaer pe dre heg.

Pa vezont er skol, ne c’houlennont ket gwell eget chom heb ober netra ; red eo dihuni aneze ; diouz ma vefont grêt, e vefont kavet.





  NODES
Note 1