Buhez ar Sent/1912/Klotild

◄   Pothin Klotild Fransez Karaksiolo   ►


Trede devez a Vezeven


SANTEZ KLOTILD
Rouanez Frans (***-553)



Klotild, merc’h da Jilperik, roue ar Bourgogn, a oe lazet he zud gant he eontr Gondebaud, ha dimezet yaouank da Glovis, roue ar Franked (493).

Heman a oa pagan.

Ar bugel kentan o devoe, Ingomer, war goulenn Klotild, a oe badezet ; ne vevas nemet eiz de : « Kounnar ma Doue, eme Glovis, eo en deus e skoet ; ma ne vije ket bet laket merk ar gristenien warnezan, e vije bet c’hoaz en bue. »

Klotild a vinnigas an Otrou Doue da vezan kemeret evitan he c’hrouadur kentan.

Pa c’hanas he eil bugel, e falvezas e vije badezet evel e vreur, hag e hanvas anezan Klodomir. Mes evel ar c’hentan, e kouezas klanv. Klovis a oa fuloret, mes Klotild, dre he fedennou birvidik, a lakas ar vue da zizrei en he mabig bihan.

Koulskoude, he fried ne droe ket kein d’e fals-kredennou evit heuilh relijion Jezuz-Krist.

Eun devez, koulskoude, ma oa o stourm ouz an Alamaned, o welet e oa koll e zoudarded, e pedas e zoueou, mes kaer en devoe o gervel, e choment bouzar ; neuze e teuas komzou e bried en e spered hag e reas ar beden-man « Doue Klotild, ro d’in ar viktor hag en em roïn d’it ! »

Kerkent e teuas d’e zoudarded eun nerz neve ; sailhat rejont war o enebourien, hag en berr amzer e trec’hjont warneze.

Klotild a deuas laouen da Reims da benn hent d’he gwaz, hag o vezan klevet gantan penôs en devoa bet an trec’h war e enebourien, e c’halvas an eskob sant Remi. Heman a gentelias ar roue, a vadezas hag a zakras anezan en iliz an Itron-Varia, en Reims, gant goueliou Nedeleg 496. Ouspen tri mil den, hep kontan ar merc’hed hag ar vugale, a oe badezet d’e heul. Rouantelez Frans a oa deut da vezan eur rouantelez kristen.

Goude maro he fried, Klotild a yeas da chom da Dour, hag eno, en harz be sant Martin, e tremenas ar rest eus he bue, o pedi hag oc’h ober vad endro d’ezi muian m’halle. Da varo he mab Klodomir, e kemeras e vugale da zevel. Erfin, goude bezan bevet eno nao bla ha tregont, e varvas en peuc’h.

He c’horf a oe douget gant lid bras da Bariz, hag a oe sebeliet gant he bugale, ar rouaned Childeber ha Kloter, en kichen Klovis, he fried. Da zispac’h 1793, eskern ar rouane santel a oe devet ; dastumet a oe al ludu dioute hag hen miret a rêr eo iliz Sant-Loup ha Sant-Jili.

————


KENTEL


Gras ar vadeziant


Ar vugale a varv hep badeziant, daoust ha mont a refont d’ar baradoz ?

— Nan.

N’o deus grêt droug ebet, koulskoude ?

— N’eo ket abalamour d’ar pez o deus grêt eo e vezo prennet doriou ar baradoz oute, mes abalamour d’ar pez n’o deus ket, hag a oa dleet e dije bet.

Petra oa dleet o dije bet ?

— Bue ar c’hras.

Petra eo bue ar c’hras ?

— Bue Doue e-unan, a ro gwir d’ar re o deus anezi da welet o zad eus an nenv, en e lez, tâl ouz tâl, evel m’eman.

Hag ar vue-ze a zo bet kollet ?

— Ya ; dre o dizentidigez. Adam hag Eva o deus kollet ar vue-ze evite hag evit o bugale.

Ha n’haller net he c’haout a-neve ?

— Eo, a drugare Doue, dre ar vadeziant.

Petra eo eta bugale hep badeziant ?

— Krouadurien Doue, p’oa dleet e vijent bet e vugale.

Petra zigoue gant ar vugale a varv a vihanik ?

— Ar pez a zigoue ganimp, pa skoomp war dor eur c’hastel. Diouz ma vezomp gwisket ha stummet, e ve grêt d’imp gwelet an ôtrou, pe gwelet e dreo hepken ; o welet liorzou ar c’hastel, hon deve plijadur ; muioc’h hon dije, koulskoude, o welet hag o klevet an ôtrou e-unan.

Ar vugale badezet a zo doareet ha gwisket kaer awalc’h evit gwelet an Otrou Doue ; nijal a refont a denn-askel eus o c’havel da lein an nenv ; ar re-all, avat, ha ne zougont ket saë wenn perlezennet o badeziant, ne welfont ket an Otrou Doue en e sked ; mes gwelet a refont anezan en e skeud ; hag ar pez a welfont hag ar pez a glevfont, en liorzou lirzin ar baradoz.

A rei d’o daoulagad
Ha d’o c’halon mil vad.

Ar zent hag an êle a deuio, marteze, war o zro ; laouen e vefont ; seder a vefont ; eürus e vefont ; er baradoz e vefont, hag er baradoz ne vefont ket, ha setu perak e lavarer a-wechou e vefont daonet. Gwelloc’h eo d’eze, koulskoude, bezan bet krouet eget ne vijent ket bet.

Tadou ha mammou, pedet eta evit m’o devo ho pugale gras ar vadeziant !


  NODES
Note 1